Eas a' Chùil Àlainn

Eus Wikipedia
Eas a' Chùil Àlainn

Eas a' Chùil Àlainn (pe Eas a' Chual Aluinn hervez ar stumm ofisiel damsaoznekaet) zo ul lamm-dour en arvor gwalarn Bro-Skos, e parrez Asaint. Uhelañ lamm-dour Bro-Skos ha Breizh-Veur eo[1] gant 200 metr uhelder.

Gallout a reer tizhout al lamm-dour dre ur wenodenn a-dreuz an daouarc'heg, adalek porzhig An Caolas Cumhang. Pa vez brav an amzer e c'haller ivez mont war ur vag adalek An Caolas Cumhang betek Loch Beag, ma weler al lamm-dour.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. 'Walk of the week: Eas A' Chual Aluinn, Sutherland' , Scotland on Sunday, 18 May 2008


Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.