Dune

Dune (romant)
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Titl | Dune ![]() |
---|---|
Anvet diwar | tevenn ![]() |
Labour da-heul | Dune, Frank Herbert's Dune, Dune, Dune: Part Two ![]() |
Heuliad | Dune ![]() |
Heuliet gant | Dune Messiah ![]() |
Seurt oberenn | romant ![]() |
Tachenn | soft science fiction, planetary romance, social science fiction, skiant-faltazi, adventure fiction ![]() |
Embannadur | Dune ![]() |
Aozer | Frank Herbert ![]() |
Ti-embann | Chilton Company, Debolsillo ![]() |
Deiziad embann | 1965 ![]() |
Lec'h embann | Stadoù-Unanet ![]() |
Bro orin | Stadoù-Unanet ![]() |
Yezh an oberenn pe an anv | saozneg SUA ![]() |
Mare an oberenn | dazont ![]() |
Lec'h an istor | Arrakis ![]() |
Prizioù resevet | Nebula Award for Best Novel, Hugo Award for Best Novel, Seiun Award for Best Translated Long Work ![]() |
Bet kinniget evit | Hugo Award for Best Novel ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://dunenovels.com ![]() |
Full work available at URL | https://cdn3.booksdl.lc/get.php?md5=6decb5e141c6482e3c705014f1491b4b&key=Z5YZOHMFJ9ZOT6Q7 ![]() |
A implij | fantasy map ![]() |
Media franchise | Dune ![]() |
Endro e-lec'h e tispak | dezerzh, planedenn ijinet ![]() |
Epigraph | A beginning is the time for taking the most delicate care that the balances are correct. This every sister of the Bene Gesserit knows. To begin your study of the life of Muad'Dib, then, take care that you first place him in his time: born in the 57th year of the Padishah Emperor, Shaddam IV. And take the most special care that you locate Muad'Dib in his place: the planet Arrakis. Do not be deceived by the fact that he was born on Caladan and lived his first fifteen years there. Arrakis, the planet known as Dune, is forever his place. ![]() |
Dune zo ur romant skiant-faltazi gant ar skrivagner Frank Herbert, embannet e Stadoù-Unanet e 1965.
An istor a c'hoarvez en un impalaerded iziliadel etresteredel, gant meur a di-
nobl d'en em gannañ evit mestroni war ar blanedenn Arrakis, anvet ivez
Dune gant he fobl. Daoust ma'z eo un dezerzh kriz ha disfenn, ar blanedenn-
se a zo an hini nemeti ma c'haller kavout ar spis geriatrek, un dramm a
ranker implijout evit mirout ar veajerezh etre ar stered. An istor a studia
darempredoù ar strolladoù disheñvel dre sell ar bolitikerezh, ar relijion hag
an teknologiezh.
E 1965 e voe roet Priz Nebula ar gwellañ romant d’al levr, ha Priz Hugo er bloaz war-lerc'h. Ar romant skiant-faltazi gwerzhet ar muiañ er bed eo Dune. Romant kentañ eus kelc'hiad Dune eo.
Istor an embann
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Goude embann e romant The Dragon in the Sea (1956), e oberenn kentañ bras hag a oa bet degemeret mat gant ar skridvarnouriezh, e kemeras Frank Herbert perzh evel kazetenner dizalc’h e Florence, Oregon, evit skrivañ ur pennad diwar-benn Oregon Dunes (an dachenn dunek aod brasañ er Stadoù-Unanet). Eno, ar burev labour-douar stadunanat a glask implijout geot ar maez evit stabilaat an tevennoù o tont war-raok abalamour d’an avelioù kreñv eus ar Meurvor Habask.
Sot gant ar sujed, Herbert a stagas da glask teuliadoù ha ne echuas biken e bennad, anvet "They Stopped the Moving Sands", ur stumm all a vo embannet bloavezhioù diwezhatoc’h e "Hent Dune". E-barzh ul lizher d’e eiler lennegel, Lurton Blassingame, Herbert a zispleg e c’hallfe an tevennoù mont en-dro ha lonkañ kêrioù, lennoù, stêrioù ha hentoù meur. E-pad pemp bloaz e kendalc’has da enklask, skrivañ ha difaziañ. Eus miz Kerzu 1963 betek miz C'hwevrer 1964 e voe embannet gant ar gelaouenn Analog un heuliad e teir lodenn anvet "Dune World", gant skeudennoù n'int ket bet adembannet goude-se. Ar vloaz goude e embannas adarre etre miz Genver ha Mae 1965 "The Prophet of Dune", pemp rummad ha goustadikoc'h. E-barzh ar romant Dune embannet da vat, an heuliad kentañ a zeu da vezañ Book 1: Dune, hag an eil a zo rannet e daou: Book Two: Muad’Dib ha Book Three: The Prophet.
