Mont d’an endalc’had

Ely (Cambridgeshire)

Eus Wikipedia
Ely
Cathedral city
Iliz-veur Ely gwelet eus ar gevred
Anv ofisiel Ely
Statud Cathedral city
Riez Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Bro Banniel Bro-Saoz Bro-Saoz
Rannvro East of England
Kontelezh Cambridgeshire Cambridgeshire
Douaroniezh
52°23′53″ N • 00°15′44″ R
Ely

Lec'hiadur Ely e Cambridgeshire


Gorread 180 km²
Uhelder 28 m
Poblañs 19 200 den (renabl 2021)
Stankter 107 den/km²
Melestradur
Kod pellgomz (+44) 01350
Kod post CB6 • CB7
Internet visitely.org.uk

Ely (/'i:li/ Ely ) zo ur gêr e Bro-Saoz, e distrig ar reter kontelezh Cambridgeshire. Ur gumun (civil parish) eo da-geñver ar melestradur nann-relijiel ; cathedral city eo he statud da-geñver Kurunenn ar Rouantelezh-Unanet, da lavaret eo ez eo sez un eskopti en Iliz Bro-Saoz. Unan eus koshañ ilizoù-meur Breizh-Veur zo e kêr.

Lec'hanvadurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Den ne oar diarvar petra eo orin ha ster an anv Ely.
Teir gwezh e kaver meneg eus kêr Elge dindan pluenn ar manac'h saoz Beda Venerabilis (672-735) e pennad XIX e Historia ecclesiastica gentis Anglorum ("Istor ilizel ar bobl saoz"), skrivet e latin e-tro ar bloaz 731[1] :

§ 309 lin. 15 : Post annum vero ipsa facta est abbatissa in regione, quæ vocatur Elge
"Bloaz diwezhatoc'h e teuas [santez Æthelthryth] (anvet Etheldreda ivez, hag Audrey) da vezañ abadez er rannvro a anver Elge"
§ 311 lin. 16 : [...] jussitque quosdam fratribus quærere lapidem, de quo locellum in hoc facere possent : qui ascensa navi, (ipsa enim regio Elge undique est aquis ac paludibus circumdata, neque lapides majores habet,) [...]
[...] "ha lod breudeur a yeas da glask ur maen ma c'hellfent sevel ul lec'h bihan warnañ ; goude pignat en ur vag (rak gronnet eo korn-bro Elge gant dourioù ha geunioù, n'eus maen bras ebet eno,)" [...]
§ 314, lin. 17 : Est autem Elge in provincia Orientalium Anglorum regio familiarum circiter sexcentarum, in similitudinem insulaæ, vel paludibus, ut diximus, circumdata, vel aquis, unde et a copia anguillarum, quæ in iisdem paludibus capiuntur, nomen accepit ;
"Emañ Elge e proviñs Angled ar Reter, ur c'horn-bro war-dro c'hwec'h kant tiegezh enni, par d'un enez, gronnet gant geunioù, evel hon eus lavaret, pe gant dourioù, alese e anv diwar an niver bras a sili a vez tapet er geunioù-se end-eeun ;"

N'eo ket Elge un anv latin evit doare ; hogos an holl skridoù latin goude a ra gant Elia, Eli pe Heli ; Elig a lenner koulz en dielloù hensaoznek hag en Anglo-Saxon Chronicle.
Hervez ar c'helenner Walter W. Skeat (1835-1912) e teufe an anv Ely eus ēlġē, "distrig ma 'z eo puilh ar sili (eels e saozneg)", en hensaozneg Rouantelezh Northumbria[2]. Pan eo splann a-walc'h lodenn gentañ ar ger, ël-, a zeu eus an hensaozneg ǣl "silienn"[3], nepred n'eo bet kavet al lostger -ġē en e unan, a c'hellfe bout kar d'an alamaneg Gau "distrig". Da soñj meur a ouizieg e voe lakaet ur vogalenn ouzhpenn er ger ēlġē, a droas da ēliġē ; diwar ar stumm nevez-se e vefe ur ster nevez, "enez ar sili" (Eel Island)[4].

N'eo ket diskoulmet ar gudenn avat, pa 'z eus meur a ginnig all.

  • Meneg zo eus anguillarum Hely dindan pluenn ar sentvuhezour John Capgrave (1393-1464) ; Anguillæ eo anv kêr Ely e 1626 e mortuajer an eskob Nicholas Felton[5].
  • Ar yezhoniour Keith Bailay, en e bennad a-zivout -ġē e dibenn lod anvioù-lec'h, a verkas e vefe direizh ar stumm Ely mar befe ēlġē ar gerdarzh anezhañ rak pell emañ ar gêr-se diouzh an takadoù ma 'z eus lec'hanvioù a vefe stummet heñvel ; ouzhpenn se, emezañ, n'eus skouer all ebet eus al lostger -ġē stag ouzh anvioù pesked.

Elig avat eo ar stumm paotañ en hensaozneg, zoken en dativ a zeu war-lerc'h meur a araogenn, ma vefe Elige ar stumm reizh mar befe īġ "enez" ster al lostger. En enep da gement anv-lec'h "enez" a zo tro-dro da Ely eo kement-se[6].

