Dixie (rannvro)

Eus Wikipedia
  • Ur bajenn disheñvelout Dixie zo ivez.
Ar Stadoù e ruz teñval a zo lakaet a vepred eus an ez- Stadoù Kengevreet Amerika, ar re e ruz sklaer ne vezont ket lakaet dre ret. Ar stadoù e ruz roudennet a vez ouzhpennet a-wechoù dre al liammoù istorel o devoe gant Stadoù ar Su.
"DIXIE'S LAND", kartenn-bost bloavezh

Dixie (a-wechoù anvet Dixieland) zo ul lesanv amerikan evit komz diwar-benn Stadoù su ar Stadoù-Unanet. Resisoc'h ez eo al lesanv roet d'an tiriadoù a veze kavet e Stadoù Kengevreet Amerika, ha d'ar Stadoù a oa a-du gant ar sklaverezh met chomet en unaniezh (West Virginia, Kentucky, Maryland, ha Missouri).

Ar stadoù-se a veze kavet holl a-dreñv al linenn Mason-Dixon a lakae un harz etre ar stadoù a-du hag a-enep ar sklaverezh hag hervez al lezenn.

E-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika, e oa lesanv karantezus Stadoù Kengevreet Amerika. Hiziv-an-deiz c'hoazh e vez implijet an anv Dixie evit envel Stadoù Su ar Stadoù-Unanet.

"Heart of Dixie" zo ul lesanv roet da Alabama, dreist-holl d'ar gêr a voe kêr-benn Stadoù Kengevreet Amerika, ha kêr-benn Alabama hiziv : Montgomery.