Dremmwel (bier)

Eus Wikipedia

Dremmwel a zo anv ur bier (4°-7°) graet gant ar Brasserie de Bretagne. Breset e vez er Vinic'hi ha lakaet e-barzh boutailhoù e Tregon.

Tri seurt a zo: hini melen, hini rous, hini du (ar stout), pe e boutailhadoù bihan (33 cl), pe e fustadoù (20 l) pe e packadoù.

Graet e veze Dremmwel gant ar Brasserie artisanale du Trégor betek 2002 pa voe prenet ar Brasserie artisanale du Trégor gant ar Brasserie de Bretagne.

Bieroù all a vez graet gant Brasserie de Bretagne : Ar-Men, Britt, Celtika, ha Sant.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]