  • An istorour Mac Dowdy eus Skol-veur Cambridge – hag o chom en Ely – a ginnigas e 2012 ur gerdarzh a zo dianav a-grenn da gement silienn a zo, peogwir ne oa ket eus ar ger hensaoznek ǣl d'ar mare ma voe diazezet kêr : anguilla, anguilles e oa anv ar pesked-se betek ar bloavezhioù 1300. Eus Elysium, ar ger latin evit "baradoz" (gwennva an harozed hag an dud vertuzus goude o zremenvan) e teuje Ely kentoc'h, dre verradur. Da skorañ ar c'hinnig-se e ra meneg eus ur skrid gant Ovin, chambarlank Æthelthryth, ma teskriv Ely evel ul lec'h hen pouezus-meurbet a-fet speredelezh evit tud ar c'horn-bro, ur baradoz (« a paradise » ; diwezhatoc'h e voe kemmet paradise el latin elysium gant kroniker Wilfrid, eskob York adalek 664 betek 678[7].
  • Kelted vrezhon a oa gwezhall el lec'h ma 'z eo bet savet Ely ; kinniget ez eus bet e teufe an anv eus ar ger predenek helig (helyg e kembraeg, "haleg" e brezhoneg) pe eus heli "dour-holen" ("hili" e brezhoneg) abalamour d'an dour-mor a zeu da vagañ ar geunioù gwezh ar mare.
Enez Ely e 1880

Ar poulloù mengleuz pri eus ar Juraseg anvet Roswell Pits, a zo 1,6 km a-vaez eus kêr Ely, a veze korvoet en XIXvet hag XXvet kantvedoù ; meur a zaougleureg, ammonit, belemnit a voe kavet e-kerzh ar c'hleuzañ, a-gevret gant kelan peuzklok ur pliosaor, un dinosaor eus ar rummad Plesiosauria (stlejviled-dour)[8].

Tud a oa oc'h annezañ Enez Ely ken abred ha Krennoadvezh ar maen ; binvioù sileks eus Nevezoadvezh ar Maen zo bet kavet, koulz hag ur vouc'hal ha penn ur goaf eus Oadvezh an Arem. Muioc'h a roudoù zo deuet betek ennomp eus Oadvezh an Houarn. Ar Romaned o deus lezet testenioù ivez, pezh a ziskouez e vezent eno (a vare da vare da vihanañ) etre ar bloaz 43 hag ar bloaz 409 ; un annez roman a oa e Little Thetford, ur 5 km bennak er su da Ely[9].

Er bloaz 673[10] e voe diazezet un abati evit gwazed ha maouezed war enez Ely, lec'hiet 1,6 km en norzh da gêriadenn Cratendune, ha lakaet dindan gwarez Æthelthryth, ur verc'h d'ar roue Anna East Anglia (~636-654). Pa varvas Æthelthryth e 679 e voe beziet e-kichen an iliz, ma voe beziet a-nevez diwezhatoc'h.
Distrujet e voe an abati e 870 gant Vikinged deuet eus Danmark ; pa zistroas korn-bro Ely dindan beli saoz e-kerzh ren ar roue Ēadgār (~943-975) e voe adsavet un abati, evit menec'h hepken, hag adlakaet dindan gwarez Æthelthryth e 970 gant Ethewold, eskob Winchester[11]. Kement a vadoù a voe dastumet gant an ebed ma voe lakaet Ely d'an eil pinvidikañ manati e Bro-Saoz en Domesday Book bet savet e 1086.

War Cherry Hill ("Run ar C'herez") emañ lec'h kastell Ely, a oa ur voudenn norman he doare, bet savet gant ar roue William I (~1028-1087) e 1070 evit merkañ e veli war Enez Ely[12] a-c'houde emsavioù a-enep an Normaned kaset gant Morcar, 8vet kont Northumbria ha Hereward the Wake[13] ; ur granenn 12 m a uhelder ha 76 m he zreuzkiz eo, damheñvel ouzh kastell Cambridge.

Simeon († 1093), dekvet abad an abati nevez, a voulc'has savidigezh an iliz-veur e 1083[14], a badas betek freuzidigezh an abati e 1539 e-kerzh an Disivoud protestant. Espernet e voe an iliz abalamour ma oa unan veur, met kalz kinkladurioù krennamzerel a voe distrujet ; meur a savadur stag ouzh an abati a chomas ivez, marteze en abeg ma ne veze ket klask war douaroù pe war mein-ben[10].