An doare embannet e stumm heuliadoù a voe astennet, adlabouret ha kaset da ouzhpenn ugent embanner, met den ne fellas dezho e embann. A-benn ar fin e voe asantet ha moullet Dune e miz Eost 1965 gant Chilton Books, un ti-embann brudet kentoc’h evit e levrioù teknik diwar-benn ar mekanikoù ha levrioù stummañ evit ar c'hirri-tan.
Diskouezadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Istor Dune a grog er bloavezh 10191 goude diazezadur ar C’hevre Spas. Ar bed anavezet a zo renet gant an impalaer Padishah Shaddam IV, penn ar Familh Corrino, en deus ur galloud feod war an niverus planedennoù a ya d’ober an Imperium, un impalaerded vras o c’holoiñ kantadoù a vedoù er stergoumoulenn.
An Imperium a zo diwar Jihad Butlerian, un darvoud a grogas ouzhpenn dek mil bloaz ‘zo pa voe dieubet an dud eus ar galloud o tont diwar ar mekanikoù soñjal hag ar robotoù speredek a oa deuet da ren warno. Dre skoazell gounidus ar C’hevre Spas hag he deus perc’henn war monopol ar veajoù etresteredek, hag ivez war ar bankoù, he deus an denelezh gounezet ur c’hontrol bras war an hollved anavezet.
Kevredigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dre ma'z eo difennet bremañ kement intant artifisiel, ez eo bet krouet kevredigezhioù arbennik evit
diorren barregezhioù denel a c’hallfe leuniañ an diank-mañ. Setu ar skipailhoù a bep seurt krouet
evit ober an dra-se :
Skol ar Mentated, tud o c'hallout ober jedadennoù speredel ken kreñv pe galloudusoc’h eget an
urzhiataerioù ;
Ar Merdeerioù eus ar C’hevre Spas, tud mutet en un doare ‘zo, gouest da welet an dazont en ur mod
ledanaet, o reiñ dezho ar gwir da c’houzout peseurt hent e vo sur implij evit ar veajoù etresteredek a-bell ;
Urzhiad ar Bene Gesserit, ur strollad maouezed nemetken, dediet da zilec’hiañ barregezhioù
spiritual ha fizik an dud, hag un nerzh kreñv politik ha relijiel en Imperium ;
Urzhiad ar Bene Tleilax, a vestroni ar jenedouriezh hag a grou korfoù denel pe artifisiel hervez ar
goulenn, da skouer ar gholaed (klonoù denel) pe an Dañserien-Divouezh, gouest da gemer stumm,
mouezh, jestroù ha betek memor un den all ;
An Ixiaded, saverien mekanikoù teknologiezh lies doare ;
Doktored Skol Suk, medisined a zo bet kreizennet en un doare imperiel, gant ur blokadenn
bsikologel o virout anezho a ober droug d’o c’hleñvedourion, arouez urzh ha fidelite.
Ar C'hemmesk
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An arbennikad denel-mañ, bet krouet evit leuniañ plas ar mekanikoù soñjal, a zo bet aeset gant un
danvet kevrinus anvet ar Spis, pe ar Chemmesk. Ar C'hemmesk a zo ur brouder speredel kreñv a ro
d’ar Merdeerien eus ar C’hevre ar galloud da greskiñ o barregezhioù speredel, ha d’ar Bene Gesserit
un dalvoudegezh ispisial. Ivez, ar C'hemmesk a gresk buhez an dud a vez oc’h e zebriñ boutin, hag
a immunizañ ar c’horf ouzh kleñvedoù zo.
Orin ar C'hemmesk n'eo ket anvet, ha ne vez ket dastumet a-walc'h evit tout an dud o defe c'hoant
pe ezhomm kaout kalz evit tout o pue rak ne vez kavet ar Spis nemet war ur blanedenn en holl an
hollved. N'eo ket posubl ken neubeut ober Kemmesk en un arnodva, e-pad amzer an Impalaerded.
