Mont d’an endalc’had

Eil Brezel Nagorno-Karabac'h

Eus Wikipedia
Eil Brezel Nagorno-Karabac'h
brezel
Rann eusNagorno-Karabakh conflict Kemmañ
StadRepublik Artsac'h, Azerbaidjan, Armenia Kemmañ
Lec'hNagorno-Karabac'h, Armenian-occupied territories surrounding Nagorno-Karabakh, Armenia–Azerbaijan border, Azerbaidjan Kemmañ
Raklec'hiet gantJuly 2020 Armenian–Azerbaijani clashes Kemmañ
Deiziad2020 Kemmañ
Deiziad kregiñ27 Gwe 2020 Kemmañ
Deiziad echuiñ10 Du 2020 Kemmañ
PerzhiadAzerbaijani Armed Forces, Artsakh Defense Army, Armenian Army Kemmañ
Abeg kentizhJuly 2020 Armenian–Azerbaijani clashes Kemmañ
Efed2020 Nagorno-Karabakh ceasefire agreement, 2020−2021 Armenian protests Kemmañ
Istortimeline of the Second Nagorno-Karabakh War Kemmañ
Rummad tostCategory:People of the Second Nagorno-Karabakh War Kemmañ

Eil Brezel Nagorno-Karabac'h, anvet ivez Oberiadur Meilh-Dorn Houarn gant Azerbaidjan [1] a zo ur brezel etre Republik Nagorno-Karabakh pe Artsakh, harpet gant Armenia, hag Azerbaidjan, skoazellet gant Turkia, evit bezañ mestr war Nagorno-Karabakh, ur stadig poblet dreist-holl gant Armenianed met dianavezet gant ar gumuniezh etrebroadel abaoe he disklêriadur dizalc'hiezh diouzh Azerbaidjan e 1991.

Kroget e oa ar brezel d'ar 27 a viz Gwengolo 2020. Sinet ue voe n arsav-brezel goude trizek devezh stourm, met adkroget an emgannoù un tamm goude. Echuet e voe ar brezel goude aloubadeg kêr-benn istorel Nagorno-Karabakh, Shushi, gant arme Azerbaidjan. Ministr Kentañ Armenia, Nikol Pashinian, a sinas un emglev harz-stourm dindan evezh Rusia gant Prezidant Azerbaidjan, Ilham Aliyev[2]. Hervez ar feur-emglev e voe kollet an 2/3 eus an takad gant Republik Nagorno-Karabagh. Rankout a reas arme Armenia tec'hout kuit eus an 1/3 a chome, zoken ma talc'hent ar gwir da implij hent Lachin, dalc'het gant soudarded ar peoc'h rusian. Evezhiet e voe ouzh doujañs an arsav-brezel gant Rusia ha Turkia.

M'eo burutellaet groñs ar Ministr Kentañ Nikol Pashinian gant ar poblañs armenian goude ar brezel, eo bet gouest da chom er galloud. Rankout a reas ar peurrest eus poblañs Nagorno Karabagh kuitaat an tiriad goude aloubadeg an takad e 2023 gant Azerbaidjan.

Kartenn Republik Nagorno-Karabakh (NKR) a-raok an emgann. An dachenn troet e ruz a zo dalc'het de facto gant NKR eus 1994 da 2020. An takadoù melen a glot gant Rannvro Emren Nagorno-Karabakh (NKAO) eus mare an Unvaniezh Soviedel.

Kenarroud istorel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1991, gant Freuzadenn an URSS, e krogas ar brezel evit Nagorno-Karabakh, lec'hiet en Azerbaidjan met poblet gant Armenianed. Gounezet e voe Brezel kentañ Nagorno-Karabac'h (1988-1994) gant an dispartiourien armenian hag a grouas Republik Nagorno-Karabakh gant harp an arme armenian hag un toullad soudarded a youl-vat, izili kozh an ASALA en o zouez. En desped d'an dizingalder galloud etre Armenia hag Azerbaidjan, an Armenianed a c'hounezas ar brezel abalamour ma oa ur briorelezh vroadel ha kalz mennetoc'h e oa neuze ar soudarded eus o zu.

Kenarroud nevez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Padal, aet eo war-gresk an dizingalder etre an daou amezeg abaoe 1991. Armenia he deus kollet 15% eus he foblañs abalamour d'an divroañ, padal eo kresket eus 42% poblañs Azerbaidjan d'ar memes mare[3]. E-keñver an armerzh, lieskementaet eo bet Produ Diabarzh Kriz Armenia dre 20[4] hag hini Azerbaidjan dre 60[5][3]. E 2018, astennet eo ar stennadurioù etre an div vro abalamour da cheñchamant bonreizh gant Republik Nagorno-Karabagh, a zeuas da vezañ Republik Arstakh, anv armenian kozh ar rannvro, hag emgannoù war an harzoù etre an daou arme e miz Gouere 2020.   An emgannoù war an harzoù a oa sur a-walc'h un doare da amprouiñ an difenn armenian evit an arme azeri. Hennezh a oa prientet kalz en a-raok, pourvezet dreist-holl gant o mignon bras, Turkia. Prenet o doa dreist-holl armoù nevez (tennoù, lañserioù fuzeennoù... Ha dreist-holl an dronoù Bayraktar TB2, kaset da Azerbaidjan adalek miz Kerzu 2022 [6] , , [7].