A-viskoazh e oa bet Ely ur greizenn evit ar c'henwerzh, met da gêr-varc'had e voe savet ent-ofisiel e 1224 dre ul litterae clausae ("lizher serr"[15]) kaset d'an eskob gant ar roue Henry III[16]

XVIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude kadoridigezh ar rouanez katolik Mary Tudor e 1553 e voe adskoulmet an darempredoù etre Roma hag Iliz Bro-Saoz ; ar pab Jul III neuze a reas ar strivoù kentañ evit lakaat e pleustr an adaoz katolik a oa bet divizet gant Paol III da-geñver Sened-Iliz Trento[17]. Kerkent ha 1553 e voe nullet an holl lezennoù a-fet relijion a oa bet embannet dindan ar roue Edward VI (ren : 1547-1553). Ret e voe d'ar brotestanted dibab etre divroañ, treiñ d'ar gatoligiezh pe bout kastizet-garv. Kalz tud a voe harluet, ha kantadoù a zisivouderien a voe devet war buchedoù, alese al lesanv Bloody Mary "Mari Wadek" a voe roet d'ar rouanez[18]
Meur a zen a voe devet en Ely. Nac'het e voe lakaat ur blakenn-eñvor war Palace Green e-kichen an iliz-veur[19] ; e 2011 avat e voe staliet unan gant Kuzul kêr, met a-rez an douar emañ, en ur c'hogn teñval, hag hogozik diwelus.

XVIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An ti ma chomas Oliver Crowell en Ely

An den a Stad Oliver Cromwell (1599-1658) a vevas en Ely adalek 1636 betek 1646, en un domani en devoa bet dre hêrezh digant e eontr Sir Thomas Steward[20]. Un tailhanter e oa O. Cromwell d'ar mare-se, hag unan eus gouarnourien an aozadur Thomas Parsons' Charity, a oa oberiant abaoe 1445[21],[22].

En Ely e voe staliet e 1687 unan eus ar c'hentañ workhouses ("tiez-labour") e Breizh-Veur, da lavaret eo tiez bras ma voe lojet ar beorien ha roet labour dezho, nezañ gloan evit stammennoù en degouezh-se ; gant moneiz e veze gopret an dud, n'eo ket gant marc'hadourezhioù. Un ti-labour a-ratozh a voe savet e 1735 evit 35 den. Pevar zi all a voe d'e heul, en o zouez Holy Trinity (1738-1956, 80 den ennañ) hag an Ely Union Workhouse, savet e 1837, betek 300 den ennañ. D'un ospital e troas hemañ diwezhañ e 1948 kent bout ur c'hendi[23].

XVIIIvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An istorour William Camden (1551-1623) e Britannia (1587), ar veajourez Celia Fiennes (1662-1741) e Journeys (1702), ar skrivagner Daniel Defoe (~1660-1731) e Tour through the Eastern Counties of England (1722), an deizlevrour John Byng (1743-1813) en A Tour into Lincolnshire (1791), an holl a gontas diskar Ely a-c'houde bosenn| ar bloaz 1349, an Adreizhañ hag a gasas da zistruj an abati e 1539, an digresk er c'henwerzh, liñvadennoù bras The Fens ha Brezel diabarzh Bro-Saoz er XVIvet kantved. Fall-tre e oa stad Ely e dibenn ar c'hantved-se[24] ha pelloc'h – « ur gêrig truezus », evel a skrivas William Cobbett :

Ely is what one may call a miserable little town: very prettily situated, but poor and mean. Everything seems to be on the decline, as, indeed, is the case everywhere, where the clergy are the masters.
"Ar pezh a c'heller envel ur gêrig truezus eo Ely : brav-tre he lec'hiadur, hogen paour ha paour. Pep tra a hañval bout war ziskar evel, e gwirionez, a c'hoarvez e kement lec'h ma vez ar gloer o ren."

Rural Rides, , p.230

XIXvet kantved

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Mae 1816 e tarzhas en Enez Ely un emsavadeg broudet gant an dilabour hag er c'hresk e priz ar greun, evel ma c'hoarvezas e lec'h all e Bro-Saoz a-c'houde Brezelioù Napoleon. Tri devezh e padas, eus an 22 betek ar 24, ha 24 emsaver a voe kondaonet : 19 anezho a voe harluet, ar 5 all a voe lazhet d'ar 28 a viz Mezheven [25].

Adalek m'eo bet savet da eskopti e 1109 ez eo bet lakaet Ely d'ur gêr hervez an hengoun, daoust dezhi na vout unan ez-ofisiel a-raok 1974.

Koulskoude, ar c'hartennour John Speed (1552-1629) a embannas e 1611 un atlas ma komz eus Ely evel eus ur gêr[26].
The city of Ely eo ivez dindan pluenn John Aikin e 1788[27].
Daoust da Ely na vout ur gêr e voe ratreet he iliz-veur etre 1847 ha 1878 gant an tisavour George Gilbert Scott[28].
Gouarnet e voe Ely adalek 1850 betek 1894 gant ur C'huzul en em anve City of Ely Local Board ; adalek 1894 betek 1974 e voe meret Ely gant ar City of Ely Urban District Council[29]

D'ar 1 a viz Ebrel 1974 e voe deroet ar stadud ofisiel a gêr da Ely gant ar rouanez Elizabeth II[30]. Unan eus kêrioù ofisiel bihanañ ar Rouantelezh-Unanet eo.