Prisius kennañ eo neuze ar C'hemmesk, neuze oa bet divizet gant familh an Impalaer hag ar
Familhoù Bras e vo roet galloud war ar blanedenn-se e-pad un neubeut a bloavezhioù d'ur familh, ha cheñchet vo
familh bep wech evit herzel ur familh gant kaout tout ar C'hemmesk.
Ar Brezeloù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ober o brezeloù, Familhoù an Impaelerded a reont tagadennoù drouklaezher. Se zo peogwir o
deus tout ar bombenn nukleel, diaez e vefe ober brezelioù bras gant o armeoù hep lakaat tout ar
blanedenn e dañjer. Neuze e kasont douklaezherien e bedoù ar familhoù o deus c'hoant lazhañ ha
klask a reont ober an neubeutañ a marv posubl, gwelet vez and dra-se e-barzh unan eus ar
rakweledennoù, pa ar familh Harkonnen a glask lazhañ an dug Atreides. Degas a reont un arm evit
tennañ laser war tout an dud en ur sal e-pad deiz-a bloaz Paul Atréides, mab an dug.
Ar Mentated o deus ar rol brasañ evit ober ar brezelioù, int a reont ar strategiezh evit gouzout
pegoulz ha penaos e vo taget ar familhoù all.
E-pad histor an tri levr kentañ, gwelet vez pouez ar Mentated gant tout an doareoù implijet gant ar
familh Harkonnen evit lazhañ ar Fremen hag an Atreides. Ha benn ar fin e vez implijet ar bombenn
nukleel gant Paul Atréides evit adkemer ar galloud war ar blanedenn Dune.
Goude-se e vez kroget ur brezel bras-kennañ ar Jihad gant Paul hag ar Fremen evit mont da vezañ
an Impalaer, miliardoù a zud vez lazhet gantañ, planedennoù a-bezh zo distrujet hag un oadvezh
nevez zo ganet.
Dune, ar blanedenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Evit ijinañ ar blanedenn, Frank Herbert en deus studiet an endro e-pad bloavezhioù, ha kazi tout al
loened a c'halfe bevañ eno evit gwir. Un neubeut skiantourien o deus klasket gouzout ma vefe posubl kaout ur
blanedenn evel-se, ha kavet o deus e vefe mat gant ur blanedenn bras evel Venus, gant taost ar
memes distañs diouzh an heol.
El levr, Dune zo ar blanedenn neubeutañ e c'halfer kavout ar Spis, neuze eo pouezus kenañ evit tout
an Impaelerded e chomfe un dezerzh gant ar preñved ramzek, int a ra ar Spis, ne vefe ket posubl
beajiñ e spas hep Kemmesk. An dud a bev war Dune en dezerh gant ar preñved a zo ar Fremen.
Pouezus int e-pad al levrioù kentañ, peogwir int brezeler kreñv kenañ, gweloc'h eget ar Sardaukar,
arme an Impalaer peogwir eo aerouantus endro ar blanedenn.
Tud all a vev war ar blanedenn, met diaesoc'h eo evitont. Chom a reont en un torosad meneziek a
warez an hanterdouar Hanternoz anvet ar Skoed Moger evit ober kêrioù. Amañ e vez gwelet tost
holl ar c'homandour war Dune, kemer a reont ar Spis pelloc'h ha chom a reont adrek ar Voger.
Penndud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Familh Atreides
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]– Paul Atreides, mab an dug ha pennden an histor
– Dug Leto Atreides, penn ar familh Atreides
– Itron Jessica, Bene Gesserit ha serc'h an dug Atreides, mamm Paul hag Alia
– Alia Atreides, c'hoar bihan Paul
– Thufir Hawat, Mentat ha Maest and Drouklaezherien eus ar familh Atreides
– Gurney Halleck, ar brezeler lealañ er familh Atreides
– Duncan Idaho, brezeler kreñvañ ar familh Atreides, studied en deus er Skol Ginaz
– Wellington Yueh, Doktor Suk an Atreides, labour a ra gant ar familh Harkonenn a-guzh
Familh Harkonenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]– Baron Vladimir Harkonenn, penn ar familh Harkonenn
– Piter De Vries, Mentat hiskis
– Feyd-Rautha, niz ar baron hag e her gwirheñvel
– Gloessu « Loen » Rabban, niz kozhañ ar baron