Mont d’an endalc’had

Doare du

Eus Wikipedia
Poltred Amelie Elisabeth von Hessen, gant Ludwig von Siegen, 1642

An doare du a reer eus un teknik engravañ ma saver skeudennoù en un niver bras a arlivioù gris adalek gwenn betek du, dre c'hreunennaat ur blakenn vetal (kouevr peurliesañ) a-raok flastrañ mui pe vui ar gorreadoù greunennek el lec'hioù a venner sklaeraat er moullañ. Mezzo tinto a reer ivez eus an teknik-se, diwar an italianeg mezza tinta, "hanter liv".

En Alamagn e voe ijinet e-kreiz ar XVIIvet kantved ; e Bro-Saoz e voe arwellaet en dekvloaziadoù da heul, hogen dilezet e voe kent dibenn an XVIIIvet kantved, moarvat abalamour ma 'z eo diaes-bras ha hir-hir aozañ skeudennoù en doare-se.

Oberennoù tri pe bevar liv dezho a oa bet graet en doare du, met ijinet e voe doareoù nevez hag aesoc'h da engravañ gant livioù.

Adalek ar bloavezhioù 1950 avat e voe an doare du en implij en-dro — gant an Izelvroad M. C. Escher (1898-1972), ar Japanad Yōzō Hamaguchi (1909-2000) hag ar Gall Mario Avati (1921-2009), da skouer — hag arzourien a ra gant an teknik-se c'hoazh er bloavezhioù 2020 — ar Gall Pierre Vaquez, bet ganet e 1963, en o zouez.

Skeudvarrennigoù ha poentigoù eo an daou zoare paotañ a vez arveret gant an engravourien evit deouezañ an arlivioù gris.

Barnadenn Pâris gant M. Raimondi, c. 1519

E deroù an Azginivelezh en Italia, an engravour Marcantonio Raimondi (1480-1534) a ijinas un doare nevez : tresañ ar skeudenn gant an engravour (ur gizell arbennik) evel boaz, ha kaout al livioù gris dre ziflouriñ ar blakenn gouevr gant ur maen-poeñs kent he lintrañ en-dro gant ur flourer war al lodennoù a zlee bout sklaer war ar voulladenn. Ur skouer eo Barnadenn Pâris, bet engravet e-tro 1519 hervez un dresadenn gant Raffaello Sanzio[1]. War a hañval, den all ebet ne reas gant an doare-ober-se ken pan eas an engravour da Anaon.

Tremen ur c'hantved goude marv M. Raimondi, ul letanant-koronal hag engravour e Landgraviezh Hessen-Kassel anvet Ludwig von Siegen (1609-1680) a ijinas un doare nevez da zeouezañ an arlivioù gris, marteze a-c'houde en devout skrabet drour-kreñv (trenkenn nitrek, HNO3) betek re. En doare-se e reas poltred ar gontez Amelie Elisabeth von Hessen er bloaz 1642. Diwezhatoc'h e voe graet doare du eus an teknik-se.

Ar priñs Ruprecht von der Pfalz a wellaas an doare dre ijinañ ar vrañsell, eleze ar benveg a lakaer da vrañsellat dizehan a-hed ar blakenn gouevr evit he greunennaat.[2]. Gant eiler ar priñs, ar Flandrezad Wallerant Vaillant, e voe arveret an doare — hag ar benveg nevez, a zegasas da Amsterdam evit e lakaat er c'henwerzh ken abred hag ar bloavezhioù 1660. Un engravour yaouank eno, Abraham Bloteling (1640-1690) a droas d'ur mestr war an doare du adalek 1671 ; da Vro-Saoz e kasas an teknik[3].

Berzh bras a eure an doare du e Bro-Saoz an XVIIIvet kantved, implijet ma voe gant arzourien veur : John Smith (1652-1742), Jakob Christof Le Blon (un Alaman, 1667-1741), Elisha Kirkall (1681-1742) ha John Raphael Smith (1752-1812). Gant J. Ch. Le Blon e voe ijinet fardañ skeudennoù livet dre an doare du dre veur a blakenn gouevr, unan evit pep liv, a vouller war ur follenn baper hepken.