  • ██ Harzoù kêr
  • ██ Takad kêriekaet
  • ██ Maezioù
  • ██ Parkeier
  • Maen-raz eus ar Juraseg eo an dachenn e kornôg Cambridgeshire, tra ma 'z eo kleiz eus ar C'hleizeg a zo er reter. Er c'hreiz emañ an uheldirioù a anver Isle of Ely, "Enez Ely", anezho douaroù eus ar C'hleizeg Izel toget gant pri meinek a ya da stummañ an doare inizi m'emañ holl gêrioù ar c'horn-bro. Uheloc'h eo an inizi-se eget an douaroù plaen a zo tro-dro dezho hag a stumm ar gompezenn vrasañ a chom e Breizh-Veur eus mare ar Juraseg. War lec'h uhelañ ar gompezenn-se (28 m a-us live ar mor) emañ kêr Ely[31].

    The Fens, "ar Geunioù", a reer eus ar rannvro m'emañ Ely, hag a zo etre Lincoln er gwalarn, Peterborough er mervent, Cambridge er su, Mor an Hanternoz er biz.

    A-raok ar XVIIvet kantved e voe stummet ar geunioù izel a zo tro-dro da Enez Ely, dre zonedigezh dour dous ha dour mor a-bep-eil. E-tro 16 000 km² eo gorread diazad stêrioù bras ar c'horn-bro, da lavaret eo pemp gwezh hini ar geunioù ac'h eont da vagañ dre zizourañ[32].
    P'edo ar skrivagner saoz Daniel Defoe o veajiñ dre Reter Bro-Saoz e 1722 e skrivas kement-mañ :

    As we descended westward we saw the Fen country on our right, almost all covered with water like a sea, the Michaelmas rains having been very great that year, they had sent down great floods of water from the upland countries, and those fens being, as may be very properly said, the sink of no less than thirteen counties—that is to say, that all the water, or most part of the water, of thirteen counties falls into them; they are often thus overflowed.
    "P'edomp o tiskenn trema ar c'hornôg e weljomp bro ar Geunioù war hon tu dehou, hogos goloet-holl gant dour evel ur mor, pa oa bet puilh-kenañ glaveier Gouel Mikael er bloaz-se, kementadoù bras a zour o devoa kaset d'an traoñ a-ziwar an uheldirioù, ha peogwir ez eo ar geunioù-se, evel ma c'heller lavaret gant gwir-gwir abeg, dar trizek kontelezh d'an nebeutañ – eleze holl zourioù, pe an darn vrasañ eus dourioù, trizek kontelezh a gouezh enno ; alies e vezont liñvet neuze."[33]


    E 1774, ar beleg en Iliz Bro-Saoz John Wesley (1703-1791) a skrivas a-zivout tostaat da Ely :

    About eight, Wednesday, 23, Mr. Dancer met me with a chaise and carried me to Ely. Oh, what want of common sense! Water covered the high road for a mile and a half. I asked, "How must foot-people come to the town?" "Why, they must wade through !"
    "War-dro eizh eur, d'ar Merc'her 23 a viz Du, an ao. Dance a gejas ouzhin gant ur c'habrioled hag am c'hasas da Ely. O, nag ur c'hoant a skiant voutin ! Dour a c'holoe an hent a-hed 2,4 gilometr. Goulenn a ris « Penaos e c'hall an dud war droad erruout e kêr ? » « Ma, ret eo dezho treuziñ en ur vourbouilhat ! »[34]

    Taouarc'h a grouas e dour dous ar geunioù hag ar poulloù endra zilavas lec'hid dre fiñv gorrek an dour mor. A-hed ar XVIIvet kantved e voe dizouret ar geunioù, ha dizouret e vezont c'hoazh hiziv an deiz.

    Daoust da Ely bout gronnet gant geunioù ez eo an hin eno hini Cambridgeshire en he fezh, da lavaret eo unan eus ar re sec'hañ e Breizh-Veur : 600 mm a zour-glav a gouezh well-wazh bep bloaz eno ; Essex hepken a vez sec'hoc'h a-wezhioù[35]. Gwarezet eo Cambridgeshire diouzh avelioù fresk an arvor, tomm e vez en hañv ha yen er goañv[35].

    Setu amañ keidennoù ar gwrezverkoù hag ar c'houezhadurioù (glav, erc'h) a zo bet muzuliet en National Institute of Agricultural Botany (NIAB), a zo 4,8 km a-vaez da greiz-kêr Cambridge ha 26 m a-us live ar mor[36]

    Poblañsouriezh

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    En Domesday Book (1086) ez eus ur renabl eus poblañs parrez Ely hag a gontas 110 tiegezh[23], maeziat an darn vuiañ anezho[37]. Ur renabl all e 1251 a gontas 345 tiegezh er barrez (+314%)[23] ; maeziat e chome ar boblañs, met krog e oa da stummañ kêr Ely[37]. Er bloaz 1416 e oa 457 lec'h annezet e kêr (+132%), ha kalz straedoù a oa dija, stummet evel m'emaint bremañ[37]. E 1563 e voe renablet 800 tiegezh (+175%, eleze ur c'hresk a 727% etre 1086 ha 1563), ha 3 000 den en holl e 1753[23].

    Poblañsouriezh 1801 – 2021
    Ne voe renabl ebet e 1941 en abeg d'an Eil Brezel-bed.

