Mont d’an endalc’had

Eil lizher Sant Yann

Eus Wikipedia
Eil lizher Sant Yann
epistle, book of the Bible
Rann eusTestamant Nevez, Lizheroù Katolik Kemmañ
Anv berr2 Joh Kemmañ
TitlΔευτέρα Ἐπιστολὴ Ἰωάννου Kemmañ
Raklec'hiet gantLizher kentañ Sant Yann Kemmañ
Heuliet gantTrede lizher Sant Yann Kemmañ
Tachennepistle Kemmañ
EmbannadurQ104526690 Kemmañ
AozerJohn the Presbyter Kemmañ
Entry in abbreviations table2 John Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://hermeneutics.stackexchange.com/tags/2-john Kemmañ

Emañ tri Lizher Sant Yann e-touez Lizheroù Katolik an Testamant Nevez. Hervez Maodez Glanndour[1] e vefe bet skrivet al lizheroù-mañ etre 95 ha 105 GJK, war-dro fin buhez an abostol, d'ar mare ma skrive e aviel.

Gant piv eo bet skrivet ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Gant an abostol Sant Yann, hervez an hengoun, eo bet skrivet al lizher-mañ[...](Lizher kentañ Sant Yann)» a skriv Maodez Glanndour. « Daoust n'int sinet nemet gant un ano diresis, « an Henaour », ez int bet lakaet a viskoazh dindan ano Sant Yann. E soñjoù, e zoare a gaver enno evit gwir, ha diaes eo krediñ e vefe bet roet ano an Abostol da skridoù ken dister, mar ne vefent ket eus e zorn. »[2] a lavar a-zivout an eil hag an trede lizher.

Da biv e voe kaset Eil lizher Sant Yann ?

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

« Diaes eo gouzout pehini eo an Iliz a zo bet kaset dezhi an eil lizher : amañ evel evit al lizher kentañ eo moarvat unan eus ilizoù Azia a oa Yann penneskob warni. »[3]

Danvez al izher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An eil hag antrede lizher a zo lizheroù berr, bilhedoù kentoc'h. An eil a lavar d'un iliz, eus Azia-vihanañ moarvat, teurel evezh ouzh kelennadurezhioù zo a nac'h an enkorfadur[4]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Digoradur d'al Lizheroù Katolik, eil levrenn troidigezh an Testamant Nevez, Al Liamm 1971, p 535
  2. Maodez Glanndour, digoradur d'al Lizheroù Katolik, Al Liamm, 1971, p 535
  3. Maodez Glandour, Digoradur d'al Lizheroù Katolik, Al Liamm, 1971, p 535
  4. (fr) La Sainte Bible, cerf, 1961, p 1396