Domitianus (impalaer galian)

Eus Wikipedia

Domitianus (latin : Imperator Caesar Domitianvs Pivs Felix Avgvstvs) a oa ur jeneral roman hag en em embannas impalaer an Impalaeriezh c'halian war-dro ar bloaz 271. Hogozik netra a anavezer diwar e benn, hag e "ren" ne badas nemet un nebeud deizvezhioù.

Nemet daou bezh moneiz hon eus anezhañ. Unan a voe bet kavet en un teñzor e Bro-Saoz, ar pezh a brou n'eo ket un drevezerezh. Warnañ e c'heller lenn CONCORDIA MILITUM, un arnodenn gant Domitianus da lakaas da grediñ e harpe al lu anezhañ.

En e raok
Victorinus
Impalaer an Impalaeriezh c'halian
271
War e lerc'h
Tetricus I