    1801-1891

    1901-2021

    Mammennoù

    A-viskoazh ez eo bet labouret douaroù korn-bro Ely, evel m'emañ an darn vrasañ anezhañ hiziv c'hoazh ; nebeut-tre a c'hreanterezh zo bet, diazezet war maenadoù : fosfat (PO43−), grouan, kleiz, pri-douar ha traezh a veze labouret gwezhall[38].

    Peogwir ez eo Ely un enez gronnet gant geunioù ha poulloù-dour, pesketaerezh ar sili a oa hollbouezus evit magadur menec'h an abati hag an dud a oa en e zalc'h. Da vuzuliañ talvoudegezh kêriadennoù en o fezh zoken e talveze ar sili, hervez an Domesday Book[39].

    A-raok ma vefe dizouret ar geunioù er XVIIvet kantved, Ely a oa ur greizenn evit kenwerzh marc'hadourezhioù graet diwar haleg, raoskl ha broen, ha hini jiboez pluñv[40].

    Pri-douar eus ar Mezozoeg[41] a veze dastumet er c'horn-bro evit derc'hel glannoù ar stêrioù e ratre, ha pri-douar eus ar C'hretaseg Izel[42] o tont eus Roswell Pits, e reter Ely, evit fardañ podoù[43].

    Taouarc'h a veze korvoet ivez : da ober tan e veze implijet hini an taouarc'hegi, ha da sevel tiez hini al lannegi ; adalek 1850 ha 1890 e veze dastumet nozelennoù fosfat tro-dro da Ely evit strujusaat ar parkeier, ar pezh a oa pouezus evit labourerien ar c'horn-bro[44].

    E 1925 e voe digoret e Queen Adelaide, 3 km diouzh kreiz-kêr Ely, unan eus brasañ labouradegoù beterabez da ober sukr a oa e Bro-Saoz[45]. E 1981 e voe klozet, met hiziv c'hoazh e c'hounezer beterabez en Ely[46].

    Lidambroug an Eel Day e 2007

    Gouelioù bloaziek

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Foarioù bloaziek zo bet dalc'het en Ely abaoe an XIIvet kantved[47]. Sizhunvezh Santez Etheldreda, an 23 a viz Mezheven o vout ar c'hreiz anezhi, a voe deroet ez-ofisiel gant ar roue Henry II d'an abati ha d'ar gouent d'an 10 a viz Here 1189[16]. Div foar all a veze dalc'het bep bloaz : pemzektez e pade hini Saint Lambert, bet deroet e 1312, ha 22 zevezh e pade hini Yaou-Bask, adalek 1318. Paouezet e oa bet gant foar Saint Lambert en XVIIIvet kantved, met dalc'het e vez c'hoazh an div all hogen kalz berroc'h int hag kemmet eo bet an deiziadoù[48].

    Pemp abadenn vloaziek a vez en hon amzer : Lidambroug an Eel Day ("Devezh ar Silienn"), Eel Festival, abadenn veur an Ely Horticultural Society (Great autumn Show) abaoe 1927), tanioù-arvest (abaoe 1974), hag Aquafest (abaoe 1978).

    Ar Stained Glass Museum en iliz-veur Ely eo ar mirdi nemetañ er Rouantelezh-Unanet a zo gouestlet d'ar gwerelloù ; kinnig a ra un dastumad ledan a bezhioù, eus an XIIIvet kantved betek bremañ[49].

    E The Gaol, toull-bac'h kozh kêr, emañ Ely Museum, ma tesker a-zivout Istor Ely ha The Fens, adalek ar ragistor betek hon amzer[50].

    Ti Oliver Cromwell en Ely a c'heller gweladenniñ ; un diskouezadeg diwar-benn Cromwell ha Brezel diabarzh Bro-Saoz zo ennañ.

    Monumantoù ha traoù heverk

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    Savadurioù relijiel

    Cathedral Church of the Holy and Undivided Trinity and St Etheldreda eo anv ofisiel iliz-veur Ely[51]. "Lestr ar Fens" eo he lesanv, peogwir e valir a-us ar geunioù izel ha kompez a zo tro-dro dezhi.

    Er bloaz 1093 e voe boulc'het he sevel. E 1108 e voe krouet an eskopti diwar hini Lincoln, ha bloaz war-lerc'h e voe anvet an eskob kentañ, Herve le Breton († 1131). Ne oa ket digor an iliz-veur d'an dud avat, pa ne voe peuzechuet nemet 116 vloaz diwezhatoc'h, e 1189[52].

    D'an 22 a viz C'hwevrer 1322 e kouezhas an tour norman en e boull ; un tour-letern[53] gotek a voe savet en e lec'h, skoret gant an Octagon ("Eizhkorn") 400 tonennad prenn ha plom ennañ[52]. Er bloaz 1351 e voe echuet al labour.

    Emañ Cambridge, ma n'eus iliz-veur ebet, en eskopti Ely eo 3 903 km² e c'horread ; 335 iliz zo meret gantañ e Cambridgeshire war-bouez un darn vras eus Peterborough (a zo un eskopti ivez) met gant teir farrez er su hag a zo en eskopti Chelmsford (Essex). Ouzhpenn un nebeud parrezioù en eskopti Peterborouhg e ver hini Ely un nebeud e rann gornôgel kontelezh Norfolk, hag ur barrez e Bedfordshire[54].

