Mont d’an endalc’had

Dodge City (Kansas)

Eus Wikipedia
Delwenn e koun ar saout Longhorn e Dodge City.

Dodge City zo ur gêr e kontelezh Ford, e su Kansas (Stadoù-Unanet Amerika). 27.663 annezad a oa e 2024[1].

Savet e voe ar gêr e 1864 hag anvet en enor d'ar c'horonal Henry I. Dodge. Hent Santa Fe a rede dre Dodge City, a oa war harzoù ar c'hornôg e dibenn an XIXvet kantved. Kalz tropelladoù saout a veze dre ar gêr ivez. Bat Masterson ha Wyatt Earp a voe poliserien eno. Abalamour da se eo deuet Dodge City da vezañ un arouez eus trec'h ar Stadoù-Unanet war ar C'hornôg.

Er sevenadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor ar film Dodge City (1939) a c'hoarvez er gêr, evel hini Winchester '73 (1950), gant James Stewart.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Dodge City city, Kansas, United States Census Bureau (lennet d'an 08/02/2026)