Mont d’an endalc’had

Embregerezh milourel prevez

Eus Wikipedia
embregerezh milourel prevez
lu amreoliek
Iskevrennad eusprivate security company Kemmañ
Tachenn obererezhioùprivate security industry Kemmañ
Arvezlu Kemmañ

Embregerezh milourel prevez pe embregerezh milourel ha surentez prevez a vez graet eus un embregerezh prevez hag a bled gant servijoù liammet ouzh ar brezel pe ar surentez. An embregerezhioù-se a ra "kevratourien surentez" pe "kevratourien vilourel prevez" eus o izili.

Ar servijoù hag ar vailhoni kinniget gant seurt embregerezhioù a zo damheñvel ouzh ar re a vez kinniget gant servijoù surentez, armeoù pe polis ar gouarnamantoù met alies ne vo ket ken ledan an dachenn oberiantiz. Ouzhpenn ar servijoù-se, an EMP a ginnig ivez servijoù gourdoniñ pe harpañ nerzhioù lu ar gouarnamantoù, met gellout a reont ivez bezañ dindan gevrat gant embregerezhioù prevez evit degas ur servij gwarded-korf evit pennoù an embregerezh pe evit gwareziñ tud arbennikaet, dreist-holl e tiriadoù dañjerus.

En desped da se, ar gevratourien a implij armoù war un dachenn brezel a c'hell bezañ gwelet evel e-maez lezenn hervez ar pezh a gaver e Kenemglevioù Geneva pe ar pezh a zo displeget e lezenn bodadeg vilourel 2006 Stadoù-Unanet Amerika[1].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]