    Meur a iliz, chapel hag azeuldi all zo en Ely, en o zouez St Mary's Church, bet savet e deroù an XIIIvet kantved en enor da sant Eustace, pempvet eskob Ely ; Countess Free Church, un azeuldi bet savet e kreiz-kêr er bloavezhioù 1700 ; ar chapel hentennour, bet savet e 1818 ha ratreet e 1891 ; ar chapel badezourien Salem (1840) ; an iliz St Peter-in-Ely (1890) ; an iliz katolik St Etheldreda (1903).

    Savadurioù nann relijiel
    • 182 savadur rummataet zo en Ely hervez an Historic England Archive[55].
    Kanol
    Ar c'hanol e Palace Green

    Ur c'hanol zo war ziskouez e Palace Green, er c'hornôg d'an iliz-veur hag er gwalarn da balez an eskob. Paket e oa bet digant ar Rused e-kerzh Brezel Krimea da-geñver Seziz Sevastopol (1854-1855) ha profet da Ely gant ar rouanez Victoria e 1860 evit merkañ krouidigezh an unvez Ely Rifle Volunteers ("Fuzuilherien a-youl-vat Ely").
    Teuzet eo bet e 1802 el labouradeg Alexandrovskyi e Petroskoi, renet gant an ijinour saoz Charles Gascoigne (1737-1806).
    Staliet eo war ur marc'h en houarn. Engravet er marc'h-se emañ e berzhioù : 8726 eo e niverenn steudad ; 252 bud[56] (4,427 zonenn) zo ennañ ; 14 kg eo e c'hobari.

    Maen-bonn o verkañ harzoù Ely er mervent abaoe 1852

    Un hent roman anvet Akeman Street[57] zo bet etre Wimpole (Cambridgeshire) ha Brancaster (Norfolk) dre Gambridge, Stretham, Ely ha Denver[58]. En e zanevell a-zivout Ely e 1416-17, John Fordham, 22vet eskob Ely, a ra meneg eus un hent reter-kornôg anvet Akermanstrete pe Agemanstrete[59] ; Egremont Street, er gwalarn nepell diouzh an iliz-veur, a oa anvet Akerman Street gwezhall, gwir eo, hogen dre fazi moarvat peogwir e vefe a-skouer gant an hent roman heñvelanvet etre Wimpole ha Brancaster[60].

    Hentoù a oa ivez er Grennamzer a-dreuz ar geunioù. Clement of Thetford, ur c'hontaouer, a gont e dielloù iliz-veur Ely ar beajoù a voe graet e 1291 ha 1292 evit prenañ rikoù, en o zouez betek Reach (23 km dre hentoù hiziv) davit dir ha houarn, betek Barnwell (26 km) davit ahelioù-karr ha rodoù, betek foar Bury St Edmunds (40 km) davit riz, sukr ha pourvezioù all, betek Boston (Lincolnshire, 82 km) davit gwin, ha zoken betek Londrez (126 km) davit rikoù evit an dilhad relijiel hag evit paeañ tailhoù[61]. Dre stêrioù e veze graet darn eus ar beajoù-se hep mar ebet.

    Hiziv emañ Ely war an hent-tizh A10 London–King's Lynn[62] ; 100 km zo etre London hag Ely, 45 km etre Ely ha King's Lynn.

    Hentoù-houarn

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    War an hent-houarn anvet Fen Line emañ Ely. E 1845 e voe digoret an troc'had Cambridge-Ely, hag e 1847 e voe echuet sevel ar porzh-houarn[63].
    Pemp linenn vras zo adalek Ely : ar Fen Line (Cambridge er su, King's Lynn en norzh), al linenn da Norwich er reter, da Ipswich er gevred ha da Betersborough er gwalarn ; Londrez a c'heller tizhout dre Gambridge.
    Peder c'hompagnunezh a gorvo ar rouedad-se : CrossCountry, East Midlands Railway (EMR), Govia Thameslink Railway (GTR) dindan ar merk Great Northern, ha Greater Anglia,

    Pouezus eo bet ar stêrioù en Istor korn-bro Ely a-fet treuzdougen ; evit ar blijadur dreist-holl e vezont arveret hiziv.
    Ar stêr Great Ouse, 230 km dezhi, a dremen dre Ely hag a ro un digor war Mor an Hanternoz en he genoù nepell diouzh King's Lynn en norzh ; ar stêr Cam a red eus Cambridge er su a-hed 65 km betek kemberiñ gant ar Great Ouse er su da Ely. Ur porzh a oa war ar Great Ouse en Ely er Grennamzer[64] ; dre ar Great Ouse ec'h erruas ar roue Knut II Danmark (~990-1035) eno da-geñver gouel Maria ar gouloù[65].

    E 1753, ar menteour Edmund Carter († 1788) a laka an Ouze en Ely d'an hent pennañ trema er mor e King's Lynn koulz ha war-du kontelezhioù Norfolk ha Suffolk ; tri devezh ar sizhun e veze kaset al lizheroù gant ar post dre ar stêr etre Cambridge hag Ely[66].