Buan avat e voe merzet bevennoù an doare du. A-hed an XVIIIvet kantved e troas mui-ouzh-mui ag arzourien war-du an engravañ gant teknikoù deveret diouzh an dour-kreñv, evel an engravañ dre walc'hiñ (ma vez lakaet rousin war al lodennoù sklaeroc'h kent tommañ ar blakenn evit pegañ ar rousin ouzh ar metal ha neuze soubañ an engravadur en un drenkenn FeCl3) ; ar Gall Jean-Baptiste Le Prince (1734-1781) a voe ur mestr war an doare-se ha gantañ e voe gwellaet, ar pezh a c'hanas an acquatinta (war ar blakenn goloet a rousin e vez gwerniset al lodennoù a rank bout sklaer pe sklaeroc'h a-raok ar soubadenn en drenkenn).

War ur blakenn gouevr peurliesañ e vez engravet en doare du. Meur a venveg zo rekis evit prientiñ ar blakenn-se hag he flouraat goude el lec'hioù ma venner kaout arlivioù gris pe c'hrisoc'h etre an du-pod hag ar gwenn-kann er skeudenn voullet war baper.

Daou ober zo evit engravañ en doare du : greunennaat ar blakenn da gentañ, engravañ ar skeudenn en ur grouiñ arlivioù gris da eil.

A. Brañsell da brientiñ ar c'houevr.
a. Linennoù asket el lavnenn evit stummañ dent enni.
b. An dent
B. Letu ar vrañsell.
c. Beskell ma 'z eus bet garanet linennoù da ober dent.
d. Beskellig stummet dre lemmañ ar benveg gant un higolenn.
C. Brañsellig da adc'hreunennaat ar c'houevr pa vez rekis.
D. Raker evit engravañ.
E. Letu ar raker.
F. Benveg doubl : ur penn evit flouraat (ur flouraer, el laez), ar penn all evit skrabañ.

Ouzhpenn ar binvioù-se ez eo emsavus kaout ur rodig troadek evit reizhañ ar greunennaat mar be ret, ur boentenn droadek evit tresañ pikoù, hag ur werenn-greskiñ evit engravañ ar munudoùigoù.

Div vrañsell
O c'hreunennaat (J. Rothchild, 2017)

Ar vrañsell eo benveg pennañ an engravañ en doare du. Hollret eo e vefe graet e dir kalet-kenañ ha lemm-tre, gant linennoù ha dent moan-moan : pep linenn a rank stummañ un dant gouest da c'haranañ ar c'houevr. Etre 30 ha 50 dant dre gantimetrad a lavnenn eo an niver rekis[4]. Dav eo ivez derc'hel ar benveg lemm-kenañ, ha diwall stumm e lavnenn : mard eo re gromm e toullo ar blakenn, mar n'eo ket kromm a-walc'h ne gleuzo ket a-walc'h ar metal.

Gant ar vrañsell neuze e vez greunennaet ar blakenn gouevr : krouiñ izelennoùigoù munut-munut ha diniver war he gorre a reer e gwirionez ; pep izelenn hag he barvennoù a zalc'ho al liv pa vo moullet ar skeudenn.

Da gregiñ ganti e lakaer ar vrañsell da vont war-raok war ar blakenn, goustadik, en ur lakaat al lavnenn da vrañsellat a-stur gant ar bordoù, kement-se betek ma vefe goloet ar gorread gant izelennoù. Goude-se ec'h adkroger da c'hreunennaat, hogen a-veskell : eus tu kleiz al laez da du dehou an traoñ, eus tu dehou al laez da du kleiz an traoñ, ha goude-se hervez kement kogn ma c'heller labourat. Peurc'holeiñ ar blakenn gant izelennoùigoù stank-stank eo ar pal ; 80 tremen da nebeutañ gant ar vrañsell zo rekis evit prientiñ ar c'houevr, 100 zo mat : seul niverusoc'h ha stankoc'h an izelennoù, seul danavoc'h e vo greunenn ar blakenn ha seul ledanoc'h ar skalfad arlivioù a c'heller kaout.