Un toullad goprsoudarded a zo bet engouestlet dre rouedadoù Turkia, dreist-holl aozadurioù paramilitaer turk e norzh Siria, kaset war-eeun eus an tiriadoù aloubet gant aozadurioù tost ouzh Turkia pe eus Libia lec'h me oant o labourat evit Turkia abaoe bloavezhioù. Istimañ a reer an niver a gc'hprsoudarded-se tro-dro 5000 [8] , [9] , [10].

Ouzhpenn an dafar degaset eo bet eilet, sur a-walc'h, an arme azeri gant oberataerien dronoù, kuzulierien vilourel hag ofiserien spierezh turk. Eil harp bras Azerbaidjan a oa Israel, pourvezer pennañ all armoù ha dronoù da renad arlevier Azerbaidjan, Ilham Aliev [11] .

D'an 27 a viz Gwengolo 2020, emgannoù kreñv a grogas e Nagorno-Karabakh etre armeoù Armenia hag Azerbaidjan [12]. Bombezennet e voe Stepanakert, kêr-benn Nagorno-Karabakh hag aloubet buan-ha-buan 6 kêriadenn kichen an harzoù.

Kentañ ministr Armenia Nikol Pashinyan a embannas neuze e oa bet "disklêriet brezel" da Armenia[12]. En tu all, Penn Stad Azerbaidjan Ilham Aliyev a embannas ivez al lezenn vrezel hag a zisklêrias : « Arme Azerbaidjan a stourm hiziv war he zachenn, da zifenn hec'h anterinder tiriadel, hag o reiñ taolioù spontus d'an enebour. Ar gwir 'zo ganeomp ha trec'h e vimp. » [12] .

Goude nebeutoc'h eget ur sizhunvezh stourm, d'an 3 a viz Here, embann a reas ar prezidant Aliyev e oa bet aloubet kêriadennoù nevez (Madaghis, Talish, Mehdili, Chaxirli, Aşağı Maralyan, Sheybey, Guyjag hag Achaghi Abdurrahmanli) gant e arme. [13] , [14]. Tost a-walc'h e oa an arme da vombezennañ kêr-benn Nagorno Karabagh, Stepanakert, evit ar wech kentañ gant kanolioù pounner. Un nebeud devezhioù goude, an hanter eus poblañs an tiriad a oa repuet e Bro-Armenia [15].

D'an 10 a viz Here e voe disklêriet un arsav-brezel, marc'hataet e Moskov goude un emgav dek eurvezh etre minnistred an aferioù estren armenian, azeri ha rusian. Eskemmet e voe prizonidi brezel ha korfoù ar re lazhet, met ne deas ket ar c'haozeadennoù war-raok ha torret e voe an arsav-brezel un nebeud devezhioù goude[16].

D'an 22 a viz Here, an harzoù etre Iran ha Nagorno Karabagh a oa dindan kontrol Azerbaidjan penn-da-benn. 112 kêriadenn ha 3 c'hêr vras a oa bet aloubet abaoe deroù ar brezel [17]. Klasket e voe neuze da c'houde aloubiñ hent Lachin, an hent berrañ etre Armenia ha Nagorno-Karabakh [18]. Hervez ar prezidant rusian Vladimir Poutin e oa marvet tro 5 000 den[19]. En desped da arnodoù Armenia evit gwaskañ Azerbaidjan (da skouer o klask distruj eoulsanoù azeri), ne zeuas ket a-benn da baouez an argad.

D'an 8 a viz Du, Azerbaidjan a zisklêrias aloubadeg Shousha/Shoushi, ar pezh a voe anavezet an devezh goude gant gouarnamant Nagorno Karabagh. D'an 10, sinet e voe un emglev peoc'h etre Armenia hag Azerbaidjan da echuiñ ar brezel e Nagorno-Karabakh.

Arsav-brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gartenn eus emglev arsav-brezel Nagorno-Karabakh 2020 : e roz an tiriad chomet dindan levezon gouarnamant Artsakh.