    Ely City Football Club (Ely FC), lesanvet The Robins ("Ar Boc'hruzed")[67] zo ur c'hleub mell-droad a oa bet krouet e 1885.

    Un dachenn verrbad evit redadegoù milgon a voe staliet e kêr er bloaz 1933.

    Kleub roeñviñ Skol-veur Cambridge zo perc'henn war ul lec'h da virout bigi war glann ar stêr Great Ouse, hag eno e pleustr evit ar redadeg vloaziek enep kleub Skol-veur Oxford.

    Abaoe miz Gwengolo 1955 ez eo gevellet Ely gant Ribe, ar gêr goshañ a zo e Danmark[68].

    Levrlennadur

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]
    • (en) BGS (kartenn). Ely – Solid and Drift Geology Map. Keyworth, Nottinghamshire : British Geological Survey, 1980 (ISBN 978-0-7518-0573-4).0
    • (en) Blakeman, Pamela. The Book of Ely. Newick : Quotes, 1990 (ISBN 978-0-86023-466-1)
    • (en) Carter, Edmund (1753). The History of the County of Cambridge, from the Earliest Account to the Present Time. London : Forgotten Books, 2017 (ISBN 978-1-5277-5612-0)En-linenn (pp. 64-124) @ Internet Archive. Kavet : 12 Du 25..
    • (en) Dorman, Bernard E. The Story of Ely and its Cathedral. Norwich : Black Horse, 1986 (ISBN 978-0-9500067-3-4).
    • (en) Ekwall, Eileirt. The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Oxford : Oxford University Press, 1960 (ISBN 978-0-19-869103-7).
    • (en) Fairweather, Janet. Liber Eliensis: A history of the Isle of Ely from the seventh century to the twelfth. Martlesham : The Boydell Press, 2005(ISBN 978-1-84383-015-3).
    • (en) Gallois, R. W. & al. Geology of the Country around Ely: Memoir for 1:50,000 Geological Sheet 173 (England and Wales). London : British Geological Survey, 1988 (ISBN 978-0-11-884395-9).
    • (en) Gillingham, John. Portrait of a Soldier: Cromwell. London : Weidenfeld & Nicolson, 1976 (ISBN 978-0-297-77148-7)
    • (en) Meadows, Peter. A History of Ely Cathedral . Cambridge : Boydell Press, 2008 (ISBN 978-0-851-15945-4).
    • (en) Miller, Edward. The Abbey and Bishopric of Ely. Cambridge : Cambridge University Press, 1969 (ISBN 978-0-521-07778-1).
    • (en) Mills, A. D. A Dictionary of British Place-names. Oxford : Oxford University Press, 2011 (ISBN 978-0-19-960908-6).
    • (en) Pepin, David. Cathedrals of Britain. Oxford : Bloomsbury, 2016 (ISBN )978-1-78442-049-9}}.
    • (en) Pevsner, Nikolaus. The Buildings of England: Cambridgeshire. London : Penguin Books, 1999 (ISBN 978-0-14-071010-6).
    • (en) Reaney, P. H. The Place-names of Cambridgeshire and the Isle of Ely. Cambridge : Cambridge University Press, 1943 (ISBN 978-0-521-04912-2)
    • (en) Summers, Dorothy. The Great Level: A History of Drainage and Land Reclamation in the Fens. Newton Abbot : David & Charles, 1976 (ISBN 978-0-7153-7041-4).
    • (en) Watts, Victor. The Cambridge Dictionary of English Place-names. Cambridge : Cambridge University Press, 2007 (ISBN 978-0-521-16855-7).

    Liammoù diavaez

    [kemmañ | kemmañ ar vammenn]

