Edmond Michelet

Eus Wikipedia

Edmond Michelet, ganet d'an 8 a viz Here 1899 e Pariz ha marvet d'an 9 a viz Here 1970 e Brive-la-Gaillarde, a oa ur politiker gall ha kristen, bet kannad breizhat.

Perzh a gemeras er Rezistañs[1],[2],[3].

Ministr e voe dindan De Gaulle, ha kannad evit pastell-vro Kemper en Asemblée nationale Bro-C'hall (1967-68), pa zeuas De Gaulle d'ober e brezegenn da Gemper e 1968 ha pa voe klevet ar jeneral o tistagañ gwerzennoù brezhonek. Lezel a reas e gador a gannad gant Marc Bécam, a voe maer Kemper ivez.

Ur skol en e anv zo e Kemper[4].

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]