Goude an arsav-brezel, miliadoù a Armenianed eus Nagorno-Karabakh a voe rediet da guitaat o zi da c'hortoz ma vo lakaet e pleustr an emglev evit lakaat un termen d'an emgann. Un toullad eus outo a blantas tan en o ziez evit ma ne vefent ket aloubet gant Azerbaidjaniz [20] , [21] , [22] . D'an 20 a viz Du, Azerbaidjan a adkemeras perc'henniezh war distrig Agdam [23] ha war hini Kelbadjar [24] hag ar 11añ a viz Kerzu, distrig Lachin [25], hervez an emglev arsav-brezel .

Reaktadennoù etrebroadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abred kenañ eo bet kondaonet ar vrezel gant ABU, Unaniezh Europa, ar Stadoù-Unanet ha Bro-C'hall. Met disoc'h ar brezel n'eus lakaet war-vel harpoù etrevroadel ar stourmerien.

Kostez Armenia

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù-Unanet America, dindan respet kentañ Donald Trump, n'eus embannet e « spi e c'hello an Armenianed en em zifenn a-enep ar pezh a ra Azerbaidjan. » [26] .

Bro-C'hall, e-touez mignon brasañ an Armenianed, a-drugarez d'un diaspora niverus a-walc'h, n'eus kaset sikour medisinel da Armenia.

Kostez Azerbaidjan

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Turkia, evel-just, a zo mignon pouezusañ Azerbaidjan. Kondaon a reaont « Tagadenn an Armenianed » [12] , [27] , [28] . Ouzhpenn an harp danvezel, kelaouet eo ivez kas ofiserien turked ha goprsoudarded djihadourien sirian ganto[29] .

Israel a oa an eil harp pennañ evit Azerbaidjan [30]. Ar fuzuilhoù hag an armoù pourvezet ganto a zo bet un elfenn bouezus eus kresk galloud milourel Azerbaidjan war Armenia. Ouzhpenn-se, Ensavadur ar Reter-Nesañ (MEI) a embann ez eus bet kaset da benn ur gartenn eus Nagorno-Karabakh gant Elta Systems, un is-embregerezh eus Israel Aerospace Industries (IAI). Pouezus eo bet ar gartenn-se d'an arme Azeri evit e emgannoù war an dachenn e-pad ar brezel » [31] .

Hungaria n'eus embannet e harp da Azerbaidjan, o lavarout emañ Nagorno-Karabakh e-barzh tiriad anavezet etrebroadel Azerbaidjan hag eo neuze en e wir da aloubiñ anezho en-dro. [32]

Rusia, sañset da vezañ kostez Armenia, a werzh armoù da Azerbaidjan ivez. Klasket n'eus ar galloud rannvroadel da kaout ur rol kempouezh : en un tu, embannet eo na emezello ket Rusia en Armenia keit n'eo ket gourdrouzet e tiriad anavezet gant ar c'humuniezh etrevroadel[33]. Deus un tu all, bombezennet eo ur c'hamp goprsoudarded sirian tost ouzh Ankara e takad Idlib, ar pezh a zo bet lennet evel ur c'hemenadenn kaset d'ar gouarnamant turk evit ne zafent ket re bell o harp Azerbaidjan.


Bilañs denel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz Ebrel 2022, anavezet eo 3825 marv gant Armenia, padal eo embannet 2783 soudarded ha 93 nann-stourmerien marv gant Azerbaidjan e miz here 2021. Ouzhpenn-se, kelaouet eo bet 541 goprsoudarded sirian lazhet.

Bilañs danvezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar c'holloù denel, Azerbaidjan a zisklêr eo bet distrujet 200 tank ha 150 kirri milourel all, 228 pezh-kanol, 60 kanol enep-nijerezed, 18 dron ha meur a tener-fuzeennoù BM-27 [34]. Prouennoù video niverus tapet gant dronoù a zo bet produet gant Ministrerezh an Difenn Azerbaidjan [35] .

Eus e zu, Armenia a lavar e oa bet distrujet 6 karr-nij azerbaidjan, 49 dron, 80 tank, 82 karbed milourel hag ur c'harr-nij [36]. Embannet eo bet luc'hskeudennoù ha videoioù niverus gant Ministrerezh an Difenn Armenia ivez, da ziskouez dreist-holl distruj 10 kirri-argad azerbaidjan [37] , [38] .

