Mont d’an endalc’had

Dracaena cinnabari

Eus Wikipedia
Dracaena cinnabari
Chalus
Rummatadur filogenetek
Damani Eukarya
Riezad Plantae
Is-riezad Pteridobiotina
Klad Tracheophyta
Klad Angiospermae
Klad Monocotyledoneae
Urzhad Asparagales
Kerentiad Asparagaceae
Is-kerentiad Nolinoideae
Genad Dracaena
Spesad D. cinnabari
Anv skiantel
Dracaena cinnabari
Balf., 1880
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Dracaena cinnabari[1] zo ur spesad plant gwezheñvel brosezat en enezeg Sokotra e Yemen, e Meurvor Indez a-vaez da aod Somalia. Da wezenn-arouez Yemen ez eo bet lakaet[2].

Aarieb (أعْرَهِيْب) eo e sokotreg ; "gwezenn-aerouant Sokotra" ha "gwezenn gwad aerouant" eo anvioù all ar blantenn en abeg da liv ruz he zeñv.

"Gwad ar vreudeur" (دم الأخوين dam al-ac'hawayn) eo an anv arabek, en abeg d'ur vojenn hag a vesk ar Bibl hag ar C'horan : goude bout bet skarzhet eus liorzh Eden, Adam hag Eva o deus engehentet daou vab e Sokotra, Kain hag Abel, Kain o vout ul labourer-douar hag Abel ur maesaer. A-c'houde un tabut e voe lazhet Abel gant e vreur a-daolioù goustilh. Strinkañ dre uheldirioù an enezeg a eure gwad Abel, alese ganedigezh "gwad ar vreudeur"[3].

Taksonomiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ gwezh ma voe deskrivet ar blantenn e voe e-kerzh un enklask renet e 1835 gant al letanant-mor saoz James Raymond Wellsted (1805-1842) e Sokotra evit an East India Company. Pterocarpus draco eo an anv skiantel a voe roet dezhi da neuze, hogen adanvet e voe Dracaena cinnabari e 1880 gant al louzawour skosat Sir Isaac Bayley Balfour (1853-1922) en un deskrivadur ofisiel.

A-douez an 60 betek 100 spesad a zo bet rummataet er genad Dracaena ez eo D. cinnabari unan eus ar 6 hepken a gresk evel ur wezenn[4].

Moarvat ez eo ar "wezenn-aerouant" un adstumm eus plant a greske war enezegi Meurvor Tethys, ur meurvor a oa anezhañ en Triaseg, evel plantennoù all a zo war Sokotra. Lakaet e vez d'un aspadenn eus koadegi istrovanel a oa er c'hevandir anvet Laurazia, a zo bet peuzdistrujet gant dezerzhiekadur Afrika an Norzh[5]

.

Dracaena cinnabari e kreiz Enez Sokotra
Dracaena cinnabari yaouank e Honolulu

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Ur blantenn wezennheñvel a c'hall tizhout 10 metr uhelder eo Dracaena cinnabari. Daoust d'ar blantenn na vout ur wezenn e kresk evel unan : tevaat a ra he gwrizioù hag he c'hef a-feur ma kresk, ha gwalennoù-kresk a gaver en he c'hef evel e hini ur wezenn ; ruz-teñval eo jol rousinek ar blantenn, alese he anv. Trebadus eo he deil stank a stumm ur gurunenn e barr ur c'hef tev skourrek pe get ; pa vez skourrek ar c'hef ne gresk an delioù nemet ouzh ar skourroù yaouankañ. Ne vez skourroù nemet pa baouez ar broñsoù uhelañ da greskiñ evit abeg pe abeg : bleunioù zo deuet, pe lonket eo bet ar broñsoù gant loened geotdebrer. Bep 3 pe 4 bloaz e koll ar blantenn he holl zelioù endra gresk reoù nevez.

E-tro miz Meurzh e teu bleuñv frondus gwenn pe wer ouzh penn ar skourroù. Diwezhatoc'h e tro ar bleunioù da frouezh bihan, a zo hugennoù kigek ha rousinek. Glas eo ar frouezh er penn-kentañ, ha da zu e troont kent mont da orañjez pa vezont azv. Er frouezh e vez betek peder hadenn 4-5 mm o zreuz hag e-tro 68 mg a bouez enno, a vez debret ha neuze skignet gant evned (Onychognathus frater en o zouez).

