Douilhez (elfenn munision)

Un douilhez[1] zo un elfenn eus munision un arm-tan, hag a zo he fal bodañ elfennoù all a ya d’ober anezhañ : ar vannadell (boled pe plomoù peurliesañ), ar gargad poulzañ, hag an emors. Rolloù all he deus : frankaat e-pad an tenn evit hestankted ar gambr, ha degas un distrewiñ temperadur just goude an tenn, pa vez kaset er-maez eus ar gambr.
Hirder an douilhez a c'hall bezañ un elfenn eus anvioù ar munisionoù, en o anv metrek dreist-holl : kavet e vez neuze e eil plas an anv (19 evit an 9 × 19 mm Parabellum da skouer). War an douilhez e c'haller kaout titouroù diwar-benn natur pe produer ar munision ivez.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An douilhezioù kentañ a voe breouet e Bro-C'hall e 1812 gant an armeurer Jean Samuel Pauly, a ijinas ar gartouchenn glok kentañ, dezhi un douilhez paper hag ur strad e metal. E 1836, ar Gall Casimir Lefaucheux a grouas kartouchennoù brochennet, dezhe douilhezioù kartoñs ha laton. An Alaman Johann Nikolaus von Dreyse, en doa labouret evit Pauly, a ginnigas ur gartouchenn dezhi ur gouhin paper e 1841. Ne voe ket implijet ar munisionoù-mañ e kalz armeoù, war-bouez hini Prusia, abalamour d'o soliusted izel. E 1846 e teuas un nevezinti a-bouez a-berzh an armeurer parizian Benjamin Houiller : ur gartouchenn unpezh savet diwar ur bladenn gouevr pe laton. He framm unpezh a zegase un hestanked mat gant ar gulasenn. Gwellaet e voe ijinadenn Houiller e 1860 gant ar Stadunanad Benjamin Tyler Henry, a savas ur bourled war strad an douilhez. Ganet e oa neuze ar c'hartouchennoù modern, dezhe douilhezioù metalek unpezh[2].
Deskrivadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lodennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ar c'holier a zegemer ar vannadell. Homañ a vez sternet ouzh ar c'holier gant ur poent, ur segmant pe tro-dro penn-da-benn. Gellet a ra ar c'holier bezañ strishaet, neuze e ro ur stumm boutailh d'ar gartouchenn. Kement-mañ a vez graet evit uhelaat ar gargad poulzañ en ur vrasaat endalc'h korf an douilhez peurliesañ. Al lodenn a ra al liamm etre ur c'holier strishaet ha korf ar munision, dezhi ur c'horn, a vez graet "skoaz" anezhi.
- ar c'horf a c'hall bezañ eeun pe krenngernennek. E stumm en deus efedoù war ar sistem pourveziañ ; abalamour da se e c'hall bezañ kromm kargerioù armoù 'zo. Ar ger magnum e anv ur munision a sinifi eo hiroc'h e zouilhez evit gellet uhelaat ar gargad poultr ennañ.
- ar strad eo al lodenn a valir e-maez eus ar gambr. E roll eo kinnig ur c'hrog d'ar graban a laka an douilhez da vont er-maez eus an arm goude an tenn. Stummoù disheñvel a zo d'ar stradoù : gant ur greuzenn (saozneg rimless), ur bourled (rim, merket R e anv metrek ar munision), un hanter-vourled pe damgreuzenn (semi-rimmed, merket SR), pe ur strad bihanoc'h e dreuzkiz evit hini ar c'horf (rebated rim, merket RB). Al lizherenn B a gaver a-wechoù e dibenn anvioù metrek kalibroù 'zo a dalvez belted (« gourizet »), da lavaret eo gant un tevder metal brasoc'h e traoñ korf an douilhez evit kreñvaat anezhi[3].
Danvez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ma oa an douilhezioù kentañ e paper e vez savet ar braz anezhe e laton abaoe ar bloavezhioù 1860, abalamour d'ar metal-mañ bezañ solut, hag izel e genefeder-rimiañ gant an dir. N'eo ket douget d'an daskrign. An dir a vez implijet a-wechoù ivez : merglañ a ra buanoc'h, ha dre se e c'hall c'hoarvezout darvoudoù tennañ abalamour d'an tevder dreist degaset gant ar mergl. Se zo kaoz e ranker gwernisañ pe lakenniñ an douilhezioù dir peurliesañ. An aluminiom a vez implijet a-wechoù, pe an nikel, a zo dezhañ ur riskl da verglañ hag ur c'henefeder-rimiañ izeloc'h.
Douilhezioù ar c'hartouchennoù evit ar c'hanolioù flour o c'hanol evel ar fuzuilhoù-chase a zo graet bremañ e plastek, war-bouez o strad e metal. Implij ar plastek a grog da vezañ studiet evit ar munisionoù all ivez, abalamour d'e briz izel ha da berzhioù mat, met kudenn an tommder produet da vare an tennoù a vir anezhañ da gaout un implij ledanoc'h.

Esaeoù evit chom hep implijout douilhez ebet ken er munisionoù zo bet kaset ivez. Kement-mañ en defe efedoù mat war priz ha mas ar c'hartouchennoù. Ar munision 4,73 × 33 mm, savet gant Heckler & Koch evit o fimpatrom fuzuilh-arsailh G11 er bloavezhioù 1970 ha 1980, pe ar 5,7 mm UCC Voere, a zo enbarzhet o bannadell en ur bloc'h poultr torpezennet, hag a zo sañset mont da get penn-da-benn da vare an tenn. Reoù all, evel ar 7,62 mm Gerasimenko rusian pe ar Gyrojet 12 mm pe 13 mm, a zo enne ur gargad ergol solut hag a boulz ar vannadell e mod ur fuzeenn.
Douilhez distroñsañ
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un douilhez distroñsañ a zo un douilhez goullo, dezhi un emors faos. Savet eo evit gellet implijout skoerioù un arm hep labeziñ anezhe, ma n'eus kartouchenn ebet ennañ.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Hervez geriadur F. Favereau.
- ↑ (fr) HOUSTON Rob, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, p. 113, ISBN 978-2-03-597965-0
- ↑ (fr) LAMOTHE Arnaud, Guide pratique des armes à feu, 2025, 346 p., ISBN 979-104156214-5, pp. 28-37