Borodus ha skuizhus-bras eo greunennaat ur blakenn gouevr, rak dav eo strivañ ha teurel evezh a-hed monedone ar vrañsell ; nepred n'eo an ober-se unan mekanikel penn-da-benn. Den estreget an arzour(ez) ne c'hall greunennaat, pa oar petore perzh liv du a glot gant an oberenn a zo war sevel — didalvez eo fiziout ar vrañsell en un den all neuze. Evit aesaat al labour arabadus-se ez eo mat koulskoude greunennaat en ur selaou sonerezh lusket-mat : rock 'n' roll, da skouer ; peogwir ez eo hir al labour e c'heller selaou sonerezh klasel kel lusket all, ingaloc'h ha padusoc'h e lusk eget hini kanouennoù an eil re war-lerch ar re all.

Evit krouiñ izelennoù er metal e ranker lakaat troad ar benveg da vrañsellat war-raok ha war-dreñv da gentañ, a gleiz da zehou da c'houde, evit ma vefe dantet ar metal en un doare reoliek hag unvan — arabat eo neuze lezel ar beskelloùigoù a vefe e pep penn al lavnenn da gleuzañ ar blakenn[5]. Mard eo graet mat al labour e vo dalc'het mat al liv pa vo moullet ar skeudenn, ha dispar e vo an abladennoù anezhi, eleze ar gorreadoù hep tresoù, skeudvarrennigoù pe boentigoù warno.

Ken diaes eo al labour greunennaat ma 'z eus bet klasket sevel mekanikoù evit ober, en XIXvet kantved ; dipitus e voe an disoc'h avat : dizunvan e oa gorread ar plakennoù metal, neuze e veze moullet griz teñval kentoc'h eget du, ha griz sklaer e-lec'h gwenn.

Pa vez bet greunennaet ar blakenn gouevr e c'heller kregiñ da engravañ ar skeudenn enni. Disheñvel diouzh an doareoù all eo an doare du : pa grog an engravourien all dre ur gorread sklaer evit krouiñ skeudoù, dalc'hidi an doare du a grou takadoù gwenn hag arlivioù gris dre flastrañ greunenn ar blakenn, kement hag ez eo ret ober, gant ur raker pe ur flouraer. En doare-se e c'heller kementadiñ pizh al liv du a chomo war ar blakenn ha neuze kaout ur skalfad arlivioù ledan, eus an du-pod betek ar gwenn-kann.

Treset e vez ar skeudenn war-eeun war ar blakenn, pe treuzkaset e vez warni dre ur follenn paper glaou.

Goude-se e krog an engravañ : lezet evel m'emaint e vez al lodennoù a rank chom du ; skrabet e vez ar re a vo damzu ; flouraet mui-pe-vui e vez al lodennoù a vo er skalfad gris : raket e vez ar gorreadoù a vo gwenn. Evel-se e reizher ar c'hementad a liv a chomo war ar blakenn hag a vo moullet war baper.

Gant ur skramm goulaouet — alies ur follenn paper kalk stegnet dirak ul lamp — e c'hall an engravourien ensellet ar blakenn vetal dre he lakaat er gouloù hervez meur a gogn. Lod tud a laka ur gwiskad tanav glaou-koad war ar blakenn evit ober kement-se.

N'eo ket gwall ziaes moullañ ur plankenn a zo bet engravet en doare du, gant ma vo bet "brañsellet" evel m'eo dleet.

Livañ

Tommet e vez ar blakenn gouevr a-raok he livañ gant un tapon pe ur roll ; ur bannac'h eoul a vez lakaet el liv, un tammig muioc'h eget en doareoù all met arabat eo e vefe re rak mastariñ ar skeudenn a c'hellfe ober. Goude-se e vez torchet ar plankenn evit lemel an dreistad liv, gant ur bilhenn darlatan (koton tev gwiadet-boull) a-raok echuiñ gant plaen an dorn, pe ur biz, goloet a wenn kleiz (CaCO3). Evit ma vefe kannoc'h c'hoazh ar gwennoù e vezont torchet ur wezh ouzhpenn gant ur bilhenn seiz.

