Mont d’an endalc’had

Distrig ar Faoued

Eus Wikipedia

Distrig ar Faoued a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Gourin, sez ur senesaliezh, a glaskas mirout he sez roueel, met nac'het e voe gant Ar Faoued; en aner c'hoazh e klaskas Gourin bout staget ouzh Karaez war dachenn ar justis[2]. Setu amañ roll seizh kanton distrig ar Faoued:

Lez-varn ar bann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dilennet e voe pemp barner ha tri advarner e miz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, un nebeud degadoù e oant en distrig[3].

Dilamet an distrigoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Bonreizh ar Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet an distrigoù ha bodet e voe kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 45
  4. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187