Elektra (Pleiadenn)

Eus Wikipedia
Ur pennad Elektra zo ivez.

Elektra (Ἠλέκτρα / Êléktra e gregach), a oa merc'h da Atlas ha Pleione, a oa unan eus ar seizh Pleiadenn. Gant Zeus he doa engehentet Dardanos, Emathion, Iasion, ha hervez oberourien zo, Harmonia.

Hec'h anv zo bet roet d'ur steredenn, unan eus ar Pleiadezed.