Mont d’an endalc’had

Emgann Alclud Ford

Eus Wikipedia

Emgann Alclud Ford a c'hoarvezas war-dro 580 tost d'ur roudour dianav[1] e-kichen Alt Clut, deuet da vout Dumbarton, un anv a veze graet ivez eus rouantelezh Strathclyde, ur rouantelezh vrezhon a-raok savidigezh rouantelezh Bro-Skos er Grennamzer. Anavezet eo an emgann dre ziv varzhoneg gant Taliesin.

Hervez Talies e teuas ar roue angl Ulph da vrezeliñ hag e voe lazhet gant Urien map Cynfarch, roue Rheged (moarvat Cumbria pe Galloway), hag e vab Owain mab Urien, evel a zo skrivet e div varzhoneg. Marc'hegerien Rheged a stourmas ouzh argaderien Bernikia gant goafoù[2], pa oa o enebourien war droad[3]. Ulph a dle bezañ mab d'ar roue Ida Bernikia, ha moarvat Theodulf[4], da neuze e vije bet c'hoarvezet an emgann war-dro 574 pe war-dro 590, nemet e vije Frithuwald Bernikia[1], anavezet ivez evel Freothulf pe Frithuwald, ha neuze e vije c'hoarvezet emgann Alclud Ford war-dro 580.

En amzer-se e oa Rheged e barr he nerzh, hag armeoù Urien hag Owain a oa ar re greñvañ en Hanternoz Kozh .

  1. 1,0 ha1,1 Morris, John. The Age of Arthur AS Edition Phoenix 2004 ISBN 1-824212-477-3 p234
  2. Nicolle, David. Arthur and the Anglo-Saxon Wars Osprey Publishing 2006 ISBN 0-85045-548-0 p18
  3. Harrison, Mark. The Anglo-Saxon Thegn AD 449-1066 Osprey Publishing 1993 ISBN 1-855532-349-4 p12
  4. Ashely, Mike. The Mammoth Book of British Kings & Queens New York: Carroll & Graff 1998 ISBN 0-7967-0692-9 p274

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]