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Turkish parliament's chairman congratulates Azerbaijani people on Victory Day
    (en)
    (11 décembre 2020). Kavet : 11 décembre 2020..
  2. Haut-Karabakh : l'Arménie et l'Azerbaïdjan signent un accord de fin des hostilités. Kavet : 2020-11-10..
  3. 3,0 ha3,1 Overview. The World Bank Group (7 April 2023). Diellet er skrid orin d’an 25 June 2020. Kavet : 17 avril 2023.
  4. Armenia gdp 1993 - Recherche Google. Kavet : 2024-04-30.
  5. Lo, Joe (2023-12-09). Oil-reliant Azerbaijan chosen to host Cop29 climate talks
    (en)
    . Kavet : 2023-12-09.
  6. Bilan géopolitique du conflit au Haut-Karabagh : le grand jeu des puissances
    (fr-FR)
    . Kavet : 2022-08-12..
  7. Azerbaijan buys the deadly Turkish Bayraktar TB2 mid-range strike UAV
    (en-US)
    (2020-06-27). Kavet : 2022-08-12..
  8. Témoignages exclusifs : les mercenaires syriens d'Erdogan se déploient au Haut Karabakh
    (fr)
    (2020-09-29). Kavet : 2022-08-12..
  9. (2020-10-22) "{{{title}}}"
  10. (2020-09-28) "{{{title}}}"
  11. "{{{title}}}"
  12. 12,0 12,1 12,2 ha12,3 Combats meurtriers au Haut-Karabakh, l’Azerbaïdjan et l’Arménie au bord de la guerre, au moins 24 morts (2020-09-27). Kavet : 2020-10-07..
  13. Aida Sultanova (3 octobre 2020). Azerbaijan claims village seizure in fighting with Armenia
    (en)
    . Kavet : 3 octobre 2020..
  14. Burak Bir (3 octobre 2020). Azerbaijan liberates 7 more villages amid clashes
    (en)
    . Kavet : 3 octobre 2020..
  15. Karabakh : quand la tornade "Smertch" s'abat (2020-10-07). Kavet : 2020-10-07..
  16. Haut-Karabakh : les attaques se poursuivent malgré le cessez-le-feu (10 octobre 2020). Kavet : 10 octobre 2020..
  17. Azerbaijani army liberates entire territory on Azerbaijan-Iran border
    (en)
    (22 octobre 2020). Kavet : 24 octobre 2020..
  18. Joshua Kucera (21 octobre 2020). Azerbaijan continues advance deeper into Armenian-held territory
    (en)
    . Kavet : 24 octobre 2020..
  19. Le conflit au Haut-Karabakh a fait près de 5 000 morts selon Vladimir Poutine (23 octobre 2020). Kavet : 27 octobre 2020..
  20. Haut-Karabakh : des villageois brûlent leurs maisons avant l'arrivée des Azerbaïdjanais
    (fr)
    . Kavet : 2020-11-16..
  21. Les habitants du Haut-Karabakh brûlent leurs maisons avant l'arrivée des Azerbaïdjanais
    (fr)
    (2020-11-14). Kavet : 2020-11-16..
  22. (2020-11-16) "{{{title}}}".
  23. L’Azerbaïdjan reprend Agdam, district voisin du Haut-Karabakh (20 novembre 2020)..
  24. L’Azerbaïdjan reprend le district de Kalbajar, voisin du Haut-Karabakh, la seconde des trois rétrocessions (25 novembre 2020)..
  25. L’Azerbaïdjan reprend le district de Latchine, voisin du Haut-Karabakh, dernière des trois rétrocessions (30 novembre 2020)..
  26. Pompeo dit espérer que l'Arménie puisse «se défendre» face à l'Azerbaïdjan (2020-10-15). Kavet : 2020-10-16..
  27. Combats au Karabakh : la Turquie au soutien de l'Azerbaïdjan contre l'Arménie (2020-09-27). Kavet : 2020-09-27..
  28. (2020-09-30) "{{{title}}}".
  29. (2020-10-02) "{{{title}}}".
  30. Conflit au Haut-Karabakh : Israël, partenaire de longue date de l'Azerbaïdjan. RFI (1 Octobre 2020)..
  31. Christophe Deroubaix (02.10.23). Haut-Karabakh : l’aide militaire déterminante de Tel-Aviv à Bakou..
  32. Hungarian Gov’t Stands by Azerbaijan in Nagorno-Karabakh Conflict
    (en)
    (2020-10-01)..
  33. Bertrand Gallicher (2020-10-08). Haut-Karabakh : jusqu'où Vladimir Poutine soutiendra-t-il l'Arménie ?. Kavet : 2020-10-09..
  34. Azerbaijan’s MoD: Up to 200 tanks, 228 artillery cannons, 300 units of air defense systems of Armenia destroyed
    (en)
    (2020-10-01). Kavet : 2020-10-02..
  35. A military breakdown of the Azerbaijan-Armenia conflict
    (en)
    . Kavet : 2020-10-02..
  36. Karabakh: le Conseil de sécurité de l'Onu réclame un "arrêt immédiat des combats" (2020-09-29). Kavet : 2020-10-04..
  37. Sebastien Roblin. Tanks Ablaze As Azerbaijani Forces Attack Armenian Troops In Disputed Nagorno-Karabakh
    (en)
    . Kavet : 2020-09-28..
  38. About 200 military servicemen wounded in Nagorno-Karabakh
    (en)
    . Kavet : 2020-09-28..