Mont d’an endalc’had

Disklêriadur brezel

Eus Wikipedia
Ar prezidant stadunanat Franklin D. Roosevelt o sinañ embann ar brezel a-enep an Alamagn Nazi d'an 11 a viz Kerzu 1941.

Un disklêriadur brezel pe embann ar brezel [1][2] a vez graet eus un akta furmel ma embann ur Stad obererezhioù brezel, pe obererezhioù brezel da vezañ, a-enep ur Stad all. An disklêriadur a vez pe e stumm ur brezegenn, pe e stumm ur sinadur foran eus dielloù, gant un hinienn pe ur strollad aotreet eus ur gouarnamant broadel. Dre-se e vez krouet ur stad a vrezel etre div vro pe meur a hini.

Piv a zo aotreet da zisklêriañ ur brezel a zo disheñvel hervez ar broioù hag ar stummoù gouarnamant. En un toullad broioù, ar galloud-se a vez roet da benn ar Stad pe d'an unpenn. E degouezhioù all, ur stumm berraet eus un disklêriadur brezel leun, evel ul lizher-kours pe un oberiadur kuzh, a c'hell enaouiñ ur stad damvrezel dre obererezh kourserien pe goprsoudarded. Ar protokoloù ofisiel etrebroadel evit un disklêriadur brezel a oa bet diazezet gant Kendivizoù Den Haag (III) eus 1907.

Gwir etrebroadel an digeriñ brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evit bezañ a-blom gant ar gwir etrebroadel e tlee an disklêriadur brezel bezañ embannet gant an aotrouniezh a zo er penn ar Stad, houmañ ur unpenn pe penn ar stad meneget er vonreizh. Brizhbrezel a c’hell,bezañ urzhiet gant an aotrouniezhoù en ur gefridiañ gopridi-soudarded evit un obererezh kuzh. Lakaet e voe dre skrid reizh an disklêriañ brezel e-barzh Feurioù-emglev Den Haag e 1899 ha 1907

Goude an Eil brezel-bed, ha muioc’h, c’hoazh goude m’eo bet ledanaet ar gwir etrebroadel diwar Karta Aozadur ar Broadoù unanet eo dibredet an disklêriadurioù brezel dre vras[3], rak berz war an trouz brezel, pa vez lakaet ar gaoz warno dirak Kuzul Surentez ar Broadoù Unanet, a c’hell herzel ouzh mont da zisklêriañ ar brezel., nemet e vije ur gread ret dindan lezennoù broadel zo, dreist-holl er Stadoù neptu.
Pa n’eus ket bet kalz a zisklêriadurioù brezel goude an Eil brezel-bed eo bet studiet ar peragoù ha kavet e voe e c’hellfe ar Stadoù klask chom hep doujañ d’an dleadoù e-keñver gwir etrebroadel ar greadoù denegour pe en em virout ouzh bezañ gwelet evel argaderien[4].

Adolf Hitler oc'h embann en ur brezegenn disklêriadur brezel Alamagn da Stadoù-Unanet Amerika d'an 11 a viz Kerzu 1941.

Disklêriadurioù brezel a-raok 1914

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ken kozh eo an disklêriadurioù brezel ma kaver ur skouer splann e-barzh Meurgan Gilgamech pa lavar Enkidu da Humbababa, diwaller Koad ar Sedrez :

Ni zo o vont da zistrujañ ac’hanout, ni zo o vont da droc’hañ da sedrezenn, hag e talc’hin da lakaat da anv da vezañ anavezet e pep lec'h

.

E Henc'hres, da vare demokratel Aten, e oa da Vodadeg ar Bobl, an holl kouviet dezhi, kas ur votadeg evit ma vije renet ur brezel. Pelloc’hik e rebechas Toukidides d’ar Dhebaniz e oant bet o tagañ ar Blateaniz hep bezañ embannet un disklêriadur brezel[5].

E Henroma, da vare ar Republik hag en Impalaeriezh roman e veze ul lid kemplezh sevenet gant ur c'holaj-beleien, ar Fetialed[6], a rae war-dro doujañ d’al lezenn en ur embann ar peoc’h koulz hag ar brezel, hag enno e voe fiziet kadarnaat ar feur-emglevioù etrebroadel. En o zouez e veze dibabet ur c’hannadour evit pep gread, ar « pater patratus evit ar Bobl hag ar Sened roman » e anv, pa tlee ar brezel bezañ reizh, da lavared eo disklêriet hervez an hangoun hag a feiz vat.

E Europa ar Grennamzer, diwar skouer an Henromaned, e klaske roueed ha pennoù bras all, kas o harodoù evit embann e peseurt deiz e vije kroget gant ar brezel. Pelloc’h, pa voe eskemmet kannadourien e voe diskouezet ez ae an traou war-du ar brezel dre azc’halviñ anezho. Pa voe an diplomatiezh o tiorren e-doug an Azginivelezh e voe savet hag embannet disklêriadurioù brezel ent-furmel. Koulskoude e oant chomet rouez, pa n’eus bet kontet nemet 10 disklêriadur brezel etre 1700 ha 1870 diwar 117 brezel bet renet d'ar c'houlz-se, met n’eus ket anv eus ar brezelioù e Afrika hag Azia.[7].

