Elizabeth Alkin
| Reizh pe jener | plac'h |
|---|---|
| Anv-bihan | Elizabeth |
| Deiziad ganedigezh | 1600 |
| Micher | klañvdiourezh, spier |
Elizabeth Alkin, ganet e-tro 1600 hag aet da Anaon e-tro 1655[1], a oa un embannerez, klañvdiourez ha spierez evit an nerzhioù parlamantel e-kerzh brezelioù diabarzh Bro-Saoz (1642–1651). Lesanvet e vez alies Parliamentary Joan, unan eus al lesanvioù niverus a oa bet roet dezhi gant ar re a-du gant ar roueelourien.
Nebeut a ouier war buhez Alkin. Harzet ha krouget e oa bet he gwaz e 1643 gant ar roueelourien e-kerzh ar C'hentañ brezel diabarzh saoz evit obererezhioù spierezh evit ar barlamantourien; Alkin he devoa kendalc'het e obererezh, o spiañ war Oxford, memes e-kerzh seziz kêr.
E 1648, Alkin a oa bet o kemer perzh e gwerzh hag embannadur kazetennoù ha levrioù parlamantour. Implijet he devoa he labour gwerzherez evit furchal ha kavout embannerien danvez a-du gant ar roueelourien. Goude ar brezel diabarzh, Alkin a oa bet oc'h ober war-dro gloazidi eus ar C'hentañ brezel saoz-nederlandat, da gentañ e Portsmouth, goude-se e Harwich hag Ipswich. Gant ma oa he yec'hed o vont war fallaat e oa distroet da Londrez. Soñjal a reer e oa marvet eno, marteze e-tro mare Nedeleg er bloavezh 1655.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Maureen Bell, o skrivañ evit an Oxford Dictionary of National Biography, a embann eo marvet e 1655 hag an istorour Eric Gruber von Arni a embann e oa e miz Kerzu 1655; an istorourien Diane Purkiss ha Marcus Nevitt a embann pep hini eus e du e oa e 1654.