Dispac'h Iran
| Anv er yezh orin | انقلاب اسلامی |
|---|---|
| Bro | Iran |
| Lec'h | Iran |
| Deiziad | 1970s |
| Deiziad kregiñ | Genver 1978 |
| Deiziad echuiñ | C'hwevrer 1979 |
| Efed | 1979 energy crisis |
Dispac'h Iran pe Reveulzi islamek [1] [2] a oa bet un heuliad darvoudoù o reiñ lamm d'an Dierniezh Pahlavi e 1979. An dispac'h a oa bet o treiñ Stad impalaerel Iran d'un deokratelezh anvet Republik islamek Iran. Skarzhet e oa bet gournamant ar Chah Mohammad Reza Pahlavi ha kemeret e blas gant Ruhollah Khomeini, ur c'hloareg islamour hag a oa bet o kemer penn an holl luskadoù rebell. Skarzhadenn Mohammad Reza Pahlavi, Chah diwezhañ Iran, a oa bet fin monarkiezh Iran.
E 1953, ar CIA - hag an MI6 - o devoa harpet un taol-stad en doa skarzhet ar c'hentañ ministr dilennet Mohammad Mossadegh. C'hoant a oa bet da skarzhañ anezhañ rak broadelaet en doa an embregerezh eoul-maen saoz-persian[3][4][5]. An taol-stad en devoa adlakaet Mohammad Reza Pahlavi da vezañ ur roue hollc'halloudek, hag ouzhpenn-se e oa bet kresket kalz levezon ar Stadoù-Unanet war Iran.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ https://rbg.bzh/episode/27188/
- ↑ Iranian Revolution | Summary, Causes, Effects, & Facts | Britannica (en)(2025-08-07).
- ↑ How Britain Crushed Democracy in Iran (en-GB).
- ↑ Staff (2023-10-13). "CIA admits 1953 Iranian coup it backed was undemocratic" (in en-GB), The Guardian.
- ↑ The C.I.A. in Iran: Britain Fights Oil Nationalism.