Dle Haiti da Vro-C'hall

Eus Wikipedia
Hispaniola war ur gartenn eus 1723
Feur-emglev 1825

Dle Haiti da Vro-C'hall a vez lavaret eus an arc'hant goulennet gant Bro-C'hall digant Haiti evit paeañ un dle goude berzañ ar sklaverezh. E 1825 e voe sinet ur feur-emglev etre an div vro.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War-dro dibenn an XVIIIvet kantved e oa brudet trevadenn Saint-Domingue, lodenn gornôk enez Hispaniola, da vezañ an drevadenn binvidikañ er bed gant un hanter vilion a sklaved afrikan, 792 labouradeg sukr, 2 810 stal-gafe, 3 097 labouradeg indigo ha 705 stal-gotoñs, hag a deue anezho, en 1788, marc'hadourezh hag a dalveze kement ha 239 milion a lurioù, hag a veze kaset da Europa pe da Norzhamerika. Entre 1763 ha 1789 e teuas ac'hano pinvidigezh kêrioù Naoned, Bourdel, Pariz, La Rochelle, Baiona.

En 1791 goude ur marevezh a vrezelioù diabarzh etre ar re wenn en un tu, ar re zu hag an hironed dieub en tu all, ec'h em savas ar sklaved en hanternoz an drevadenn.

En 1793 e voe diskaret ar sklavelezh gant komiserien bolitikel ar Republik c'hall Léger-Félicité Sonthonax (1763-1813) hag Étienne Polverel (1738-1795) e Saint-Domingue.

Adal 1794 e kemeras Toussaint Louverture penn an emsavadeg.

En 1802 e voe kaset un arme gant ar C'honsul Napoleone Buonaparte. D'ar 1añ a viz Genver 1804 e voe disklêriet dizalc'hted Haïti.

Goulennoù digoll at C'hallaoued[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pa voe embannet dizalc'hted Haïti ne voe ket anavezet gant kalz a vroioù, ha ne c'halle ket ar vro ober marc'had  ; buan goude an dizalc'hted e voe soñjet prenañ an douaroù evel ma voe graet e Louiziana gant Bro-C'hall digant SUA en 1803.