Emgann Andrassos
| Rann eus | Brezelioù Arab-Bizantion |
|---|---|
| Lec'h | Taurus Mountains |
| Deiziad | 8 Du 960 |
| Perzhiad | Impalaeriezh roman ar Reter, Hamdanid dynasty |
Emgann Andrassos pe Adrassos a oa bet stourmet d'an 8 a viz Du 960 etre Impalaeriezh roman ar Reter, renet gant Leon Phokas ar Yaouankañ, ha nerzhioù Hamdanid Emirelezh Aleppo renet gant an emir Sayf al-Dawla. Stourmet e oa bet en ul lec'h dianav e Menezioù Taurus.
Sayf al-Dawla en doa savet un emirelezh diazezet en Aleppo e 945 ha buan e oa deuet da vezañ enebour pennañ Impalaeriezh Bizantion war harzoù ar reter. A bep tu e oa bet argadennoù hag enep-argadennoù gant an trec'h o tremen eus an eil tu d'egile: an Hamdanided o devoa aloubet proviñsoù bizantat Azia-Vihanañ, hag tud Bizantion o devoa taget ha drastet tiriadoù Hamdanid Mezopotamia Uhel ha norzh Siria.
E-kreiz ar bloavezh 960 e oa bet klasket gant priñs an Hamdanided profitañ e oa un darn eus Lu Bizantion o stourm a-enep Emirelezh Kreta, evit aloubiñ Anatolia. Deuet e oa a-benn da vont pell e proviñs Kappadokia. Pa oa o tistreiñ, e lu a oa bet tapet gant Leon Phokas en ode Andrassos. Peurzistrujet e oa bet ar vuzulmaned, Sayf al-Dawla a oa bet darbet dezhañ bezañ lazhet.
Goude trec'hioù lies Bizantion er bloavezhioù a-raok, emgann Andrassos a vez gwelet gant ar skolveuridi evel mammenn torr emirelezh an Hamdanided. Goude bezañ kollet tost holl e soudarded, gwanaet gant ar c'hleñved, Sayf al-Dawla ne oa ket mui bet tu dezhañ da argadiñ an tiriadoù eus an Impalaeriezh. Renet gant breur Leon Nikephoros Phokas, he doa kendalc'het an impalaeriezh da argadiñ, hag e 969 e oa bet aloubet Kilikia ha betek norzh Siria tro-dro Antioc'heia, hag an disoc'h a oa bet sujidigezh Aleppo.