Elliot
Elliot, Elliott, Eliott, Eliot pe Elyot zo un anv-badez saoznek roet d'ar baotred (roet e vez d'ar merc'hed a-wechoù er Stadoù-Unanet ivez). Un anv-tiegezh saoznek ha gallek eo ivez.
Div wrizienn en deus an anv-saoznek-mañ : unan e Breizh, dafaret mat, peogwir o doa divroet Bretoned da Vro-Saoz goude aloubadeg ar vro gant Gwilherm an Alouber, e 1066, ha kaset o anv ganto da Vreizh-Veur, hag eben diasur, ar c'hlan Eliott (pe Ellot) o chom war an harzoù etre Bro-Skos ha Bro-Saoz.
Gwrizioù hag emled an anv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Arguzennet eo bet gant Keith Elliott Hunter[1] e oa ar familh Eliot e-touez ar Vretoned a yeas da Vreizh-veur gant Gwilherm an Alouber. Evit gwir e kaver stank an anvioù Eliot hag Elliot e lec'h pe lec'h e departamant ar Mor-Bihan, kenkoulz hag an anvioù Dalliot (pe d'Alliot) hag Ellegouet e Penn-ar-Bed (deuet da vezañ Elligott e Bro-Skos).
An Alliot-ed, a gaver e su Breizh (Mor-Bihan ha Liger-Atlantel) o doa douaroù en Aisne, er biz da Bariz. E Normandi ha Bro-C'hall ivez eo aet an anv breizhat Eliot da ouennañ : meneget eo e Normandi e 1195[2], ha paot eo an anv c'hoazh e Seine-Maritime hiziv.

Goude emgann Hastings e 1066 en em astennas an anv dre Vreizh-Veur.
E 1069, ar c'hont breton Brien (Brian a Vreizh) eus Penteür, ezel eus konted ha duged Penteür, a voe kaset da gornôg Bro-Saoz evit talañ ouzh emsaverien angl-ha-saoz, hag Ellioted a oa e-touez e soudarded. N'ouzer ket mat pegoulz e oa bet staliet an Elioted e Devnent (Devon), met chom a rejont eno e-pad 8 pe 10 rummad a-raok mont da Gernev-Veur[3], e-lec'h ma soñjer e oa orin an tiegezh Eliot e Port Eliot/St. Germans. Diskenn a ra ar familh eus ur marc'heg norman, Sir William de Aliot. Ar roud skrivet kentañ a ra dave d'ur William Elyot[4], war rolloù Somerset Assizes e 1257, ha d'ur Walter Elyot e Devnent e 1433[5].
Elioted all a voe kaset diwezhatoc'h da gontelezh Menoe (Monmouthshire) e Su Kembre.
E-touez ar Vretoned hag en em stalias e Yorkshire er XIIvet kantved e oa lod anezho marteze a oa Elliot o anv. Gwizien e oant eus ar C'hont Alan Pentevr. Elyoted all a yeas da Cambridgeshire da chom. Ar meneg kentañ eus an anv a denn da Henry Elyot e Prioldi Santez-Mari ha Sant-Radegund e Cambridge war-dro 1180[6]. Un Elyat (pe Elyot) a zo e Bury St. Edmunds e 1188. E 1220, Elyot a zo staliet mat e Cambridge e parrez Great Saint Andrew ma veneger un Elyot William. Ur William Eliot all a zeu war wel e-tro 1270 er memes parrez[7]. Elyot ad Cap' Ville a zo meneget e Cambridgeshire e 1273[8].
En em ledet e oa an anv-familh e Anglia ar Reter e penn-kentañ ar XIVvet kantved. Thomas Elyott a zo meneget evel pastor Dickleburgh, e Norfolk, e 1393[9].
Ar meneg kentañ eus an anv-familh en Essex eo RICHARDI Elyotte e 1433[10], a c'hellfe bezañ an RYC Elyett, en deus sinet un emglev war-dro 1400[11].
