Mont d’an endalc’had

Don Rosa

Eus Wikipedia
Don Rosa e 2010.

Keno Don Hugo Rosa, anavezet dindan e anv-pluenn Don Rosa, bet ganet d'an 29 a viz Even 1951 e Louisville (Kentucky), zo ur aozer comics stadunanat. Oberiant eo bet etre 1987 ha 2007.

Brudet eo evit e labour war hollved Donald Duck, ha dreist-holl war dudenn Scrooge McDuck (Balthazar Picsou e galleg). Savet en deus un heuliad levrioù bandennoù-treset war istor an dudenn, en ur zegas elfennoù drama ha darvoudoù stag ouzh istor Norzhamerika en XIXvet hag en XXvet kantved, hag en ur chom feal ouzh labour Carl Barks, krouer Scrooge McDuck. Merket eo tresadennoù Don Rosa gant pinvidigezh o munudoù, hag an dave a ra ingal da zarvoudoù all bet c'hoarvezet da dudennoù an heuliad pe da zarvoudoù istorel gwir[1].

Daou Will Eisner Award, ar priz uhelañ roet d'an aozerien comics, en deus bet e 1995 hag e 1997[1].

  1. 1 2 (fr) Rosa, Don, Bedetheque.com (lennet d'an 08/12/2025)