Edith Keller-Herrmann
Edith Keller-Herrmann (17 a viz Du 1921 – 12 a viz Mae 2010)[1] a oa ur c'hoarierez echedoù alaman, bet ganet e Dresden[2].
Dont a reas da vout Mestrez Etrebroadel (WIM) e 1950 ha Mestrez-veur (WGM) e 1977.
Edith Keller-Hermann a oa c'hoar da Rudolf Keller. Mervel a reas e miz Mae 2010 en Ingolstadt.
1939-1943
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E miz Eost 1939, Keller (17 vloaz), a-gevred gant Klaus Junge (15), Wolfgang Unzicker (14), Rudolf Kunath (15) ha Karl Krbavac (17), a choarie er c'hleub Jugendschachwoche Fürstenwalde e-tal Berlin[3]. E-pad an Eil Brezel-bed e voe trec'h en eilvet Kampionad alaman ar Maouezi e Bad Oeynhausen e 1942. En trede Kampionad e Vienna e 1943 e voe teirvet war-lerc’h Gertrud Jürgens ha Maja Schlemmer, ha seizhvet-eizhvet rampo e voe e Bad Krynica e 1943, e 4vet Tournamant ar Gouarnamant Jeneral, bet gounezet gant Josef Lokvenc[4].
Goude an Eil brezel-bed
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kevezadegoù hiniennel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kampionez ar Maouezi 1947, 1948, 1951, 1952 ha 1953 en Alamagn (a-bezh) ha Kampionez ar Maouezi e RDA e 1950[5], 1951[6], 1952[7], 1956, 1957 ha 1960 e voe.
E 1949/50 e kemeras perzh en tournamant evit Kampionad bedel ar Maouezi e Moskov, pempvet-seizhvet rampo e voe, Lyoudmila Roudenko a voe trec'h.
E 1951 e voe 11vet–12vet e Dortmund. Alberic O'Kelly de Galway a voe trec’h. Rampo e voe-hi pa c’hoarias a-enep da Efim Bogolyoubov ha trec’h a-enep da Nikolaz Rossolimo ha Stojan Puc.
E 1952 e voe 4vet–6vet rampo e Moskov e Tournamant an Emstriverezed. Yelizaveta Bykova a voe trec'h.
E 1955 e voe 3vet e Moskov e Tournamant an Emstriverezed. Olga Roubtsova a voe trec'h.
C'hoari a reas e skipailh ar Maouezi eus RDA peder gwech:
- e 1957, ouzh an dablezenn gentañ er 1añ Olimpiad en Emmen (Izelvroioù),
- e 1963, ouzh an dablezenn gentañ e Split (Yougoslavia),
- e 1966, ouzh an dablezenn gentañ en Oberhausen (Republik Kevreadel Alamagn),
- e 1969, ouzh an eil tablezenn e Lublin (Polonia).
Tapout a reas teir gwech ar vedalenn arem a-gevred gant he skipailh ha div vedalenn hiniennel: argant e 1957 hag arem e 1963[8].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (de)Edith Keller-Hermann (1921-2010) (diell), Zeitschrift Schach, 21/05/2010 (lennet d'ar 26/08/2025)
- ↑ (en) Jeremy Gaige, Chess Personalia, A Biobibliography, Embanner McFarland, 1987, p. 208, ISBN 978-0786423538
- ↑ (en)ChessBase.com – Chess News – Wolfgang Unzicker turns eighty
- ↑ (en)Roger Paige, d'an 22 a viz C’hwevrer 2007
- ↑ (de)TeleSchach / Aktuelles / Deutsche Schach Damenmeisterschaft 1950 der DDR in Sömmerda www.teleschach.de
- ↑ (de)TeleSchach / Aktuelles / Deutsche Schach Damenmeisterschaft 1951 in Bad Klosterlausnitz www.teleschach.de
- ↑ (de)TeleSchach / Aktuelles / Deutsche Schach Damenmeisterschaft 1952 in Schwerin www.teleschach.de
- ↑ (en)OlimpBase Women's Chess Olympiads Edith Keller-Herrmann