División Azul
| Rann eus | Wehrmacht |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | Gouere 1941 |
| Lesanv | División Azul |
| Anv ofisiel | 250. Infanteriedivision Spanische Freiwilligendivision, 250.ª División de Infantería de voluntarios españoles, 250.ª División Española de voluntarios |
| Anv er yezh orin | División Azul |
| Perzhiad e | Talbenn ar Reter |
| Brezel | Tikhvin defensive operation, Tikhvin offensive, Operation Polar Star, Battle of Krasny Bor, Talbenn ar Reter |
| Skour lu | Heer (Wehrmacht) |
| Stad | Spagn |
| Bet erlec'hiet gant | Blue Legion |
| Present in work | Order of battle during the Battle of Krasny Bor |
| Deiziad divodañ | 17 Du 1943 |
| Renet gant | Agustín Muñoz Grandes, Emilio Esteban Infantes |
An 250vet rann-arme troadegiezh (alamaneg: 250. Infanterie-Division), brudetoc'h evel División Azul (alamaneg: Blaue Division), a oa un unvez emouestlidi eus Spagn frankoour oberiant etre 1941 ha 1943 el Lu alaman (alamaneg: Heer) war Talbenn ar Reter an Eil Brezel-bed. An anv ofisiel e oa ar Rann-arme youlidi spagnol (spagnoleg: División Española de Voluntarios) gant al lu spagnol.
Francisco Franco a oa bet trec'h goude brezel diabarzh Spagn (1936–1939), harpet e oa bet ar vroadelourien gant Alamagn nazi. Renad aotrouniek Franco, en un doare ofisiel, a oa chomet neptul en Eil Brezel-bed met tomm e oa ouzh an Ahel. Goude obererezhioù ministr spagnol an aferioù estren Ramón Serrano Suñer hag ul lod eus pennoù bras al lu spagnol goude an 22 a viz Even 1941 ha lañs an Oberiadur brezel Barbarossa, Franco a oa bet a-du da aotreañ keodedourien spagnol da emezeliñ en un doare prevez el lu alaman hag a-du e oa da harpañ anezho dre an dafariñ nemetken. Ur rann-arme troadegiezh a oa bet savet neuze diwar Falanjisted hag ofiserien eus al lu spagnol ha kaset e oa bet da c'hourdoniñ en Alamagn. An unvez a oa bet o stourm war Talbenn ar Reter e seziz Leningrad, dreist-holl en emgann Krasny Bor. Distroet e oant eus an talbenn goude ma vije bet pouezet gant ar Gevredidi war Bro-Spagn e miz Here 1943. Distroet e oant da Vro-Spagn nebeut amzer goude-se. Meur a vil den a oa chomet war an Talbenn hag e oant bet lakaet er 121vet rann-arme troadegiezh, en unvez berrbad Legión Azul, hag evit echuiñ er Waffen-SS.