Mont d’an endalc’had

Dorn amerikan

Eus Wikipedia
Un dorn amerikan.

Un dorn amerikan zo un arm bloñsus, e metal peurliesañ, a siler e vizied ennañ. Pa skoer un den gant un dorn amerikan, nerzh an taol a sko ouzh ur gorread bihanoc'h, en ur zegas ur c'hloazadenn c'hrevusoc'h. Aesoc'h eo d'an den a sko : gwarezet eo e vizied, ha treuzkaset e vez stok an taol da balv an dorn, a zo solutoc'h evit ar bizied.

Ar caestūs[1] implijet gant gourenerien da vare ar Republik en Henroma, hag int bandennoù lêr tro-dro d'an dorn karget gant pezhioù metal, a zo anavezet evel stummoù koshañ an dornioù amerikan a-vremañ, a vefe deuet war wel en XIXvet kantved. Armoù hiron enne un dorn amerikan zo bet anezhe ivez, evel ar revolverioù Apache (krouet war-dro 1870) hag ar c'hontilli-trañche stadunanat Mark I bet implijet er Brezel-bed Kentañ.

E Bro-C'hall e oa renket an dornioù amerikan er rummad D, e-touez an armoù a c'haller prenañ hep aotre adalek 18 vloaz. Gant un dekred embannet d'ar 5 a viz Gwengolo 2025, renket eo bet ar re produet goude ar 1añ a viz Genver 1900 hag enne toulloù evit silañ pevar biz er rummad A, da lavaret eo difennet d'ar boblañs[2].

  1. ↑ (en) Cestus, Merriam-Webster (lennet d'ar 01/09/2026)
  2. ↑ (fr) Décret n° 2025-894 du 5 septembre 2025 modifiant la réglementation des armes blanches, Legifrance (lennet d'ar 01/09/2026)