Dizourañ
| Iskevrennad eus | nutrition, metabolism, and development symptom, occurrent |
|---|---|
| Efed | sec'hed |
| Dibarder mezegel | endocrinology, intensive care medicine |
| Louzoù | saline solution |
| Anaouder WordLift | http://data.medicalrecords.com/medicalrecords/healthwise/dehydration |
| ICPC 2 ID | T11 |
E fiziologiezh e vez graet dizourañ, pe dishidratañ eus an diouer a zour en ur c'horf a zegas kudennoù e mont en-dro ar c'horf[1]. Ur wezh erru ar c'horf er stad-se pa vez kollet re a zour gantañ, alies da-heul re a c'hwezadur, kudennoù yec'hed, pe un doare dizingal da evañ dour. Un dishidratadur skañv a c'hall erruout abalamour d'un diuradur dre soubidigezh, ar pezh a uhela ar riskl a wallzarvoud digenwaskañ evit ar splujerien.
An darn vrasañ eus an dud a c'hall koll 3–4% eus hollad dour ar c'horf digudenn hag hep ma vije azonioù yec'hed. Ur wech tizhet 5–8% a zishidratadur e kroger da gaout kudennoù skuizhder ha mezevellegezh. Pa vez kollet ouzhpenn 10% eus hollad dour ar c'horf e vez azonioù grevusoc'h eus ar spered hag ar c'horf, ouzhpenn kaout sec'hed. Ar marv a c'hell erruout pa dizher 15 betek 25% a zour a vank er c'horf[2]. An dizourañ skañv a vez renket dre azdourañ dre ar genou, met pa vez grevus e vez ezhomm degas an dour ouzh he enflistrañ er gwazhied.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (November 1997) "Language guiding therapy: the case of dehydration versus volume depletion". Annals of Internal Medicine 127 (9): 848–853. DOI:10.7326/0003-4819-127-9-199711010-00020
- ↑ Ashcroft F, Life Without Water in Life at the Extremes. Berkeley and Los Angeles, 2000, 134-138.