Mont d’an endalc’had

Emgann Bae Chesapeake

Eus Wikipedia
Emgann Bae Chesapeake
emgann war vor
Rann eusBrezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet Kemmañ
Daveennoù douaroniel36°58′3″N 75°32′21″W Kemmañ
Deiziad5 Gwengolo 1781 Kemmañ
PerzhiadFrañs, Rouantelezh Breizh-Veur Kemmañ
Map

Emgann Bae Chesapeake (saozneg: Battle of the Chesapeake), brudet ivez evel Emgann kaboù Virginia (saozneg: Battle of the Virginia Capes) ha simplaet en Emgann ar C'haboù, a oa bet un emgann war vor pouezus eus Brezel dieubidigezh ar Stadoù-Unanet hag a oa bet stourmet nepell diouzh beg Bae Chesapeake d'ar 5 a viz Gwengolo 1781. An tuioù enebet a oa ur flodad breizhveuriat renet gant ar besamiral Sir Thomas Graves hag ur flodad gall renet gant ar besamiral François Joseph Paul, Kont Grasse. An emgann a oa bet un trec'h strategel evit ar C'hallaoued, dre ma oa bet miret ouzh ar Royal Navy da greñvaat pe da gas kuit nerzhioù lu al letanant jeneral Charles Cornwallis, 1añ Markiz Cornwallis kelc'hiet e Seziz Yorktown. Ar C'hallaoued a oa deuet a-benn da vezañ mestr war ar mor ha degaset o devoa soudarded ha kanolioù ouzhpenn d'al lu gall-stadunanat a oa o stourm war zouar. Gant an emgann-se e oa aet da get esperañs ar Saozon d'en em dennañ diouzh ar seziz drastus, ha dre-se e oa bet degaset ivez an dizalc'hiezh d'an Trizek trevadenn.