Embregerezh korf arzel evit ar merc'hed

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
LogoLiseDiwan.jpg

Ar pennad-mañ a zo ul lodenn eus ur raktres kaset da benn gant Lise Diwan Karaez.


Krouet eo bet ar bajenn-mañ gant ul lisead·ez. Evit gouzot hiroc'h kit da welet amañ. Gallout a rit reizhañ ar pennad, met evit mad ar raktres e vefemp plijet mar rofec'h hoc'h ali diwar al labour (hag a vo priziet) bet graet gant al lisead·ez ; grit 'ta e pajenn ar gaozeadenn.


  • Pa vo bet bet kaset ar raktres da benn-vat ha goude ma vo bet reizhet ar pennad e vo mat tennañ kuit ar patrom-mañ.


Ar paramantoù a vez graet gante
en embregerezh-korf arzel evit ar merc'hed

An embregerezh-korf arzel a zo ur sport diaes a-walc'h hag a c'houlenn un nebeut a amzer evit dont a-benn d'ober troioù kempennet mat ha brav. Ouzhpenn-se e vez ret bezañ aketus-meurbet e-keñver ar surentez, rak ur sport dañjerus eo memestra. E Bro-C'hall, kavet e vez stummoù embregerezh-korf disheñvel an eil diouzh egen : evel an embregerezh-korf arzel evit ar baotred, an embregerezh-korf gant lusk pe c'hoazh an embregerezh-korf gwewr (pe akrobatek). E-pad ur gentel pe ur genstrivadeg e vez implijet 4 greiaj : ar marc'h-dibr, an divvarrenn digompez, an treust hag al leur. Daoust ma'z eo an embregerezh-korf ur sport arzel, arabat ankouaat ez eo ret kaout un nebeut a wevnder, braventez ha mestroniezh en teknikoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En henamzer, e-pad al lidoù-sakr, an dud yaouank a rae skournij war daolioù lamm e-koad ha troioù-ouesk all ; un doare da gregiñ al lid e oa. E-kerzh ar bloavezhioù hag ar geodedelezh, ez eo bet diorroet an troioù akrobatek, al lammoù ha dreist-holl ar gempouezenn ; a drugarez d'ar gomedianed hag d'ar furlukined a c'hoarie er straedoù evit dudiañ an dud : anvet int "c'hoariour krañv". An embleusterien a-vremañ a zo bet plijet kalz gant ar figurennoù bet graet ganto neuze tennet o deus gounit diouto. Ar ger embregerezh-korf a zeu eus ar ger gresian "gumnos" a dalvez noaz. Blamm d'an noazder-se n'o devoa ket ar merc'hed ar gwir da gemer perzh er c'hoarioù olimpek ha difennet e oa outo arvestiñ ouzh ar c'hoari zoken. Abalamour da-se eo bet kroget ar c'hoarioù olimpek evit ar merc'hed nemet er bloavezhioù 1928 en Amsterdam. E koulz ar bloavezhioù, lakaet eo bet e plas meur a reolenn evit ar merc'hed, da skouer : e-koulz ar genstrivadeg e Londrez, e-tro ar bloavezhioù 1945, eo bet erlec'hiet ar barrennoù a-stur gant an divvarrenn digompez, e-pad ar c'hoari-se, strapennet eo bet ivez an treust gant ul ledander 10 cm. Abaoe 1958, eo ret kaout ur sonerezh e-pad un heuliadenn war al leur.

