Distrig (Dispac'h gall)
Neuz
Un distrig gall a oa ur rann velestradurel eus an departamantoù e Bro-C'hall, etre ar c'hanton hag an departamant, hag ur bastell-votiñ. Krouet e voe an distrigoù gant lezenn an 23 a viz Eost 1790.
Melestradurezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- E penn an distrig e veze ur c'huzul gant daouzek ezel. Dilennet e veze ar guzulierion gant dileuridi ar geodediz oberiant. Unan anezhe a veze lakaet da brokulor-sindik, karget da lakaat divizoù ar c'huzul e pleustr, ha pevar all a yae d'ober renerezh an distrig[1].
Relijion gatolik
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Votet e veze evit lakaat ur beleg da berson en ur barrez eus an distrig diouzhtu pa vanke unan[2].
Justis
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Ul lez-varn a voe krouet e pep pennlec'h distrig (e distrig Henbont e voe lakaet al lez-varn en Oriant koulskoude) gant dekred an 23 a viz Eost 1790[3].
Lamet an distrigoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet an distrigoù ; bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton). Savet e voe an arondisamantoù da gemer lec'h an distrigoù e miz C'hwevrer 1800.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion (p. 16), Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915
- Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965