Mont d’an endalc’had

Dreyse M1907

Eus Wikipedia
Dreyse Modell 1907
Ur bistolenn Dreyse Modell 1907
Kinnig
Bro orin Impalaeriezh alaman
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil simpl
Munisionoù 7,65 × 17 mm Browning (.32 ACP)
9 mm Parabellum (kentpatromoù)
Ijiner Louis Schmeisser
Produer Rheinische Metallwaaren- und Maschinenfabrik AG
Mare produiñ 1907-1918
Niver produet War-dro 250 000
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 710 g
Hirder 160 mm
Hirder ar c'hanol 92 mm

Endalc'h Karger fiñv 7 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

An Dreyse Modell 1907 zo ur bistolenn damaotomatek ijinet gant Louis Schmeisser ha produet etre 1907 ha 1918 gant an embregerezh alaman Rheinische Metallwaren- und Maschinenfabrik Aktiengesellschaft (Rheinmetall hiziv an deiz). Anvet e voe an arm en enor da Johann Nikolaus von Dreyse.

An Dreyse M1907 zo dezhi ur sistem-tennata dre argil simpl. He c'harger fiñv a c'hall degemer 7 kartouchenn 7,65 mm Browning. A-dreñv d'he c'hulasenn e kinnig an Dreyse M1907 un ibil hag a ziskouez hag eo armet ar skoer pe get[1].

Esaeoù a voe graet e 1910 ha 1911 evit kinnig ur stumm e 9 mm Parabellum abalamour da interest servijoù polis pe maltouterezh 'zo evit ar c'halibr-mañ, met dilezet e voe ar raktres abalamour da gudennoù stag ouzh gwinterell re galet an arm[2].

War-dro 250 000 skouerenn eus an Dreyse M1907 a voe produet etre 1907 ha 1918. Implijet e voe an arm gant arme Aostria-Hungaria da vare ar Brezel-bed Kentañ, ha gant servijoù polis a bep seurt en Alamagn, evel archeriezh Saks pe polis-kêr Berlin[2]. Chom a reas e servij e unvezioù eus ar polis alaman berek ar bloavezhioù 1930, ha roet e voe d'ar milisoù Volkssturm ha Volksgrenadier e dibenn an Eil Brezel-bed. Kalz skouerennoù a voe degaset d'ar gêr evel trofeoù gant soudarded stadunanat, goude dibenn ar brezel.

  1. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 75
  2. 1 2 (en) Dreyse Model 1907, The Armourer's Bench (lennet d'ar 01/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan