Diu vi Salvi Regina

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

An Diu vi salvi Regina eo kan broadel Korsika. Krouet e oa bet e 1676 e bro-Italia gant Francesco di Geronimo. Dont a ra an Diu vi salvi Regina eus ar Salve Regina, skrivet e latin e 1097 gant Adhemar di Monteil. Dibabet e oa bet an Diu vi salvi Regina da vezañ kan broadel Korsika e-pad ur c'huzul en Orezza d'an 30 e viz Genver 1735. Er c'huzul-mañ e oa bet distaget broad Korsika diouzh Republik Genova, embannet e oa bet he dizalc'hiezh ha kemeret he deus e he flas dindan gwarez ar Werc'hez Vari. Daou gemm a vez graet e pozioù ar ganaouenn orin: disperati zo bet erlec'hiet gant tribolati, ha nemici vostri en deus bet erlec'hiet gant nemici nostri. Setu pozioù ar c'han broadel e korseg: Dìo (pe Diu) vi salvi Regina.

Pozioù e korseg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Diu vi salvi Regina
È madre universale
Per cui favor si sale
Al paradisu.
Voi siete gioa è risu
Di tutti i scunsulati
Di tutti i tribulatti
Unica speme.
À voi sospira è geme
Il nostru afflitu core
In un mar' di dolore
È d'amarezza.
Maria, mar' di dolcezza
I vostri ochji pietosi
Materni ed amorosi
À noi volgete.
Noi miseri accogliete
Nel vostru santu velu
Il vostru figliu in celu
À noi mostrate.
Gradite ed ascultate
Ô vergine Maria
Dolce è clemente è pia
Gli affleti nostri accogliete.
Voi da i nemici nostri
À noi date vitoria
E poi l'eterna gloria
In paradisu.

Troidigezh e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bezit diwallet gant Doue, Rouanez
Ha mamm hollvedel
Gant piv e savomp
Betek ar Baradoz
C'hwi eo al levenez hag ar c'hoarzh
Evit holl ar re drist
Evit holl ar re heget
Ar spi nemetañ
Deoc'h e huanad ha e hirvoud
Hor c'halon ankeniet
En ur mor a boan
Hag a c'hwervoni
Mari, mor a zouster
Ho taoulagad devot
Mamm ha karantez
Troit anezhe davedomp.
Ni, dizeur, degemerit ac'hanomp
En ho lien santel
Ho mab en neñv
Diskouezit anezhañ deomp-ni.
Asantit ha selaouit
O Gwerc'hez Vari
Dous, aluzenus ha devot
Hor merkoù karantez.
War hon enebourien
Deomp, roit an trec'h
Hag ar vrud beurbadus
Er Baradoz.

Daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]