Ar skouer gentañ eus an anv o tizhout Londrez a zo e penn-kentañ ar XIVvet kantved. Johanne Eliot a gaver e 1319 gant ur meneg anezhañ e 1311 dindan anv John Elyot. William Elyot eus Cheshunt (e norzh Londrez) a resevas douaroù e Kingston upon Thames (e gevred Londrez) e 1343. Skouerioù eus an anv a zeu war wel evit ar wech kentañ e Sussex er XIVvet kantved evel Godefro Elyot e Thakham[12] ha William Elyot e Grinstead[13], a zo meneget e Rolloù ar skoazelloù eus 1327 ha 1332. Enrollet eo bet Stephen Elyot e miz Kerzu 1364 evel "marc'hadour gwin eus Rye" e Sussex ar Reter ha diwezhatoc'h e voe e Ezel eus ar Parlamant e 1377[14]. Deuet eo an anv Eliot betek lez Portugal zoken e-pad Brezelioù fernandin, gant Gilbert Eliot oc'h en em staliañ ha dimeziñ eno.
Douetañs zo c'hoazh diwar-benn orin anv ar c'hlann Eliott hiziv hon deiz peogwir e oa devet o lignezouriezh en un tan-gwall en o c'hastell e Stobs e 1712[15]. Meur a vartezeadenn a chom eta, hag unan anezho a lavar e teu an anv eus kêriadenn ha stêr Elliot e Angus, e Bro-Skos[16]. Met lod all a lavar e teu anv an c'hlann Ellot eus un distummadur eus an anv Elwold[17]. Evit gwir e anavezer un "Ellot of Redheugh" a oa o vevañ e deroù ar bloavezhioù 1400. Un "John Elwalde of Teviotdale" a oa e 1426. E 1476 eo anavezet "Robert Ellot of Redheugh" evel 10vet penn ar c'hlann[18]. Forzh petra e vefe orin o anv, ar re Elliott a oa brudet evel "border reivers", da lavaret eo laeron chatal, hag un "draen" e oant evit pep hini eus an div vro. Hervez un trede martezeadenn gant Keith Elliot Hunter war lec'hienn ar C'hlann Elliot[19] en deus an anv un orin breizhat, ha penn kentañ ar c'hlan e oa William d'Alyth. Ar re d'Alyths a c'hoarias ur roll dibar e Brezelioù Dizalc'hiezh Bro-Skos[20].
Hervez Mark Elliot n'en deus an anv netra da welout na gant stêr na gant kêr Elliot. Soñjal a ra dezhañ emañ an orinoù en anv kentañ Elwald, a gaver e Northumberland gant ar roue eus an VIIIvet kantved, Elwald Iañ. An anv en deus orinoù angl-ha-saoz hag en em gav e-kichen Armstrong e skridoù Northumbria eus 1115[21]. Robert Elwold (1305–67) a oa penn kentañ ar c'hlann, dont a reas eus Evrog ha divroañ a reas e trowardroioù Kastell ar Peniti[22]. E 1484 e voe roet douaroù da Robert Elwold a Redheuch tro-dro da Redheuch ha Larriston gant akta Sasine[23] E 1513 e-pad Emgann Flodden e voe lazhet un den anvet Robert, 13vet penn ar c'hlann, lesanvet 'Elwold'.
An anvioù angl-ha-saoz eus Northumbria Aelwold, Ellwald, Elaund, Elwaird, Elwods, Alwods, Elyards, Halwads a seblant bezañ bet treuzfurmet holl e Ellot. Hag Ellot da zont da vezañ Elliot dre levezon an anv saoz Elliot a orin breizhat.
Marilhet eo un Thomas Elyot e West Lothian, o vervel e 1505.[24]
Divroañ a reas Elliot(t)ed pe kaset e voent da Norzhiwerzhon e penn-kentañ ar XVIIvet kantved goude ma oa bet sioulaet takad an harzoù, da-heul unaniezh ar gurunennoù saoz ha skosat e 1603. Kalz a dud a oa en em staliet e Kontelezh Fear Manach.