Paper

Paper pounner (~300 gramm/m² da vihanañ), dous ha dibeg, graet diwar pilhoù eo ar gwellañ evit moullañ engravadurioù aozet en doare du. Paper Japan (和紙 washi) a c'heller implijout, hogen gant disoc'hoù disteroc'h. Gwelloc'h eget washi eo ar paper eus Sina (中国纸 zhōngguó zhǐ) gant ma vo bet peget war ur follenn paper pilhoù.

Hollret eo glebiañ ar paper a-raok e arverañ.

Gwaskañ

Kreñvoc'h eget en doareoù all eo ar gwask a zo rekis evit moullañ. Div pe deir lienenn dev a stalier etre kranenn uhelañ ar gwask hag ar paper gleb a lakaer war ar blakenn ; gant al lienennoù-se e vez bountet ar paper en izelennoù ar blakenn.

Goude ar moullañ e vez istribilhet ar follenn baper ha lezet da sec'hiñ keit ha ma vo ezhomm ; kaletaat a ra al liv neuze, hogen da ziwall zo c'hoazh pa embregerer ar follenn rak gwallaozet e vefe ar skeudenn gant an disterañ graspadur, ha bizied druz a zrastfe flour an du.

Moulladennoù

Un nebeud moulladennoù a vez graet evit ma c'hellfe an engravour gwelet disoc'h e labour ; amprouennoù a reer eus ar re-se, a vez merket evit o diforc'hañ diouzh ar skeudennoù a vo moullet war o lerc'h.

Mar n'eo ket laouen an arzour gant e labour e c'hall adkemer ar blakenn gouevr evit he wellaat ; amprouennoù all a vez graet goude-se. Pa vez mat pep tra e vez moullet da vat ar skeudennoù — 20 moulladenn anezho d'ar muiañ kent ma 'z afe o ferzhioù war zisteraat. Mar ranker, evit abeg pe abeg, moullañ muioc'h a skouerennoù e c'heller dirañ ar blakenn, da lavaret eo he lakaat ker kalet ha dir dre he c'holeiñ dre dredanrannadur gant ur gwiskad houarn tanav-tanav ; nebeut-tre a embregerezhioù zo gouest da zirañ plakennoù evit an doare du, ker kizidik m'eo bet labour an engravour.

Engravadurioù liesliv dre an doare du

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Meur a zoare zo da voullañ skeudennoù liesliv diwar engravadurioù en doare du.

  • An hini aesañ eo dourlivañ gant an dorn ur voulladenn e du.
Louis XV, J. Ch. Le Blon, 1739
Kigennoù penn un den, J. F. Gautier d'Argoty, 1746
  • War-dro ar bloaz 1712, J. Ch. Le Blon a ijinas ober gant ur blakenn gouevr dre liv. Teir flakenn a vez arveret peurvuiañ ouzhpenn d'an hini zu : unan evit ar glaz, un eil evit ar melen hag un trede evit ar ruz. Brudet eo an engravadur a reas evel-se diwar un eoullivadur gant Hyacinthe Rigaud, Poltred ar c'hardinal Fleury.


Pemp plakenn avat a voe implijet gant an engravour alaman evit moullañ poltred ar roue gall Louis XV e 1739[8].
Da heul J. Ch. Le Blon e reas an engravour gall Jacques Fabien Gautier d'Agoty (1711-1786) evit sevel skeudennoù korfadurezh e levr Myologie complette en couleur et grandeur naturelle (1746)[9].
Ur c'hwitadenn e voe an doare a-fet kenwerzh, rak seul vuioc'h a blakennoù kouevr seul gempleshoc'h al labour. Bez' ez eus engravourien hag a ra skeudennoù liesliv hiziv an deiz, evel Laurent Schkolnyk (*1953) e Naoned[10].
  • An engravour saoz William Ward (1766-1826) a ijinas un trede doare da voullañ livioù en doare du. Abaoe ar XVvet kantved e veze livet skoroù war-bouez un tapon koad paket en ur bilhenn soubet el liv a-raok ar moullañ, hogen ne voe diorroet da vat an teknik-se nemet adalek 1685 gant an engravour izelvroat Johannes Teyler (1648-1709), en devoe ur breoued e 1688[11]. Gant an doare-se e rae William Ward : war ur blakenn gouevr hepken e lakae pevar liv ouzhpenn an du (gell, glaz, gwer, melen ha ruz). Skoemp eo al labour, pa ranker ledañ pep liv gant an dorn hep na vefe kemmesket gant al livioù amezek. En e c'houde e reas al livour saoz George Stubbs (1724-1806) un nebeud skeudennoù ivez.


Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr) Béguin, André (1977). Dictionnaire technique de l'estampe. Bruxelles : André Béguin, 1998 (ISBN 978-2-903319-02-1)
  • (fr) Bosse, Abraham. De la mani-re de graver à l'eau forte et au burin et de la gravure en manière noire. Paris : Charles-Antoine Jombert, 1758, pp. 117 sqq.. Kavet : 14 Ebr 25.
  • (en) Chelsum, James. A History of the Art of Engraving in Mezzotinto. Winchester : J. Robbins, 1786, en-linenn. Kavet : 14 Ebr 25.
  • (en) Hind, Arthur M.. A History of Engraving and Etching. New York : Dover Publications, 2011 (ISBN 978-0-486-14887-8)
  • (fr) Laborde, Léon de.Histoire de la gravure en manière noire. Paris : Jules Didot, 1839, en-linenn. Kavet : 14 Ebr 25.
  • (en) Stijnman, Ad & Savage, Elizabeth. Printing Colour 1400-1700 – History, Techniques, Functions and Receptions. Leiden : Brill, 2015 (ISBN 978-90-04-26968-2)
  • (fr) (Stroll). Ars nigra : la gravure en manière noire aux XVIIe et XVIIIe siècles. Caen : Somogy & Musée des Beaux-arts de Caen, 2002 (ISBN 978-2-85056-596-0)
  • (en) Wax, Carol. The mezzotint : History and technique. New-York : Harry N. Abrams Inc., 1990 (ISBN 978-0-8109-3603-4).
Levrioù evit ar vugale

En doare du ez eo bet skeudennaouet al levrioù-mañ, evit ar vugale adalek 5 bloaz.

  • (fr) Lévy, Didier (skrid) & Vaquez; Pierre (skeudennoù). Aspergus et moi. Paris : Éditions Sarbacane, 2017 (ISBN 978-2-37731-020-3)
  • (fr) Lévy, Didier (skrid) & Vaquez; Pierre (skeudennoù). Le Train Fantôme. Paris : Éditions Sarbacane, 2019 (ISBN 978-2-37731-250-4)
  • (fr) Lévy, Didier (skrid) & Vaquez; Pierre (skeudennoù). Olo – Naissance d’un héros. Paris : Éditions Sarbacane, 2022 (ISBN 978-2-37731-842-1)
  • (fr) Lévy, Didier (skrid) & Vaquez; Pierre (skeudennoù). Charlie's Follies. Paris : Éditions Sarbacane, 2025 (ISBN 979-10-408-0516-8)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. (fr) Le Foll, Joséphine. Raphaël – Sa vie son œuvre son temps. Vanves : Hazan, 2012, pp. 296-297 (ISBN 978-2-7541-0149-3)
  2. (en) Evelyn, John. Sculptura: or The history, and art of chalcography and engraving in copper. London, 1662, pp. 145-148. Kavet : 14 Ebr 25.
  3. Hind 2011.
  4. Ars nigra, pp. 28-29.
  5. Béguin 1977.
  6. Diwar un dresadenn gant Camillo Procaccini.
  7. Diwar un dresadenn gant George Morland.
  8. Ars nigra 2002, pp. 80-81.
  9. (fr) L'Ange anatomique @ BnF. Kavet : 14 Ebr 24.
  10. (fr) (en) Laurent Schkolnyk @ Schkolnyk Fine Art. Kavet : 14 Ebr 25.
  11. Stijnman & Savage 2015, p. 43.