Egeria (nimfenn)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Egeria o ouelañ da Numa.
Egeria o tisplegañ da Numa pe lezennoù da sevel. Taolenn gant Ulpiano Checa i Sanz.

Egeria a oa un nimfenn, pe camena, hag a oa, hervez ar vojenn roman, kuzulierez ar roue Numa Pompilius, eil roue sabin Roma. Implijet e vez hec'h anv hiziv c'hoazh evit komz eus kuzulierez ur gwaz. Kuzuliañ a rae ar roue diwar-benn al lezennoù da sevel, diwar-benn al lidoù hag ar relijion. Pa varvas ar roue e ouelas Egeria kement ma reas ur feunteun gant he daeroù. Hervez Ovidius e voe troet e mammenn e koad Aricia gant an doueez Diana a oa aet skuizh gant he c'hlemmoù.

Mammennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]