Mont d’an endalc’had

Polis Dyfed-Powys

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Dyfed-Powys Police)
Heddlu Dyfed-Powys
territorial police force
Deiziad krouiñ1968 Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ
Sez sokialCaerfyrddin Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.dyfed-powys.police.uk/ Kemmañ

Polis Dyfed-Powys (Heddlu Dyfed-Powys e kembraeg, Dyfed-Powys Police e saozneg, berraet en DPP) eo nerzh polis Bro-Gembre hag a evezh Sir Gaerfyrddin, Ceredigion ha Sir Benfro (hag a ya d'ober holl asambles takad melestradurel Dyfed) ha Powys (savet gant Sir Frycheiniog, Sir Faesyfed ha Sir Drefaldwyn).

Rannvro Dyfed-Powys en em astenn war 8700 km², gant ouzhpenn 560 km a aodoù. Pa vez kemeret e kont hollad an tiriad a zo dindan gwarez Polis Dyfed-Powys ez eo an hini ledanañ e Bro-Saoz ha Bro-Gembre, hag an trede hini er Rouantelezh-Unanet a-bezh, goude Polis Bro-Skos ha Servij polis Norzhiwerzhon. Kalz lodennoù eus an tiriad fiziet er polis-se a zo takadoù war ar maez pe lec'hioù bet kreizennoù greantel gwechall. Hollad ar boblañs gwarezet zo dindan 500 000 a dud, met kreskiñ a ra kalzik bep hañv gant an douristed.

Emañ pennlec'h Polis Dyfed-Powys e Caerfyrddin.

E 2025, an nerzh polis a oa ennañ 1296 poliser[1], 40 special constable (doare adpolis) hag 801 den all, PCSOed hag all[2].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Police officer data 186/2025: 25 February 2025'. Dyfed Powys Police (24 a viz Here 2025).
  2. More about this area: 01 March 2023'. HMICFRS (24/10/2025).