Distaol (kenwerzh)
Neuz

An distaol a zo un digresk war ar priz, boas pe dreistordinal, roet pa vez fakturennet ar mad pe ar servij peurliesañ, hervez ar c'hementadoù prenet, natur an arval pe da-geñver un taol gwerzh[1].
An distaol a c'hall aesaat ar gwerzh ha dinec'hiñ an arval.
Kontouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An distaolioù ne vezont ket skrivet en teuliadoù kontouriezh. Ar prenadennoù, da skouer, a vez enrollet evit ar sammad rik kenwerzhel (sammad krai - distaol).
M'eo bet ankouaet an distaol war ar fakturenn e vo enrollet evel RRR[2]. Ur seurt kaoud eo. Enrollet e vez neuze war an tu kontrol : e 609 evit ur brenadenn ha 709 evit ur gwerzh.
An distaol n'eo ket an diskont : ne vez ket enskrivet an eil er c'hontoù, egile avat a vez meneget.
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (fr) Remise : définition et évolution de cette pratique commerciale e ikoupi.com.
- ↑ evit "Remise, Rabais ou Ristourne" da lavaret eo Distaol, Rabat pe Ildal