Emgann Brunanburh

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Emgann Brunanburh a c'hoarvezas en 937 etre arme roue Saksoned Wessex, Æthelstan, hag armead e enebourien, Kelted ha Vikinged, savet gant tri roue: Olaf Gothfrithson, roue viking Dulenn, ha Constantin Skos hag Owen Ystrad Clud. Trec'h e voe Æthelstan.

Menegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meneget eo an emgann:

The Laud Chronicle (E)

937. In this year Athelstan (and Edmund, his brother), led levies to Brunanburh (1), and there fought against Anlaf : with the help of Christ they had the victory (and there slew five kings and eight jarls).

(1) : Hic factum est illud magnum et famosum bellum in Brunanbyri

cf G.N. Garmonsway. Everyman's Library. 1953, 1972 **** 1984

Oberennoù all diwezhatoc'h:

Hervez ar C'hronik angl-ha-saoz ma lenner ur varzhoneg diwar-benn emgann Brunanburh, e voe ul lazhadeg vras evel biskoazh abaoe donedigezh ar Saksoned. Gant trec'h Æthelstan e voe kreñvaet rouantelezh Bro-Saoz unanet.

Lec'h an emgann[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez an istorourien a vremañ e oa Brunanburh unan eus brasañ emgannoù istor ar vro. N'ouzer ket pelec'h e oa Brunanburh avat. Soñjal a c'haller e hanternoz Bro-Saoz pe kreisteiz Skos.

Marteze ivez e ledenez Wirral, tostik da Bromborough, pe e Devon.

Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hywel Dda an hini a rene neuze e Kembre.


Pennad kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]