Mont d’an endalc’had

Dispac'h Texas

Eus Wikipedia
Dispac'h Texas
brezel dispac'hel
Lec'hAostralia, Republik Texas Kemmañ
Daveennoù douaroniel31°0′0″N 100°0′0″W Kemmañ
Deiziad kregiñ2 Her 1835 Kemmañ
Deiziad echuiñ21 Ebr 1864 Kemmañ
Darvoud-alc'hwezemgann Gonzales, emgann San Jacinto, emgann El Álamo Kemmañ
PerzhiadRepublik kreizennour Mec'hiko, Mexican Texas, Republik Texas Kemmañ
Abeg pennañTexas Kemmañ
EfedRepublik Texas Kemmañ
Map

Dispac'h Texas (saozneg: Texas Revolution) a oa bet un emsavadeg kroget d'an 2 a viz Here 1835 hag echuet d'an 21 a viz Ebrel 1836. An enbroidi saoz-stadunaniz hag an deksaned spagnol (anvet Texianed evit ar re gentañ ha Tejanos evit an eil re) a oa emsavet a-enep gouarnamant kreizennour Mec'hiko e stad vec'hikan Coahuila y Tejas. An emsavadeg-se a oa ul lodenn eus unan kalz ledanoc'h a-enep ar gouarnamant kreizennet gant proviñsoù all hag a oa enebet ouzh ren ar prezidant Antonio López de Santa Anna. Ar C'hendalc'h Mec'hikan en doa votet an dekred Tornel, hag a lakae kement den estren hag a stourme a-enep nerzhioù lu Mec'hiko "da vezañ evel morlaeron ha da vezañ kastizet evel ma vez graet ganto, pa n'int ket keodedourien eus ur vro hag a zo o vrezeliañ gant Mec'hiko ha pa stourm dindan ur banniel ha n'eo ket unan anavezet". N'eus nemet proviñs Texas hag a oa deuet a-benn d'en em zistagañ diouzh galloud kreiz Mec'hiko, ha savet gant an annezidi Republik Texas. Un dek vloaz war-lerc'h e oa bet aloubet gant Stadoù-Unanet Amerika.

Kroget e oa ar reveulzi e miz Here 1835, goude un dek vloaz bennak a vec'h politikel ha sevenadurel etre gouarnamant kreiz Mec'hiko hag an enbroidi niverusoc'h-niverusañ a orin saoz-stadunanat e Texas. Ar gouarnamant mec'hikan a oa troet d'unan kreizennet muioc'h-mui ha gwirioù ar geodedourien a oa bet strishaet, dreist-holl pa oa kaoz eus an enbroañ o tont eus ar Stadoù-Unanet, hag ar fed da berc'hennañ sklaved. Mec'hiko a oa bet o reiñ lamm d'ar sklaverezh e Texas e 1829, hag ar c'hoant gant an Deksianed da genderc'hel gant an doare-se d'ober gant ar sklaved e Texas a oa bet unan eus ar abegoù pouezusañ evit ar c'hoant dizalc'hiezh. N'eus ket kaoz anat eus sklaverezh e Disklêriadur dieubidigezh Texas, met perc'henniezh madoù (betek sklaved) a oa ur gwir hollbouezus evit an enbroidi[1]. Ar re Texians ha Tejanos ne oant ket a-du war an disoc'h da gaout ha daoust hag e oa gounit an dizalc'hiezh pe distreiñ d'ar vonreizh vec'hikan eus 1824.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Declaration of Independence of Texas, 1836. Texas State Library and Archives.