Doncaster (Yorkshire)

Eus Wikipedia

Doncaster zo ur gêr eus Su Yorkshire, e Bro-Saoz. Asambles gant he bannlevioù hag ar c'hêriadennoù tro-war-dro ez a d'ober Distrig Doncaster, hag a oa poblet gant war-dro 306 000 den e 2016. E kêr Doncaster hec'h-unan ez eus 189 805 den o chom. Betek 1974 e oa Doncaster e West Riding of Yorkshire. Emañ er biz da gêr Sheffield, ma'z eus un aerborzh etrebroadel.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kresket eo Doncaster el lec'h ma oa ur c'hreñvlec'h roman anvet Danum, savet er I kantved war lez ar stêr Don.

Setu pelec'h emañ Doncaster

Orin an anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E skridoù latin e kaver meneg eus kreñvlec'h Danum :

Moarvat eo kar an anv-se da anv ar stêr *Danu(n) (Don)[1].

Diwezhatoc'h ez eas an anv-se da Cair Daun ha goude-se da Don-caster :

  • Danum 4 IA; Cair Daun c 800 (Historia Britonum Nennius) ; Doneceastre 1002 Wills, Donecastre DB, Dunecast' 1130 P[2]

Levrioù talvoudus[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • John Morris : Nennius. British History and the Welsh Annals. Phillimore & Co. Ltd. 1980
  • A.D Mills : Oxford Dictionary of Brirish Place-Names. Oxford University Press. 1981 - 2003.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. A.L.F Rivet & Colin Smith : The Place-names of Roman Britain. Batsford Ltd. 1979. Embannadur 1982, p. 329.
  2. Eilert Ekwall : The Concise Oxford Dictionary of English Place-names. Clarendon Press. Oxford. First edition 1936; Fourth edition 1960, Reprint 1980.