Hervez Gwir etrebroadel an amzerioù modern ha kempred, ret eo d’ar Stadoù anaout ez eus ur stad-brezel etrezo hag emban o disklêriadurioù brezel evit ma vije renet en un doare reizh stourmadennoù etre luioù pep kostezenn. E-doug bodadennoù etrebroadel dalc’het e Den Haag e 1899 ha 1807 e voe termenet dre zaou feur-emglev penaos e tlee bezañ savet an disklêriadurioù brezel. Pa oad o klask herzel ur brezel da zont en-dro e talc’has Kevre ar Broadoù savet e 1919 da habaskiñ an dizemglevioù, ha diwar atiz ar Stadoù-Unanet, Bro-C'hall hag Alamagn e voe sinet e Pariz, e 1928, « ar [[[Feur-emglev hollek evit ma vo dilezet ar brezel evel benveg ar politikerezh broadel]] », anvet ivez Emglev (pe Pakt) Kellogg-Briand. Sinet e voe gant 15 stad da gentañ ha sinet e vez c’hoazh gant stadoù nevez. Aozadur ar Broadoù Unanet, diazezet e 1948, a zalc’h abaoe da glask herzel ar brezelioù ivez.]]

Disklêriadurioù brezel a-hed an daou vrezel-bed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

,Brezel-bed kentañ Pennad pennañ : Disklêriadurioù brezel a-hed ar Brezel-bed kentañ

,Eil Brezel-bed Pennad pennañ : Disklêriadurioù brezel a-hed an Eil Brezel-bed

Abegoù boutin an disklêriadurioù brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Abegoù disklêriadur brezel a gaver d’an aliesañ :

  • Tagadenn an tiriad, ar madoù, ar glad pe ar geodedourien o-unan
  • Aloubadenn, dalc’hidigezh hep aotre hag emsiladur a bep seurt
  • Taolioù enebiñ merkidik a-berzh ur vro en desped d'ur feur-emglev pe a-enep ar c’henvevañ c’hwek
  • Feurioù-emglev ha ne vezont ket lakaet da dalvezout
  • Greadoù sponterezh
  • Trouz a c’hell ober gaou d’ar mad broadel
  • Gourdrouz a-berzh ur vro all war an urzh diabarzh

Disoc’hoù disklêriadurioù brezel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tro wenn a ra an diplomatiezh a-wechoù eo dibosubl kavout un emglev. Neuze e vez disklêriadurioù brezel hag a laka ar broioù da fiñval o luioù evit mont da vrezeliñ. Gwelet e vez an tagadennoù dizisklêr hag an torfedoù a-enep an dud dizarm evel torfedoù ouzh an denelezh. Diouzh ar boazioù, n’eus ket d’ober ur gread furmel evit nullañ an disklêriadur brezel, met lakaat paouez ar greadoù brezel pe ober un emglev evit un Arsav-brezel, heuliet pe get gant akta kodianidigezh al lu trec’het. Pelloc’h e c’hell ar broioù bet o vrezeliñ klask kadarnaat ar peoc’h gant ur feur-emglev peoc'h.

Prozezadur evit digeriñ ar brezel hervez feurioù-emglev Den Haag

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Er vodadeg etrebroadel gentañ dalc’het e Den Haag, e 1899, e voe staliet un emglev evit lakaat da bennaenn ma vije klasket ur vro neptu evel hanterour ha kompezour an tabutoù, a-raok tarzh ar brezel.

Rannbennad II, mellad 2 : Mar bez un disemglev pe ur c’henniñv a-bouez, a-raok ober gant an armeadeg, e asant an Damanioù aet da donkañ ma vo graet, diouzh an degouezhioù, gant hanterouriezh unan pe vuioc’h damanioù a vije mat dezho.

En eil vodadeg etrebroadel Den Haag, e 1907, e voe sinaet ar « Feur-emglev o tennañ d’an digeriñ ar brezel » e voe renablet ar greadoù diplomatel a dlee ur vro ober a-raok mont da vrezeliñ :

Mellad 1 : An Damanioù aet da donkañ a embann ne dlee bezañ kroget gant ar stourmadennoù etrezo nemet m ‘eo bet kaset ur rakkemenn fraezh, pe e furm un disklêriadur brezel kantabeg pe dre un ultimatom ennañ un disklêriadur brezel arzivizek.
Mellad 2: M’eo bet embannet ur stad brezel e tleer lakaat da c’houzout anezhãn an damanioù neptu hep dale, ha ne vo ket lakaet da dalvezout a-raok ma ne vo ket resevet diganto ur c’hemenn, dre ar pellskriver mar bez tu. Koulskoude, ne c’hell ket an Damanioù neptu reiñ da arguzenn n’eus ket bet resevet ur c’hemenn pa ‘z eo splann ma oa anaoudegezhioù ganto diwar-benn ur stad a vrezel.

Pennadoù nes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Furnez Breiz/Euz ar brézel, gant Aogust Brizeug "Skrigna ra bleizi Breiz-Izel O kléved embann ar brézel."
  2. Buhez ar Zent gant Yann-Vari Perrot, "embann brezel ar Groaz".
  3. Waging war: Parliament's role and responsibility. House of Lords (27 July 2006). “Developments in international law since 1945, notably the United Nations (UN) Charter, including its prohibition on the threat or use of force in international relations, may well have made the declaration of war redundant as a formal international legal instrument (unlawful recourse to force does not sit happily with an idea of legal equality).”. Studiadenn savet gant Parlamant ar Rouantelezh Unanet.
  4. https://doi.org/10.1080/09636412.2012.734227 Why States No Longer Declare War. E-barzh ‘’Security Studies’’, levrenn 21.
  5. Thoukydides, Istor Brezel ar Peloponesos, Levrenn II.
  6. Hervez Georges Dumézil (‘’La religion romaine archaïque, 1974), tost eo ar bennrann *feti- d'ar sañskriteg « dahman » a dalvez diazez.
  7. John Frederick Maurice, Hostilities without Declaration of War, 1883.