Eli Roth
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
| Anv ganedigezh | Eli Raphael Roth |
| Anv-bihan | Eli |
| Anv-familh | Roth |
| Deiziad ganedigezh | 18 Ebrel 1972 |
| Lec'h ganedigezh | Newton |
| Pried | Lorenza Izzo |
| Yezh vamm | saozneg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
| Yezh implijet dre skrid | saozneg |
| Bet war ar studi e | New York University Tisch School of the Arts, Newton South High School |
| Deroù ar prantad labour | 1996 |
| Ezel eus | Writers Guild of America West |
| Rummad tost | Category:Films directed by Eli Roth, Category:Films produced by Eli Roth, Category:Films with screenplays by Eli Roth |
| Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer |
Eli Raphael Roth, ganet d'an 18 a viz Ebrel 1972, zo ur filmaozer, senarioour, produer hag aktour stadunanat. Evel filmaozer ha produer eo tost e anv ouzh ar rummad filmoù spont, dreist-holl ar re filmoù gwadus, o vezañ bet savet ar filmoù Cabin Fever (2002) hag Hostel (2005).
Roth en doa kendalc'het da labourat war filmoù spont, o filmaozañ Hostel: Part II (2007), The Green Inferno (2013) ha Thanksgiving (2023). Goude-se e oa bet o klask ledanaat an doareoù film a rae en ur filmaozañ ar film thriller erotek Knock Knock (2015), ar film birvidik remake Death Wish (2018), hag ar film fantasy The House with a Clock in Its Walls (2018), hag ar film birvidik-komedienn Borderlands (2024).[1] Evel aktour Roth en deus c'hoariet roll Donny "The Bear Jew" Donowitz er film brezel gant Quentin Tarantino Inglourious Basterds (2009), hag enoret eo bet evit ar roll-se gant ur Critic's Choice Movie Award hag ur Screen Actors Guild Award evit hollad an aktourien pennañ.
Kalz kazetennerien o deus lakaet e anv er strollad filmaozerien lesnavet ar Splat Pack evit e filmoù gant ur feulster diskouezet mat ha gwadus.[2] E 2013, Roth a zo bet enoret gant ur Visionary Award evit hollad e labour evit ar filmoù spont er Stanley Film Festival.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Bunch, Sonny (March 7, 2018). "Eli Roth's 'Death Wish' Cements His Status as the Premier Maker of 'Dad Horror'".
- ↑ Kay, Jeremy (June 8, 2007). "My mission to appall, by the Splat Pack king". Patrom:Cbignore