Ar pevar greiaj disheñvel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An treust[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Un treust a-vremañ

War ar greiaj-mañ, graet e vez war 3 metrad hirder ha 10 cm ledander, a bep seurt troioù disheñvel da-heul un heuliadenn. Staliet eo an treust war-dro 1 metrad 25 eus al leur. An treust a zo ar greiaj lec'h ma'z eus ar muiañ a gouezhadennoù ; setu perak ar greiaj-mañ a c'houlenn un dolperezh bras e-pad amzer an heuliadenn gant ur c'hempouez a-bouez hag efedus. Evit dont a-benn d'ober ur figurenn pe ur fiñvadenn bennak war un treust, ret eo kaout ur bern a fiziañs ennout, mod-all ne fiñvez ket. A-raok, e-pad ar grennamzer, ar greiaj-mañ 'oa graet nemetken gant ur c'hef ront diblusket. Hiziv an deiz, an treust 'zo bet war-raok e-keñver e stumm.

Al leur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul leurenn embregerezh-korf

An araokadenn-mañ a vez graet war sonerezh e-pad 1 vunutenn 30, en ur ober heuliadennoù war al lusk gant figurennoù akrobatek. Graet 'vez ar greiaj-se war ur ballenn bras a-walc'h e hirder (12 metrad war 12). Kavet warnañ ur vandenn ruz: arabat d'an embleustrerien kerzhout warni e-kerzh ur genstrivadeg. War an danvez-se eo, e c'hell an embleustrerien diskouez o figurennoù arzelañ .

Ur marc'h-dibr

Ar marc'h-dibr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pal ar boelladenn-mañ, a zo lammat dreist ar marc'h-dibr gant sikour ur plankenn-lamm, en ur ober ur fiñvadenn akrobatek er memes koulz. Abaoe ar bloavezhioù 2001 ar marc'h 'zo bet erlec'hiet gant ur marc'h-dibr rak ledanoc'h eo ha kalz suroc'h. Ar marc'h-dibr a ra 1 metrad 25 a uhelder ha staliet eo e fin ur riboul 25 metrad. Evel al leur, ar marc'h-dibr a zo ur greiaj boutin gant embregerezh kork arzel evit ar baotred. Evit an embleustrerien ar marc'h-dibr a zo ar greiaj e-lec'h ma e vez an tremen ar buanañ.

Divvarrenn digompez

An divvarrenn digompez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War ar greiaj-se, graet 'vez etre div varrenn ront e koad, a-bep seurt figurennoù skournij. An div varrenn-mañ a zo kenstur an eil ouzh eben, met gant un uhelder disheñvel: ar varrenn vras 2 metrad 40 hag ar varrenn vihan 1 metrad 60. Ar fiñvadennoù pe an heuliadennoù graet war ar greiaj-mañ a zo brav kenañ dreist-holl: "an heol" (ar figurenn-mañ a zo un dro war ar varrenn vras e tu kontrol biroù an eurier). En embregerezh-korf arzel evit ar merc'hed, ar varrenn a zo ar greiaj e lec'h ma 'vez implijet an divrec'h nemetken. Ur greiaj fizikel-tre eo, rak e vez graet ar boelladenn-mañ nemet gant nerzh an divrec'h.

An embleustrerien vrudetañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emilie le Pennec.


Emilie Le Pennec[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bet ganet d'an 31 a viz Kerzu 1987, Emilie Le Pennec a oa un embleustrerez c'hall barrek-tre, dreist-holl war an divvarrenn digompez. Gounezet he devoa ur vedalenn aour er c'hoarioù olimpek eus Ker Aten e 2004, en divvarrenn digompez. Evit gourennadeg Europa er bloavezhioù 2005, Emilie he devoa gounezet div vedalenn ; an hini gentañ e aour evel just gant an divvarrenn digompez hag eben e arem gant al leur. Kroget he deus an embregerezh-korf arzel evit ar merc'hed d'he 7 vloaz, met abalamour d'he holl c'hloazadennoù he devoapaouezet an embregerezh-korf er bloavezhioù 2006/2007 da vat.

