Dreistharoz
Neuz
gourharoz
Ur gourharoz, pe dreistharoz, a vez graet eus un dudenn hag a vestroni gourgalloudoù pe barregezhioù dreistordinal. Alies e vezont gwisket gant treuzwiskoù evit kuzhat o identelezh wirion. C'hoari a reont roll un haroz, oc'h implij o galloudoù evit sikour tud pe gwareziñ ar peoc'h, gwareziñ ar surentez foran ha stourm a-enep an dorfedourien. Ar faltazi gouharozel zo un doare faltazi kreizennet war tudennoù ar seurt-se[1], dreist-holl abaoe ar bloavezhioù 1930, er c'homikoù stadunanat (ha diwezhatoc'h e filmoù Hollywood, heuliadoù filmoù, stiradoù skinwel ha c'hoarioù video), hag ivez er mediaioù japanat (evel kamishibai, tokusatsu, manga, tresadennnoù-bev ha c'hoarioù video).