Emgann Boroughbridge
| Emgann Boroughbridge | |||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| |||||||
| Emgannerien | |||||||
| Edouarzh II (Bro-Saoz) | Thomas Lancaster | ||||||
| Pennoù-brezel | |||||||
| Andrew Harclay | Thomas Lancaster | ||||||
| Niver a emgannerien | |||||||
| 4000 | 3000 | ||||||
| Kolloù | |||||||
| Dianav | Dianav | ||||||
Emgann Boroughbridge a oa un emgann bihan met pouezus er brezel etre ar roue Edouarzh II hag e varoned disuj. E-kichen ur pont war ar stêr Ure, Boroughbridge e anv, er mervent da York e c'hoarvezas.
E deroù 1322 e kasas Edouarzh II nerzhioù e hanternoz ar vro da stourm ouzh e gernderv Thomas Lancaster. Tec'hout kuit en doa graet hemañ war-du an norzh, ma'z espere kejañ gant ar Skosiz marteze. D'ar 16 a viz Meurzh avat, e kavas ar pont war an Ure klozet gant Andrew Harclay. Implijout a reas hemañ ar gadoniezh-troadegiezh a vo ken efedus diwezhatoc'h a-enep ar C'hallaoued en Emgann Crécy ha faezhet e voe an emsaverien.
E-touez ar pennoù-bras disuj e voe lazhet Humphrey de Bohun, pevare kont Hereford, ha prizoniet e voe ar re arall. Lakaet e voent d'ar marv diwezhatoc'h.