Nadia Comaneci[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d'an 12 a viz Du 1961, Nadia Comaneci a oa un embleustrerez o tont eus Bro Roumania. Hiziv an deiz he deus 5 medalenn e aour he doa gounezet e-kerzh ar c'hoarioù olimpek. Nadia eo ar plac'h nemeti, he deus bet an notenn wellañ 10/10 war an treust. Nadia he deus kroget an embregerezh-korf da 5 bloaz hag hiziv bevañ a ra c'hoazh diwar ar sport : gourdonerez embregerezh-korf arzel eo.

Catalina Ponor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet d'an 20 a viz Eost 1987, Catalina Ponor a oa un embleustrerez o tont eus Bro Roumania. He sport a oa an embregerezh-korf arzel hag he spesialded a zo an treust hag al leur. Kroget he deus an embregerezh-korf da 2 bloaz hanter ha paouezet he deus e miz du 2007, goude bezañ gounezet ur bern a vedalennoù. E 2004 e-pad gourenadeg Europa e Amsterdam, Catalina he deus gounezet meur a vedalennoù: 3 medalenn aour. E 2005 e-pad gourenadeg Europa e Debrecen (Bro Hungaria), Catalina a zo bet kampionez Europa war an treust. Catalina Ponor a chomo ur gampionez war an treust hag al leur eus an embregerezh-korf arzel.

Dilhad hag emzalc'h un embleustrer e-kerzh ur genstrivadeg pe ur gentel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar justakorioù disheñvel.

An dilhad a vez implijet e-kerzh ur gentel pe ur genstrivadeg a zo disheñvel-tre diwar e stumm hag e zalvoudegezh. E-pad ur genstrivadeg ret eo kaout ur justakor, blev staget betek fin ar genstrivadeg, bizeier ebet war-wel hag dreist-holl arabat kaout ur gomm-chokañ e-keñver ar surentez; padal e-pad ur gentel graet 'vez embregerezh-korf gant bizeier, gant blev distaget a-wechoù. Bez ez eus nemet ur reolenn pouezus da zerc'hel soñj e-pad ar genstrivadeg: arabat adlakaat e justakor e-kerzh un heuliadenn.

Seurtoù disheñvel embregerezh-korf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er bed a-bezh kavet 'vez seurtoù ha stummoù disheñvel-tre embregerezh-korf. Abaoe ar grennamzaer, an embregerezh-korf a zo bet war-raok e-keñver ar stumm d'ober. Hiziv an deiz kavet 'vez meur a seurt embregerezh-korf evel:

An embregerezh-korf evit ar baotred[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An embregerezh-korf evit ar baotred a zo ur sport e lec'h ma vez graet fiñvadennoù akrobatek war 6 greiaj disheñvel: al leur, ar marc'h korbell, an anelloù, ar marc'h-dibr, ar varrenn kenstur hag ar varrenn dalc'het. Gwelet 'vez eo tost-tre eus an embregerezh-korf evit ar merc'hed ,rak e vez adkavet greiajoù a vez implijet evit ar merc'hed.

An embregerezh-korf luskellus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un embleustrer gant ur c'helc'h.

An embregerezh-korf luskellus a zo un embregerezh-korf ispisial rak e vez implijet meur a beñveg evel: ur c'helc'h, ur ruban, ur benndog hag ur volotenn. An embregerezh-se a zo da gentañ-penn evit ar merc'hed, rak ur sport gant kalz a dañsadur eo. E-keñver ar genstrivadeg, an embleustrerien a zo dre 5 pe o unan-penn.

An embregerezh-korf[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Akrosport pe embregerezh-korf akrobatek, a zo ur embregerezh-korf arzel, mesket etre dañs, embregerezh-korf war al leur ha sirk. Ur sport-diaes a-walc'h eo memestra rak, ret eo kaout fiziañs gant an douger pe ar cheter. Graet 'vez an embregerezh-mañ diwar sonerezh dre 2 pe 4 den; e pep kouplad ret eo kaout un douger,ur voltijer hag ur parer ma 'vez ezhomm. Er sport-se eo ret dont a-benn d'ober figurennoù statek hag figurennoù nerzhoniezh.