Eleonora Breizh (1185-1241)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Eleonora Breizh (1185-1241). Alienor la Brette a lenner war ar skeudenn

Eleonora Breizh (1185-1241), lesanvet the Fair Maid of Brittany, pe the Damsel of Brittany pe the Pearl of Brittany, e saozneg, ha la Brette[1] e galleg, a oa ur briñsez vreizhat, eus an Tiegezh Plantagenêt, kontez Richmond, ha brudet he c'hened.

He zud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h henañ Jafrez II (dug Breizh) (1158-1186) hag e bried Konstanza (war-dro 1161-1201) e oa. He zad a oa mab da Henri II, roue Bro-Saoz, ha da Eleanora Akitania, ha breur da Richarzh Kalon-Leon ha da Yann Dizouar. He mamm a oa merc'h da Konan IV, dug Breizh, ha d'e bried Marc'harid Bro-Skos, merc'h da roue Bro-Skos. N'he doa nemet ur breur, Arzhur, ganet daou viz goude marv o zad.

Pennhêrez e oa, ha dezhi, hervez he gwir, Bro-Saoz, Anjev, Akitania, abaoe 1203. Gant-se e oa un dañjer da gurunenn Yann Bac'het e voe e-pad 39 bloaz, adalek he 17 vloaz e 1202 betek he marv e 1241, gant hec'h eontr Yann Dizouar da gentañ, ha gant he c'henderv Henri III goude, difennet outi dimeziñ evit ma ne vije hêr ebet.

Bugaleaj[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eleanor a oa ur veleganez he daoulagad glas hag a denne d'he zad kenañ, [2][3]. Mervel a reas he zad pane oa nemet daou vloaz. Savet e voe gant he mamm-gozh Eleanora Akitania hag hec'h eontr Richarzh Kalon-Leon.[4] Abalamour ma oa dindan evezh an Tiegezh Plantagenêt ne oa ket troet he mamm Konstanza, dugez Breizh goude marv he fried, da leiskel an dugelezh ganti.[5]

He breur Arzhur an hini a oa pennhêr kurunenn Bro-Saoz, ha se zo kaoz e oa klask war-lerc'h ar briñsez da zimeziñ[2].


E 1190 e c'hwitas Richard war e daol da zimeziñ e c'hoar yaouankañ Joan da Saphadin, breur da Saracen leader Saladin, ha neuze e kinnigas Eleanor evel danvez-pried en he lec'h, met tro wenn a reas adarre, rak ne oa ket troet Saphadin da ggaout ur pried kristen.[6][7] E 1193,e voe prometet da Frederick mab da Leopold V, Dug Aostria, ha kement-se a oa lod eus divizoù ar marc'had da zigraouiañ Richard a oa prisoniad gant an Impalaer. Met pa oa en hent da Aostria gant Baldwin of Bethune e varvas an dug, ha ne voe eured ebet,[4] ha distreiñ a reas d'ar gêr war urzh ar pab, e kompagnunezh he mamm-gozh, ar rouanez Eleanor.[2][7] En hañvezh 1195 e voe kaoz d'he dimeziñ da Loeiz, mab d'azr roue gall Fulup an Aogust


Prizoniet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Yann Dizouar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrapet e voe Eleonora Breizh gant hec'h eontr Yann. N'ouzer nag ar penaoz nag ar pelec'h nag ar pegoulz [8]. Embann a reas Yann bout tutor dezhi. Prizoniadez e chomo a-hed he buhez. Ar roue Richarzh a varvas en 1199. He mamm, an dugez Konstañs, a varvas en 1201. Arzhur, prizoniet gant Yann ivez, a voe lazhet sur a-walc'h war e urzh en miz Ebrel 1203[9]. N'eo nemet pemp bloaz goude e voe gouvezet e varv.

D'ar 6 a viz Kerzu 1203 e tec'has Yann eus Normandi hag e tilestras e Bro-Saoz gant e brizoniadez. En nevez-amzer 1204 e c'houlennas ar roue gall, Fulup II an Aogust, ma vije dieubet Eleonora Breizh. En 1208 e reas eskibien Breizh kemend-all. N'eo nemet e 1208 e voe anavezet marv Arzhur. Rankout a reas Eleonora embann e fizie he gwirioù war Breizh ha war kontelezh Richmond da Yann.

En 1214 e oa prizoniet Eleonora Breizh e Bro-C'hall, ma edo Yann o vrezeliñ, eus C'hwevrer da C'houhere, ken na voe trec'het en emgann La Roche-aux-Moines); neuze e tistroas da Vro-Saoz.

Gant Herri III[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa varvas Yann Dizouar en 1216, e renas Herri III war e lerc'h. Ha prizionadez e chomas Eleonora Breizh c'hoazh, e-pad 25 bloaz c'hoazh. Gouzout a reer e voe bac'het e Gloucester, Marlborough ha Bristol, ma varvas d'an 10 a viz Eost 1241. Beziet e voe e kouent Ambresburg[10] (Amesbury).

He marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mervel a reas en leanez e 1241 e kastell Bristol, da 57 vloaz.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ar Vreizhadez. Dom Lobineau, Histoire de Bretagne, I, p. 171, CLIX.
  2. 2,0 2,1 ha2,2 THE MAGNIFICENT CENTURY THE PAGEANT OF ENGLAND, p.4~7
  3. Wings, Literary Guild of America
  4. 4,0 ha4,1 Plantagenet ancestry: a study in colonial and medieval families, by Douglas Richardson and Kimball G. Everingham, p.6
  5. DUCHESSES AND DEVILS: THE BRETON SUCCESSION CRISIS (1148–1189), Melissa Pollock
  6. A Bit of History WebSite
  7. 7,0 ha7,1 The Angevin Empire
  8. J. Balteau (dir.), M. Barroux et M. Prévost, Dictionnaire de biographie française, II
  9. Yann Brekilien, op. cit., p. 138. On n'est sûr de rien : ni de la date, ni du lieu, ni des circonstances, ni de l'implication de Jean.
  10. J. Balteau (rener), M. Barroux ha M. Prévost, op. cit., p. 7. Diazezet en 1177 da gemer lec'h ur manati beneadat, hennezh a oa ur manati evit paotred ha merc'hed, hervez skouer Abati Fontevraud, hag a oa nepell diouzh Stonehenge. Un Eleonora Breizh all a voe leanez eno, eus 1281 betek 1290. Distrujet e vo ar gouent en 1540.