Djouangeg
Neuz
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
| Djouangeg ('Vahcuengh) | |
|---|---|
| Perzhioù | |
| Komzet e : | Sina |
| Rannved : | Guanxi |
| Komzet gant : | 4 milion |
| Familh-yezh : | Yezhoù taiek-kadaiek
|
| Statud ofisiel | |
| Yezh ofisiel e : | Sina (Rannbarzh Emren Djouang) |
| Akademiezh : | - |
| Kodoù ar yezh | |
| ISO 639-1 | za |
| ISO 639-2 | zha |
| ISO 639-3 | |
| Kod SIL | |
| Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh. | |
Ur yezh taiek eus skourr ar yezhoù taiek ar c'hreiz eo an djouangeg (djouangeg: cueŋь/cuengh; sinaeg: 壮语; pinyin: zhuàngyǔ) komzet e Rannbarzh Emren Djouang (Zhuang) e Guangxi e Sina e-lec'h m'emañ ur yezh ofisiel.
War zigresk eo implij ar yezh tra ma heñvela ar Djouanged ouzh ar Siniz.
War ranniezh Kontelezh Wuming eo diazezet yezh ofisiel. Bouyieg, ha a varner evel ur yezh dizalc'h e Sina, a zo ur rannyezh eus Djouangeg hepken. Komzet eo war harzioù etre Guangxi ha Guizhou. Ur c'hontinuom rannyezhel ez eus etre djouangeg ha Bouyieg
Djouangeg a zo ur yezh donennel. C'hwec'h tonenn he-deus e silabennoù digor
| Niver | Trolinenn | Livadur |
|---|---|---|
| 1 | 24 | o pignat |
| 2 | 31 | izel o kouezhout |
| 3 | 55 | uhel ingal |
| 4 | 42 | o kouezhout |
| 5 | 35 | uhel o pignat |
| 6 | 33 | krenn ingal |
Div donenn (uhel hag izel) he-deus en silabennoù serret.