Don't Stop Me Now
Neuz
Don't stop me now zo ur ganaouenn gant ar strollad saoz Queen bet embannet en albom Jazz e 1978, hag embannet evel single e miz Genver 1979.
Savet eo ar ganaouenn gant Freddie Mercury o seniñ piano, Roger o seniñ tempourez ha gitar-boud gant John Deacon. Brian May a ra ur solo gitar nemetken peogwir ne blije ket ar ganaouenn dezhañ.
Freddie Mercury en deus savet ar ganaouenn, a zo swing gant ul lusk leun a startijenn ha meulodius-tre. Mesket eo al luskoù, sioul eo an digoradur, hag a-daol-trumm e krog evit gwir ar ganaouenn. Muzuliet eo bet e un doare soutil perzh ar binvioù ambrougiñ ha hini ar strollad, ha krouet ez eus bet e-giz-se ur meskaj bourrus.