Efebofiliezh
An termen efebofiliezh (diwar ar gresianeg: έφηβος ephebos a dalv krennard) a vez implijet evit ober dave da oadourion/ezed hag a vez sachet ez-reizhel pe ez-karantezel war-du krennarded/ezed, met peurliesañ e vez implijet evit komz eus goured ha paotred. Un tuadur reizhel an hini eo. Implijet e vez a-wechoù an termen-mañ kentoc'h evit an termen "pedofiliezh" evit ober an diforc'h etre oadourion/ezed dedennet gant kaezegourion/ezed diouzh un tu ha gant bugale yaouankoc'h (rakkaezourion/ezed) diouzh an tu all. . Pa vez anv eus an oadourion tuet da glask darempredoù reizh gant ar grennarded ar yaouankañ ha kroget ganto argerzh ar gaezouregezh ekomzer eus an ebefiliezh
Saviad lezennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-barzh lezennoù perzhiek pep Stad e vez termenet da bet oad e c'heller kaout darempredoù reizhel, un torfed e c'hell bezañ an efebofiliezh ma vez kaset da-benn an darempredoù war dachenn ar reizh. E Bro-C'hall ez eo bet lakaet da 15 bloaz rik evit tizhañ an oadouriezh reizhel. Darempredoù reizhel a vez aotreet, pa ne c'hoarvezh, na rediezh, na sourpren ha na breinadur ar vinored.
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh. |