    Commons
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

    1. (la) (en) Beda Venerabilis ; Stevenson, Joseph (rakger). Historia ecclesiastica gentis Anglorum. London : Sumptibus Societatis, 1838, pp. 291, 292 ha 294 • En-linenn @ Internet Archive. Kavet : 12 Du 2025.
    2. Skeat 1901.
    3. (en) Etymonline. Kavet : 12 Du 25.
    4. Reaney 1943, pp. 213–14 ; Ekwall 1960, p. 166 ; Mills 2003, p. 178 ; Watts 2004, p. 215.
    5. (en) Fenland Notes & Queries, levrenn II, 1894, § 403 @ Hathi Trust. Kavet : 12 Du 25.
    6. (en) Bailey, Keith. Some observations on , gau, and gd. In : Journal of the English Place-Name Society, levrenn 31 (1999), pp. 63-76 • The Journal of the English Place‑Name Society. Kavet : 12 Du 25.
    7. (en) Mansfield, Daniel. Cambridge academic has new theory on how Ely got its name @ Ely Standard, 27/12/2012. Kavet : 12 Du 25.
    8. (en) Stubbington, Paul. Ely Master Plan. London : Urbed, 2008, p. 2, § 2.2. Kavet : 12 Du 25.
    9. (en) Romano-British settlement, Little Thetford @ Heritage Gateway. Kavet : 12 Du 25.
    10. 10,0 ha10,1 Diocese of Ely.
    11. Miller 1969, p. 8.
    12. County 1953.
    13. Pevsner 1999, p. 380.
    14. Pevsner 1999, p. 39.
    15. Litterae clausae : ul lizher ofisiel a-berzh ar roue pe ar gouarnamant, hag a zeroe ur gwir, ur stadud, un titl pe un unwerzh ; pleget, serr ha siellet e oa, ha ne c'helle bout digoret nemet gant an den ma oa kaset.
    16. 16,0 ha16,1 (en) Gazetteer of markets and fairs in England and Wales to 1516 / List of places / Ely. Kavet : 12 Du 25.
    17. Boulc'het e 1545 ha klozet e 1563.
    18. (en) Richards, Judith M. Mary Tudor. London : Routledge, 2008 (ISBN 978-0-415-32721-3).
    19. Blakeman 1990, p.131.
    20. Gillingham 1976, p. 8.
    21. Dorman 1986, p. 63.
    22. Atkinson 1953, p. 88.
    23. 23,0 23,1 23,2 ha23,3 (en) Cambridgeshire County Council. Extensive Urban Survey:Ely, 2001, p. 12. Kavet : 12 Du 25..
    24. Extensive Urban Survey.
    25. Thornton 2023.
    26. (en) Speed, John. The Theatre of the Empire of Great Britain. London, 1611, p. 86.. Kavet : 12 Du 25.
    27. (en) Aikin, John. England delineated; or, a geographical description of every county in England and Wales. London : T. Bensley, 1788, p. 206.. Kavet : 12 Du 25.
    28. Meadows 2003.
    29. (en) The British Newspaper Archive. Kavet : 12 Du 25.
    30. (en) The London Gazette, 04/04/1974. Kavet : 12 Du 25.
    31. BGS, 1980.
    32. Summers 1976, p. 14.
    33. (en) Defoe, Daniel. Tour through the Eastern Counties of England, 1722. London : Cassell & Co., 1891 • En-linenn @ Project Gutenberg. Kavet : 12 Du 25.
    34. (en) Wesley, John. The Journal of John Wesley's. Wesley in thr Fens @ A vision of Britain thropugh time. Kavet : 12 Du 25.
    35. 35,0 ha35,1 (en) Greig, A. & Martin, J. Cambridgeshire and Peterborough's State of the Environment Report. Kavet : 12 Du 25.
    36. (en) Mammenn : Met Office. Kavet : 12 Du 25.
    37. 37,0 37,1 ha37,2 Atkinson & al., 1953.
    38. Gallois & al. 1988, p. 1.
    39. [[en}} Cambridgeshire @ The Domesday Book Online. Kavet : 12 Du 25.
    40. Summers 1974, pp. 10-11.
    41. Ampthill Clay e saozneg, diwar anv ur gêr e Bedfordshire.
    42. Kimmeridge Clay, diwar anv ur gêriadenn en arvor Dorset.
    43. Gallois & al. 1988, pp. 89-90.
    44. Gallois & al. 1988, pp. 91-92.
    45. Atkinson 1943, p. 47.
    46. (en) Key dates in the UK sugar industry @ National Farmers Union. Kavet : 12 Du 25.
    47. Dorman 1986, p. 48.
    48. Atkinson & al., 1953, p. 50.
    49. (en) The Stained Glass Museum. Kavet : 12 Du 25.
    50. (en) Ely Museum. Kavet : 12 Du 25.
    51. Pepin 2016, p. 108
    52. 52,0 ha52,1 Pepin 2016, p. 110.
    53. Tour-letern : unan digoroù ennañ da lezel ar gouloù da dremen
    54. Diocese of Ely.
    55. (en) Historic England Archive. Kavet : 12 Du 25.
    56. Ar pudRuseg : Пуд (/put/ – zo un unanenn tolz a veze en implij e Rusia adalek an XIIvet kantved betek 1899, ar bloaz ma 'z eo bet lakaet da gevatal da 16,38 kilogramm.
    57. Akerman Street hervez Dorman 1986, p. 3.
    58. Arabat eo droukveskañ an hent-se gant un hent roman all, anvet Akeman Street ivez, a zo e su Bro-saoz, etre St Albans (Hertfordshire) ha Cirencester (Gloucestershire)
    59. Stewart 1868, pp. 195–196.
    60. Babington 1868, p. 16.
    61. (en) 'Sacrist Rolls of Ely'. Kavet : 12 Du 25.
    62. Un hent-tizh eo an A10, eleze un hent er rummad A ; n'eo ket ur gourhent, a vije bet anvet M10 (Motorway 10). Un M10 berr (4,5 km) zo bet en Hertfordshire adalek 1959 betek 2009 etre St Albans ha Hemel Hempstead ; un troc'had eus an A414 eo bremañ.
    63. Pevsner 1999.
    64. Fairweather 2005, p. xxxix.
    65. Fairweather 2005, pp. 181–182.
    66. Carter 1753, p. 67.
    67. (en) Ely City Football Club. Kavet : 12 Du 25.
    68. (en) Ely marks 60 years of twinning with Denmark’s oldest town, Ribe @ Ely Standard, 05/05/2015. Kavet : 12 Du 25.