Dražan Jerković

Eus Wikipedia
Dražan Jerković

Dražan Jerković, bet ganet d'ar 6 a viz Eost 1936 e Šibenik (Rouantelezh Yougoslavia d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an 9 a viz Kerzu 2008 e Zagreb (Kroatia), a oa ur melldroader etrebroadel yougoslaviat, aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier.

Kemeret en devoa perzh e Kib vell-droad ar bed 1962 bet aozet e Chile : gant pevar fal ez eas da wellañ paler ar genstrivadeg-mañ (rampo gant Flórián Albert, Garrincha, Valentin Ivanov, Leonel Sánchez ha Vavá). D'ar c'hoarier brazilian Garrincha e voe deroet an trofe koulskoude.

E 1990 e voe anvet da gentañ dibaber skipailh mell-droad Kroatia nevez-krouet.