Tud vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Eliot
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- George Eliot, anv-pluenn Mary Ann Evans (1819-1880), skrivagnerez, barzhez, kazetennerez ha troourez saoz
- T. S. Eliot (1888-1965), barzh stadunanat broadet saoz
- Eliot Ness (1903-1957), gwazour an Teñzor amerikan
Elliot
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Daniel Giraud Elliot (1835-1915), evnoniour stadunanat
- Elliot Goldenthal (g. e 1954), sonaozour stadunanat
- Elliot Page, (g. e 1987), aktour kanadian
Elliott
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Elliott Coues (1842-1899), evnoniour, istorour hag medisin-arme stadunanat
- Harold Edward Elliott(1878-1931), ofiser uhel ha senedour aostralian
- Pierre Elliott Trudeau (1919-2000), Kentañ Ministr Kanada
Loened
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- satanig Elliot, un evn-mor
- fazan Elliot, un evn
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar re Elliot, tudennoù romant Jane Austen Persuasion
- Elliott, anv an aerouant e Pete's Dragon, ur film bevaat gant ar studioioù Disney e 1977
- Billy Elliot, ur film breizhveurat gant Stephen Daldry, deuet er-maez e 2000
Notennoù ha daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ select.surnames2.website.
- ↑ The Norman people and their existing descendants in the British dominions and the United States of America (1874) (1874).
- ↑ (1663) Willis, Notitia Parliamentaria, vol. 2, p. 194 in 'Genealogy of the Eliot Family' p.9-13 (1894). George R. Bassett & Co., New Haven, Connecticut. ISBN 978-0-7884-2734-3.
- ↑ (17 a viz Du 2016) The Oxford Dictionary of Family Names in Britain and Ireland. Oxford University Press. ISBN 9780192527479.
- ↑ (1663) Vol. 1 of the "Worthies of England" (1433) at n.4 in 'Genealogy of the Eliot Family' p.9-13 (1894). George R. Bassett & Co., New Haven, Connecticut. ISBN 978-0-7884-2734-3.
- ↑ Records of the Priory of St Mary and St Radegund.
- ↑ Cambridge, Great St Andrew's parish deeds.
- ↑ English Surnames: Their Sources and Significations CWE Bardsley (1875). Chato & Windus, Londrez (1875).
- ↑ Hundred of Diss: Dickleburgh. British History Online.
- ↑ (1663) Vol. 1 of the "Worthies of England" (1433) at n.4 in 'Genealogy of the Eliot Family' p.9-13 (1894). George R. Bassett & Co., New Haven, Connecticut. ISBN 978-0-7884-2734-3.
- ↑ (1663) "Collectanea Topographica," vol. 2, p. 285 in Vol. 1 of the "Worthies of England" (1433) at n.4 in 'Genealogy of the Eliot Family' p.9-13 (1894). George R. Bassett & Co., New Haven, Connecticut. ISBN 978-0-7884-2734-3.
- ↑ Sussex subsidy of 1327: The rape of Bramber | British History Online.
- ↑ Sussex subsidy of 1327: The rape of Bramber | British History Online.
- ↑ The History of Parliament.
- ↑ Dee Elliott-Wakefield. Clan Elliot Society, USA – (A Brief History of the Elliot Clan). elliotclanusa.com.
- ↑ Elliot Clan Society: The Elliot Name.
- ↑ Elliot Clan Society – Elliot History.
- ↑ Way, George and Squire, Romily. Collins Scottish Clan & Family Encyclopedia. (Foreword by The Rt Hon. The Earl of Elgin KT, Convenor, The Standing Council of Scottish Chiefs). Embannet e 1994. Pajennoù 128 - 129.
- ↑ The-Strange-Disappearance-of-the-Town-of-Eliot.
- ↑ Hunter, Keith Elliot. Walter d'Elliot (d'Alyth), of The Brae ( forfeited 1306) and of Redheugh, circa 1314 x 1320 The early history of the Elliots, a Scoto-Breton Border Clan.
- ↑ Did Today's Elliott of Scottish Descendency Come From Elliot (Ellet) Area of Angus to Liddesdale?.
- ↑ Robert Elwald migration 1305-1367 (3 a viz Kerzu 2014).
- ↑ en:File:Sasine deed 1484 for Robert Elwald (Elliot), Redheugh, Larriston, Hartsgarth.jpg
- ↑ Ancestry UK Wills & Probate