Douilhez distroñsañ
Neuz
Un douilhez distroñsañ, pe kartouchenn distroñsañ, zo ur pezh heñvel e stumm ouzh hini ur gartouchenn armoù-tan hiniennel, met hep an tammoù a lak anezhi da vezañ oberiant, evel ar poultr, an emors pe ar vannadell distag. Alies ez eus ul liv ruz pe glas dezhi, disheñvel-mat diouzh hini ur munision gwir. He roll eo mirout ouzh skoer pe kambr an arm da vezañ labezet, ar pezh a c'hall c'hoarvezout gant armoù-tan pa denner hep munision. Implijet e vez pa bleustrer war an tennañ hep kartouchenn (dry-fire e saozneg), pa gontroller an arm goude bezañ dreset pe nataet anezhañ, pe e-mesk meteier an nerzhioù surentez, pa vez enlakaet un douilhez distroñsañ e-mesk munisionoù gwir evit gwelet penaos e c'hall an tenner merañ un darvoud-tennañ.
-
Kartouchennoù distroñsañ .22 LR, 9 mm Parabellum, .45 ACP (dirak), .30-06 Springfield ha kalibr 12 (a-dreñv)
-
Douilhezioù distroñsañ kalibr 12, enne gwinterelloù stag ouzh an emorsoù faos