Doire (kêr)

Eus Wikipedia

Skeudennaoueg.

Doire (distaget: [ˈdorʲə]) pe Doire Cholm Cille, Derry (distaget: [ˈdɛrɪ]) pe Londonderry e saozneg, zo ur gêr vras e Hanternoz Iwerzhon, e kontelezh Doire. E saozneg e ra ar vroadelourien gant an anv Derry, pa ra an unanourien (ar re a-du gant ar Rouantelezh Unanet) gant an anv Londonderry.

Emañ ar gêr gozh war ribl kleiz ar stêr Feabhal; bremañ en em astenn kêr en daou du d'ar stêr. Poblañs kêr hec'h-unan a oa 83 652 a dud e niveradeg 2001. En tolpad-kêrioù en em astenn war-hed 20 miltir (32 km) diouzh kreiz-kêr ez eus ouzhpenn 237 000 den (istimadur: 2008). Tost eo Doire da harzoù kontelezh Dún na nGall ha Republik Iwerzhon. Pevare brasañ kêr Iwerzhon an hini eo hag an eil e Norzhiwerzhon.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An anv "Doire" a dalvez kement ha "derveg", "dervenneg", hag a vije kar d'ar ger brezhonek derv, pe gentoc'h d'ar stumm "diri" (kembraeg: deri) a gaver en anvioù-lec'h, evel Plouziri pe Dirinonn, hag a dalvez "dervenned".

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kontañ a reer e oa bet savet kêr gant sant Koulmkell (Colm Cille), ur manac'h iwerzhonat eus ar VIvet kantved. An darvoudoù pouezusañ en istor ar gêr eo Seziz Doire e 1688-1689 hag ar Sulvezh Gwadek d'ar Sul 30 a viz Genver 1972, pa voe lazhet 13 manifester[1] gant soudarded saoz.

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ur pevarzekvet den a oa bet gwall c'hloazet a varvas pevar miz diwezhatoc'h.