Azasaet ouzh ar bevañ en un endro krin eo stumm Dracaena cinnabari : desket he deus kreskiñ war nebeut a zouar ha nebeut a zour, etre 150 ha 1 600 metr uhelder, 600 metr an uhelder keitat, en uheldirioù brumennek a zo e kreiz an enezenn. Dre he c'hurunenn ledan ha stank e c'hall mirout glizh, krennañ war an aezhennañ ha pourchas disheol d'ar plantennoùigoù a gresk dindani ; setu perak e vez techet ar "gwez-aerouant" da greskiñ a-vodadoù.

Chalus eo statud ar blantenn hervez an International Union for Conservation of Nature[6].

Yac'h eo an darn vrasañ eus annezva Dracaena cinnabari war Sokotra hogen muioc'h-mui a dud zo en enezenn, degaset ma 'z int bet gant ar greanterezh hag an touristerezh. Taget e vez ar plant dre an diskar gwez, an dreistpeuriñ, hag ar sevel labouradegoù. Paot eo ar "gwez gwad aerouant", hogen darnaouet eo bet e annezva. Dre ma kresk kentoc'h a-vodadoù ez eo diaesoc'h-diaesañ d'ar re yaouank bevañ. Ouzhpenn da ziskar Dracaena cinnabari evit staliañ peurvanoù, an dud a vag o loened gant bleunioù ha frouezh ar blantenn, a zastum he jol evit he gwerzhañ, hag a fard kerdin gant he delioù — kement-se holl en enep da hengoun Sokotriz. Unan eus ar gwalloù brasañ eo e teu Enezeg Sokotra da vout sec'hoc'h-sec'hañ, ar pezh a zigresk ar c'hementad a vrumenn hag a vir ouzh ar plant a vont e bleuñv, neuze ne c'hall ket frouezhiñ ha paotañ. Mar kendalc'h ar stad-se e vefe un digresk a 45% er boblañs ac'hann d'ar bloaz 2080[7].

En hengoun Sokotriz e veze lakaet "gwad an aerouant" da beulouzoù, eleze d'ul louzoù evit pareañ an holl gleñvedoù. Gant an Henc'hresianed, ar Romaned hag an Arabed e talveze evit kleizhennañ goulioù, pareañ ar red-kof hag an derzhienn. Arveret e veze ivez evit pareañ tanijennoù er genoù, er gorzailhenn, er stomog hag er bouzelloù[8].

Rousin ruz Dracaena cinnabari a vez implijet a-werso evit livañ gwiadoù. Er vezegiezh arnevez e vez implijet c'hoazh evel louzoù kleizhennus ha da bareañ ar gwadliñvoù ; da louzoù broudañ e talv ivez, koulz hag evit lakaat maouezi da sioc'hanañ[9]. Peg, toaz-dent, liv muzelloù hag all a vez fardet hiziv diwar "gwad an aerouant"[10].

Evit aozañ gwernis e veze implijet rousin Dracaena cinnabari en Italia an XVIIIvet kantved gant farderien biolinoù ; graet e vez c'hoazh hiziv an deiz, hag evit ober maskloù el luc'hengraverezh.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en) Adolt, Radim & Pavlis, Jindricj. Age structure and growth of Dracaena cinnabari populations on Socotra. in : Trees, levrenn 18, Gouere 2003, pp. 43 (§ diwezhañ). Kavet : 30 Gen 25.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Eus al latin drăco "aerouant" ha cinnăbăr "kinabr" (ul liv ruz-gwad) e teu an anv skiantel.
  2. (en) National tree of Yemen @ Symbol Hunt. Kavet : 30 Gen 25.
  3. (fr) Müller, Quentin. L'arbre dragon témoin d'un passé interdit à Socotra. In : Le Monde diplomatique niv. 850, Genver 2025, pp. 15.
  4. Adolt & Pavlis 2003.
  5. (en) Attore, Fabio & al. Will dragonblood survive the next period of climate change? Current and future potential distribution of Dracaena cinnabari (Socotra, Yemen). In : Biological Conservation, levrenn 18, niv. 3-4, Gwengolo 2007,pp. 430-439. Kavet : 30 Gen 25.
  6. (en) Dracaena cinnabari @ IUCN Red List. Kavet : 30 Gen 25.
  7. (en) Blood Is Life — The Amazing Dragon's Blood Tree @ The Revelator. Kavet : 30 Gen 25.
  8. (en) Gupta, Deepika & al. Dragon's blood: Botany, chemistry and therapeutic uses. In : Journal of Ethnopharmacology, levrenn 115, niv. 3, pp. 361-380. Kavet : 30 Gen 25.
  9. (en) Duke, James A.. Handbook of Medicinal Herbs. Boca Raton, Florida : CRC Press, 2002, p.256 (ISBN 978-1-4200-4046-3)
  10. (en) Khare, C. P.. Indian Medicinal Plants – An Illustrated Dictionary. New York : Springer, 2008