Einar Benediktsson

Eus Wikipedia
Aller à la navigation Aller à la recherche

Einar Benediktsson (18641940) a oa ur barzh hag un alvokad islandat. Klask a rae difenn danvezioù naturel ar vro (evel an tredan graet diwar nerzh al lammoù-dour). Dre e varzhonegoù e klaskas kas mennozh an dizalc'hted vroadel war-raok. Oberiant e voe er gostezenn Landvarnarflokkurinngrande ha sevel ha ren a reas ar gazetenn bemdeziek islandek kentañ, Dagskrá - Reykjavík.

Treiñ a reas barzhonegoù saoznek ivez, koulz ha Peer Gynt, pezh-c'hoari an Norvegiad Henrik Ibsen.

Bevañ a reas e-pad pell e Höfði, un ti e hanternoz Reykjavík, ma c'hoarvezas e 1986 Kuzuliadeg Reykjavík a lakaas fin d'ar Brezel Yen. Douaret e voe Einar Benediktsson e kêr-benn gozh Island, Þingvellir.